Daoust ma vez lakaet al latin d'ur yezh varv peogwir n'eo mui yezh c'henidik den pe zen ned eo ket aet da get. Etre arVIvet hag anIXvet kantved en em veskas latin poblek ar soudarded roman gant yezhoù ar broioù o devoa aloubet, ar pezh a droas d'aryezhoù romanek ; goude diskarImpalaeriezh roman ar C'hornôg e chomas al latin yezh ar skiantoù, ar c'helenn hag andiplomatiezh enEuropa betek deroù anXIXvet kantved, diwar ar pouez a oa gant anIliz katolik roman, a-raok ma vefe erlec'hiet ar yezhoù nevez outañ en akademiezhoù hag erpolitikerezh. Betek deroù anXXvet kantved avat ez eo chomet un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa ; hiziv an deiz c'hoazh e vez komzet ha skrivet, pan eo yezh vroadelde jure arSez Santel – anitalianeg o vout aryezh ofisiel eno – goude bout bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg betek an adaoz a voe degaset gant arpabPaulus VI e1965 da geñver eil sened-meur ar Vatikan ; implijet e vez c'hoazh al lid e latin e lod rannoù eus an Iliz katolik a heuilh erbedadennoù sened-meurTrento (1542). Ne vez mui kelennet ar yezh d'an danvez-kloareien erc'hloerdioù, met graet e vez er skolioù-meur pabel eRoma, eBreuriezh Sant Pius V hag eBreuriezh Sant Pius X ivez.
Er-maez eus ar relijion ez eo chomet al latin ullingua franca etre kefredourien ar bed, betek ar bremañ, e-kichen arsaozneg ; kelennet e vez er skolajoù en Europa hag e reizhiad an deskadurezh-Stad eBro-C'hall[1], koulz hag e skolioù-meur dre ar bed ; ur yezh hen eo neuze kentoc'h eget unan varv.
Un toullad tud o devez plijadur o latinat hag o embann skridoù gantnevezc'herioù a-leizh, pezh a ra ar Sez santel ivez. Ur Wikipedia latin zo, tremen 140 000 pennad ennañ. E meur a yezh ez eus chometlavaredoù latin a implijer war ar pemdez evelmea culpa ("dre ma gwall"), pe ellezioù-barn, evelaberratio delicti ("distro ar felladenn").
Ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek e oa ar yezhoù italek, e-kichen ar rehellazek, germanek hakeltiek. Kar tost e oant d'ar yezh a veze komzet eVeneto hag eFrioul, ha pelloc'h d'ar yehoù keltiek ; levezonet int bet gant anetruskeg, na oa ket ur yezh indezeuropek, hag a veze komzet enEtruria, ur vro amekek da Latium.
Anavet eo dre veur a enskrivadur, en o zouezboustrofedon allapis niger ("maen du"), e-tro 570-550KAB.
Linennoù 8-16 allapis niger
Yezhoù italek zo hiziv c'hoazh : ar yezhoù romanek, a zo deveret diouzh al latin poblek (sermo vulgaris, "yezh ar bobl").
« Henlatin » (prīsca latīnitās) a reer eus ar yezh a veze komzet er Rouantelezh roman (~753 – ~509 KAB), hag er Republik roman c'hoazh, ma aspadennoù anezhi betek tro ar bloaz –75, eleze 50 vloaz kent he diskar (–27), daoust da zonedigezh al latin klasel. Testeniekaet eo ar stumm-se dre enskrivadurioù, e skridoù Plautus (~254 – ~184 KAB) ha Terentius (~190 – ~160 KAB). D'ar mare-se e voe staliet allizherenneg latin, diwaran hini estruskek, ha ster ar skrivañ a voe kemmet ivez : a gleiz da zehou e voe atav, e-lec'h a zehou da gleiz pe e doare urboustrofedon.
Adalek bloavezhioù diwezhañ ar Republik (war-dro –75) hag e deroù an Impalaeriezh (betek ~200 KAB) e voe fardet a-ratozh-kaer ul latin nevez gant prezegerien, istorourien,barzhed ha skrivagnerien, an holl anezho o vout bet stummet e skolioù war aryezhadur hag anhelavarouriezh. Er skolioù-se emañ gwrizioù al latin a vez kelennet hiziv.
Dre zielfenniñ oberennoù henlatin, evel re Plautus ma lenner bommoù e latin ar pemdez, ez eus bet termenet ul live yezh a zo bet anvet « latin poblek » (sermo vulgi, "prezeg ar yoc'hoù", hervezCicero). EnXIXvet kantved e krede da lod yezhoniourien e oa arsermo vulgi ur yezh disheñvel diouzh hini ar ouezeien, hogen kontrol zo bet prouet abaoe[2]. Diaes eo avat termeniñ al latin poblek en un doare resis, peogwir e c'hall ober dave da yezh ar pemdez da forzh pe vare, pe d'ar yezh a bellaas a-nebeudoù diouzh al latin skrivet goude diskar an Impalaeriezh hag a emdroas er yezhoù romanek.
Dibaot a wezh e veze skrivet arsermo vulgi er marevezh klasel, neuze ez eo bet ret d'an enklaskerien ober gant an nebeud o deus kavet : gerioù ha bommoù meneget gant skrivagnerien glasel, enskrivadurioù hagraffiti. Muioc'h a latin poblek a gaver en oberennoù a zo bet skrivet e latin diwezhat, pa zeuent eus meur a rannvro latinaet, pep unan gant ur rannyezh latin a droas d'ur yezh romanek[3].
« Latin diwezhat » a reer eus ar yezh a veze skrivet adalek anIIIvet kantved betek arVIvet kantved. Buanoc'h-buanañ e pellaas diouzh al latin klasel, dreist-holl dre arver stank an araogennoù ha dre urzhiañ ar gerioù en un doare a zo tostoc'h da hini ar yezhoù romanek, hogen hep degas kemmoù bras er yezhadur.
En diwezh e troas al latin d'ur yezh skrivet tra ma 'c'h eas ar rannyezh komzet ker pell dioutañ ma vezent lakaet da estren an eil ouzh heben : disheñvel diouzh al latin e oa an doare da skrivañ rannyezhoùItalia pe henc'halleg anIXvet kantved. Da yezhoù distag-krenn diouzh al latin e troas ar rannyezhoù gant an amzer.
Ar Rouantelezhioù german a erlec'hias ouzh Impalaeriezh roman ar C'hornôg a-c'houde he diskar er bloaz 476, hogen e-lec'h yezhoù germanek ez eo al latin a voe lakaet da yezh ar gwir, an darempredoù ofisiel hag ar relijion[4].
Endra edod o peurunvaniñ doare-skrivañ al latin e krogas ar stummoù komzet anezhi da forc'hañ mui-ouzh-mui an eil re diouzh ar re all. Pemp yezh romanek pennañ zo hiziv, hervez an niver a gomzerien : arspagnoleg, arportugaleg, argalleg, anitalianeg hag arroumaneg. En desped d'ar rannyezhoù (astureg,galizeg,okitaneg,romañcheg hag all), a gaver en holl yezhoù komzet gant un niver bras a dud en un niver bras a vroioù, ez eo chomet unvan pep hini eus ar pemp yezh-se a-fedfonologiezh ha diorroadur, stabilaet ma 'z int bet gant levezon vras an Iliz katolik roman.
Adalek deroù alouberezh alledenez iberek er bloaz 711 gantmuzulmiz, a dorras an darempredoù etre ar broioù romanek, e krogas ar yezhoù romanek da forc'hañ[5]. Brasoc'h e voe an diforc'h etre al latin komzet hag ar yezh a droas d'ar roumaneg, abalamour ma oa pell diouzh al lusk peurunvaniñ a rene enEuropa ar C'hornôg. Kalz Italianed avat a gendalc'he da gomz latin, hep gwelet diforc'hioù bras etre an italianeg hag ar yezh kozh, ha kement-se betek anAzginivelezh e deroù arXVvet kantved ;Francesco Petrarca, da skouer, a lakae al latin da stumm lennegel ar yezh komzet[6].
Da veur a yezh diforc'h e troas al latin komzet en IXvet kantved d'an diwezhatañ, pa voe aozet ar c'hentañ skridoù er yezhoù romanek. Yezhoù ar pemdez e oant koulskoude, pa veze skrivet e latin krennamzerel.
« Latin krennamzerel » a reer eus al latin a veze skrivet er marevezh ma ne oa yezh komzet ebet o klotañ gant ar yezh klasel, eleze etre ~700 ha 1500. D'ar yezhoù romanek e oa troet al latin komzet, hogen e bed ofisiel ha desket e chomas al latin en arver hep e skor komzet. Ouzhpenn da gement-se en em ledas implij ar yezh skrivet betek broioù ma ne oa bet biskoazh komzet latin, evel ar re c'hermanek hag ar re slavek, peogwir e oa yezh an darempredoù etrebroadel etre ar Stadoù a oa izili ouzh anImpalaeriezh santel roman c'herman hag he c'hevredidi.
Laoskoc'h-laoskañ e voe al latin krennamzerel, pa ne oa mui skoret gant aozadurioù melestradurel an Impalaeriezh ; da skouer, e latin klasel e veze implijetsum "on" da verb-skoazell en amdremened hageram er peurdremened, padal e rae al latin krennamzerel gantfui hafueram. Kemmet e voe ster lod gerioù ha goveliet gerioù nevez, alies dre levezon yezh ar bobl, ha trec'h e voe stummoù faziek al latin klasel[7].
Alies e reer « nevezlatin » (lingua neolatina) eus latin an Azginivelezh italian (arveret e-tro 1300 da 1500) kevret gant al latin klasel a zo chomet betek bremañ. Pouezus eo bet anneolatina e diorroadur arsevenadur, ar relijion hag ar skiantoù en Europa[9]. Eus ar mare-se e teu an darn vuiañ eus ar skridoù latin a zo deuet betek ennomp ; evel-just, ne ouzer ket pet skrid a voe savet en holl.
En Azginivelezh e voe kadarnaet al latin evel ar yezh a veze komzet ha skrivet gant al lenneiendenelour. Francesco Petrarca ha skrivagnerien all a grogas da gemmañ o doare da arverañ ar yezh pa vezent o furchal ar skridoù klasel. O ampartiz er skrivarnouriezh o c'hasas da skrivañ kentelioù spisoc'h eus ar skridoù hen a-hed arXVvet hag arXVIvet kantvedoù, ha skridoù chomet kuzh a voe kavet. Skridoù klok a voe embannet gant ar gouzieg gall-hag-italianJoseph Justus Scaliger (1540-1609), al lennegsuis Isaac Casaubon (1559-1614) ha gant tud all[10]. Daoust d'al labour aketus-se, ar goulenn war dornskridoù heuliet gant an hini war skridoùmoullet warbaper a lakaas skouerennoù faziek da redek-diredek dre Europa e-padd meur a gantved goude-se[10].
Ledan ha puilh e oa al lennegezh nevezlatin :barzhonegoù, istorioù ekomz-plaen, arromantoù kentañ,pezhioù-c'hoari, dastumadoù lizhiri, a-douez oberennoù all ; divrutoc'h ha diaesoc'h da gompren int hiziv avat. E-mesk ar skrivagnerien vrudetañ emañ an Italianed Francesco Petrarca († 1314) haColuccio Salutati († 1406), anAlamanKonrad Celtes († 1508), arSaozThomas More († 1535), anIzelvroadErasmus († 1536), hag arSkosadSeòras Bochanan († 1582). Skridoù nann-faltaziek a voe embannet e-pad pell war tachennoù ar c'hronikoù istorel, andoueoniezh, ar gwir, arbrederouriezh hag ar skiantoù ; e-touez an oberennoù-se emañPhilosophiæ Naturalis Principia Mathematica ("Pennaennoù matematikel ar brederouriezh naturel") gantIsaac Newton (1687). E latin e veze treuzyezhet oberennoù pouezus a oa bet skrivet er yezh voutin, evel reRené Descartes († 1650).
Betek dibenn arXVIIvet kantved e oa latin an darn vuiañ eus al levrioù ha hogos holl deulioù an diplomatiezh. Yezh ar c'helenn e chomas al latin betek deroù anXVIIIvet kantved. Goude ar marevezh-se ez eo ar galleg a voe yezh an diplomatiezh, ha diwezhatoc'h e voe skrivet an teulioù e yezh pep bro[11].
Kemmet ivez e voe an doare da gelenn latin, pa voe distroet da stummoù ar yezh klasel, koulz komzet ha skrivet, kent treiñ war-du ar yezh skrivet hepmuiken. A-hed kantvedoù ec'h eas kelenn al latin war ziskar nebeut-ha-nebeut, hogen gorrekoc'h a-galz eget an embann e latin skrivet.
Ur bilhedaouer e latin er VatikanUr banell saoznek ha latin en un ehanmetro e Wallsend,Tyne ha Wear
Petrak bennak ma n'eo mui al latin yezh-vamm den pe zen er bed e chom implijet c'hoazh e meur a zegouezh er bed a-vremañ.
Relijion
An Iliz katolik roman eo an aozdur brasañ a vir al latin da yezh ofisiel ha damofisiel : e latin e vez embannetActa Apostolica Sedis ("Aktoù ar Sez Abostolek"), kazetenn ar Sez Santel[12], hag al latin eo yezh al labour enApostolicum Rotae Romanae Tribunal, Lez-varn abostolek ar Rota roman. E latin e veze lidet anoferenn betek eil sened-meur ar Vatikan (1962-1965), a aotreas al lid e yezhoù ar pobloù – an oferenn e doare Paulus VI avat a c'hall bout lidet e latin ivez, dreist-holl pa vez bodet feizidi a-orin eus lies broioù. Al latin eo c'hoazh yezh ofisiel al lid eneskoptiRoma hepken ; e latin ivez e vez lavaret en oferenn el lid a chom feal da sened-meur Trento.
Ardamezouriezh
E latin eoger-ardamez meur a c'houarnamant, a skol-veur hag a aozadurioù er kornôg ar bed, tremen 20 Stad en o zouez[13]. EStadoù-Unanet Amerika, 12 Stad diwar 50 o deus dibabet ur sturiad e latin.
Implijoù all
Un timbr suis, 1995
Meur a filmsinema ha stiradskinwel zo bet sevenet gant kendivizoù e latin, evelSebastiane (Bro-Saoz, 1976)[14],The Passion of the Christ (SUA, 2004)[15], hag ar stiradBarbaren (Alamagn, 2020-2022)[16].
Ar Stad suis a embannpezhioù-moneiz hatimbroù merketHelvetia, anv latin ar C'hengevread.
Lod chadennoùskingomz a skign abadennoù e latin :Radio Vaticana er Sez Santel,Radio Bremen en Alamagn,Yleisradio Oy ("Skingomz hollek") eFinland – adalek 1989 betek 2019 e skigne Yle an abadennNuntii Latini ("Keleier latin"), ur sevij keleier e latin penn-da-benn[17].
Setu amañ un nebeud ditouroù evit latinat (komz latin) ha latinaat (treiñ e latin).
Da ziwall zo : disheñvel eo distagadur al latin diouzh hini ar brezhoneg ; da skouer, « Veni vidi vici » a zistager "weni widi wiki", ha n'eo ket "veni vidi visi", haVicipedia eo « Wikipedia ».
Arouez ur soniad hepken, atav an hevelep hini, eo pep lizherenn, a vez distaget atav, zoken e dibenn ur ger.
↑(en) Pei, Mario & Gaeng, Paul A..The story of Latin and the Romance languages. New York : Harper & Row, 1976, pp. 76–81(ISBN 978-0-06-013312-2)
↑(en) Deneire, Thomas.Dynamics of Neo-Latin and the Vernacular: Language and Poetics, Translation and Transfer. Leiden: Brill, 2014, pennad-digeriñ(ISBN 978-90-04-26907-1).
↑(en) Thorley, John.Documents in medieval Latin. Ann Arbor: University of Michigan Press, 1998, pp. 13–15(ISBN 978-0-472-08567-5)
↑Mammenn :Incunabula short title catalogue, [a print-out from the database]. London : [British Library], 1990.1990
↑10,0 ha10,1(en) Speake, Jennifer & Bergin, Thomas Goddard.Latin Studies. In :Encyclopedia of the Renaissance and the Reformation, p. 272. New York : Facts On File, 2004(ISBN 978-0-8160-5451-0)