Kounlec'h al lazhadeg e Bered soudardel Katyn.Lec'hioù lazhadeg Katyn
Urpolandball embannet e 2012[1] : SUA o tianavezout lazhadeg Katyn
Lazhadeg Katyn (poloneg :zbrodnia katyńska, mord katyński;rusianeg : Катынский расстрелKatynskiy rasstrel) zo un heuliad lazhadegoù ramzel a voe sevenet e-kerzh anEil Brezel-bed, e miz Ebrel ha miz Mae1940. E koadoù bras Katyn, tostik da gêriadenn Gnezdovo, 20 km eus kêrSmolensk (Rusia), e voe lazhadeget ofiserien eus armePolonia gant soudardedJozef Stalin. Kaoz zo eus 14 000 den lazhet, 8 000 anezhe prizonidi paket gantSoviediz e1939, ar re all tud disoudard skrapet en trowardroioù.
Stadoù-Unanet Amerika a ouie dalc'hmat e oa bet eus al lazhadeg hag e oa oberenn arGomunourien[2]. Kenderc'hel a rejont da livañ gevier pa damalljont d'anAlamaned bezañ chomet hep lakaat ar bec'h war Stalin, hag ivez evit lakaat an dud da vezañ spouronet gant an Alamaned.
E dielloù nevez bet lakaet en domani foran gant ar gouarnamant stadunanat er bloaz2012 e weler sklaeroc'h an traoù. Er bloaz1943, ar c'habiten Donald Stewart hag al letanant-koronal John Van Vliet, daou brizoniad-brezel stadunanat, a gasas ur c'heloù d'ar gouarnamant stadunanat ma disklerient anat ne oa ket lazhadeg Katyn oberenn an Alamaned. GouarnamantWashington a zistrujas ar prouennoù bet degaset dezho. Kostez Rusia e voe ret gortoz ar bloaz1990 evit ma vefe anzavet ar fedoù ha graet digarezioù ofisiel da Boloniz gantMikhaïl Gorbatchev. Er bloaz2004 e voe roet dafar ha dielloù liammet gant lazhadeg Katyn gant ar gouarnamant rusian da hini Polonia.
Arvarus eo komz eus lazhadeg Katyn hiziv c'hoazh, zoken pa'z eo bet lakaet anat e oa alLu Ruz dindan urzhioù Stalin a sevenas al lazhadeg ; lod tud a gendalc'h da vont gant hent an nac'hañ, evel ma lenner er gelaouennSocialism and Democracy[3].
Abaoe ar bloaz2008 e vez aozet eWarszawa baleadegoù-koun anvetKatyński Marsz evit derc'hel soñj eus al lazhadeg. Bale a ra Poloniz treuzwisket en ofiserien eus al lu polonat ha lod all e soudarded eus al Lu Ruz. Lennet e vez ivez lizheroù ha karnedoù an aberzhidi, ha diskouezhet e vez luc'hskeudenooù eus al lazhadeg hag eus ar c'houzañvidi.