Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lawrensiom

Eus Wikipedia
Lawrensiom
NobeliomLawrensiomRutherfordiom

Lu
Lr
Taolenn beriodek, Lawrensiom
Perzhioù hollek
Niver atomek103
Rummad kimiekAktinidoù
StrolladAktinidoù
Trovezh7
Bloc'hd
Tolz atomek[259]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù :2, 8, 18, 32, 32, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+3
Tredanleiegezh1,30(Diouganet ; skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 479 kJ/mol
2 : 1 400 kJ/mol
3 : 2 100 kJ/mol
Skin atomek245 pm
Skin kenamsav161 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20 °C)(stlenn ebet) g/cm3
Teuzverk827 °C
Bervverk(stlenn ebet)°C
Tredanharzusted(stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Unelfenn gimiektreuzuraniatskinoberiek eo allawrensiom ;Lr eo earouez kimiek,103 eniver atomek ha262,110 edolz atomek.
Ar pemzekvetaktinid eo etaolenn drovezhiek an elfennoù kimiek, hag an hini diwezhañ.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1958 e kredas da skiantourien alLawrence Radiation Laboratory (LRL) e Skol-veurKalifornia, Berkeley, o doa kevanaozetizotop 257 an elfenn 103 dre skinatakuriom96Cm gantnitrogen7N ; daou vloaz diwezhatoc'h, e1960, e klaskjont kevanaozañ an izotop 259 dre skinatakaliforniom98Cf gantbor5B hep dont a-benn avat.

D'ar 1añ a viz Mae1961 ez embannas skipailh an LRL, renet gant Albert Ghiorso, en doa kevanaozet an izotop 257 dre skinata Cf-249, Cf-250, Cf-251 ha Cf-252 gant B-10 ha B-11 ; 8 ± 2s eo anhanter-vuhez a voe muzuliet[1].
Lawrencium103Lw eo an anv a voe kinniget gant LRL evit an elfenn nevez, en enor daErnest Orlando Lawrence (1901-1958), a ijinas arc'hiklotron ; e1963 e voe degemeret gant anInternational Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC), met kemmet e voe an arouez :103Lr e voe ez-ofisiel.[2]

Ur gudennig a voe, pa embannas skiantourien arJoint Institute for Nuclear Research (JINR) e Dubna (U. R. S. S.) ne oant ket bet gouest da gadarnaat disoc'h labour anAmerikaned :257Lr gant un hanter-vuhez ag 8 eilenn ; an izotop 258 e oa e gwirionez, dre an dazgwered :

252Cf +11B263Lr258Lr + 51n
9851031030

Diouzh o zu e kevanaozas ar Rused an izotop 256 dre an dazgwered :

243Am +18O261Lr256Lr + 51n
9581031030

Kadarnaet e voe an dazgwered-se gant LRL Berkeley.

E1970 e tivizas an IUPAC lakaat103Lr e-touez an aktinidoù daoust d'e aozadur elektronek, hag e1992 e voe lakaet skipailhoù LRL Berkeley ha JINR Dubna da gevanaozerien an elfenn 103.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • 103Lr o vezañ an elfenn gentañ er bloc'had 6d e tlefe e aozadur elektronek bezañ [Rn] 7s2 5f146d1, hogen jedet ez eus bet un aozadur all, [Rn] 7s2 5f147p2[3].
  • Peogwir eo103Lr an elfenn gentañ er bloc'had 6d e rankfe bezañ lakaet davetal ardreuzat, hogen da aktinid eo bet lakaet gant an IUPAC en abeg da zisoc'h arnodennoù kimiek bet kaset en U. R. S. S. gant arFlerov Laboratory of Nuclear Reactions (FLNR) e1969, a genderc'hastrikloridenn lawrensiom256LrCl3 dre lakaat Lr-256 da zazgwerediñ gant klor, ar pezh a ziskouezas ez eus un aktinid eus103Lr.

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Unnek skinizotop eus al lawrensiom zo bet kevanaozet, eus252Lr betek262Lr.

Izotopoù stabilañ al lawrensiom
Izotop% en naturHanter-vuhezDigevanidigezh

254Lr

kevanaozet

13 eilenn

α250Md
e254No
255Lrkevanaozet21,5 eilennα →251Md
256Lrkevanaozet27 eilennα →252Md
259Lrkevanaozet6,2 eilennα →255Md
260Lrkevanaozet2,7 munutennα →256Md
261Lrkevanaozet44 munutenn?
262Lrkevanaozet3,6 eurvezhε →262No

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hini ebet.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. GHIORSO Albert, SIKKELAND Torbjørn, LARSH Almond E. & LATIMER Robert M.,New Element, Lawrencium, Atomic Number 103, Physical Review Letters, 6, 473-475 (1961)Energy Citations Database(en) Liamm (skin)oberiant 24 MEU 13
  2. EMSLEY, p. 460Google Books(en) Liamm oberiant 24 MEU 13
  3. ZOU Yu & FISCHER Froese C.,Resonance transition emergies and oscillator strengths in Lutetium and Lawrencium,Physical Review Letters, 88, 19/04/2002 {{en]] Liamm oberiant 24 MEU 13

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lawrensiom&oldid=2095926 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp