Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lantanom

Eus Wikipedia
Lantanom
BariomLantanomKeriom

La
Ac
Taolenn beriodek, Lantanom
Perzhioù hollek
Niver atomek57
Rummad kimiekLantanidoù
StrolladLantanidoù
Trovezh6
Bloc'hd
Tolz atomek138,905
Aozadur elektronek
[Xe] 5d16s2
Dasparzh an elektronoù :2, 8, 18, 18, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 3
Oksidennvazennek kreñv
Tredanleiegezh1,10(Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 538,089 kJ/mol
2 : 1 067,030 kJ/mol
3 : 1 850,327 kJ/mol
4 : 4 819,439 kJ/mol
5 : 5 943,492 kJ/mol
Skin atomek243 pm
Skin kenamsav194 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20 °C)6,174 g/cm3
Teuzverk920 °C
Bervverk3 464 °C
Tredanharzusted615 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Unelfenn gimiek eo allantanom ;La eo earouez kimiek,57 eniver atomek ha138,905 edolz atomek.
Allantanid kentañ eo.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E miz Genver1839, eKarolinska InstitutetStockholm, e teuas arc'himioursvedat Carl Gustav Mosander a-benn da beuzec'haozañ ur standilhon eusnitratkeriom CeNO3 dre e dommañ kent soubañ an haloù endrenkenn nitrek HNO3. En dileizhenn e kavas undouar rouez, a anvaslantana diwar argresianeg λανθανωlanthanō, "bout kuzh" ; mut e chomas Carl Mosander avat.
En hevelep bloavezh e voe addizoloet an elfenn 57 eKarolinska Intitutet adarre, gant ur studier anvet Axel Erdmann. Neuze e tihunas Carl Mosander : un eil elfenn en devoa tennet eus CeNO3, a anvasdidymium diwar ar gresianeg "gevellelfenn" ; ur meskaj eo andidimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantouraostrian Carl Auer von Welsbach e1885 :prazeodimiom59Pr haneodimiom60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
E1923 e voe hiniennekaet57La e e stumm peuzc'hlan[2].

Kenderc'hadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er c'hailhoùallanit (Ca,Ce,La,Y)2(Al,Fe)3(SiO4)3(OH),bastnäsit (Ce,La,Y)CO3F,monazit (Ce,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver douaroù rouez[3], n'int ket ken rouez-se : war-dro 32g anezho a gaver dre gilogramm ekrestenenn an Douar.
N'eus ket kalz mengleuzioù douaroù rouez er bed koulskoude. EStadoù-Unanet Amerika hag eSina e kaver ar muiañ avastnäsit ;monazit a gaver er Stadoù-Unanet hag e Sina ivez, koulz hag enAostralia,Brazil,India,Malaysia,Sri Lanka,Suafrika haThailand. Lec'hioù all zo da vezañ dizoloet c'hoazh, gant kailhoùapatit,cherallit,eudyalit,loparit hafosforit. Un andon all eo an dileizhennoùuraniom bet arveret er greanterezh ur wezh dija.[3]

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv anargant gwenn, blot ha govelius eo al lantanom.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Aes eo oksidañ al lantanom, setu ne vez arveret en e stumm glan nemet evit ober enklaskoù kimiek.
Deviñ a ra al lantanom kerkent ha lakaet e 150°C, en ur reiñtrioksidenn lantanom La2O3
Kreskiñ a ra ec'honad ur standilhon lantanom pa vez lezet en aer vouest en 20 °C, abalamour ma teu un oksidenn dourgediet.
Tredanvuiek eo al lantanom, dazgwerediñ a ra gant dour yen ha buanoc'h gant dour zomm :

2La + 6H2O → 2La(OH)3 + 3H2

Dazgwerediñ a ra gant an hollhalogenoù, ha taer en tu all da 200 °C :

2La + 3[halogen]2 → 2 La[halogen]3

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lantanom-139 ha lantanoù-138 eo anizotopoù a gaver en natur ; stabil eo139La, haskinoberiek eo138La, a ro138Ce drerannoùigoù b ha138Ba drezegerc'had.
37 skinizotop all zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ137La a ro137Ba dre zegerc'had.

Izotopoù stabilañ al lantanom
Izotop% en naturHanter-vuhez
137Lakevanaozet6 x 104 bloavezh
138La0,0901,05 x 1011 bloavezh
139La99,910stabil, 82neutron

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Envezioù-kannded, pe "envezioù Welsbach" rak gant Carl Auer von Wesbach e voent breouet e1885, e voe arver kentañ al lantanom, evit kreñvaatgouloù al lampoù dreeoul-maen. Ur meskaj 60% oksidennmagneziom, 20% oksidennitriom ha 20% oksidenn lantanom da c'henel skinadoù e o an delun en devoa savet.
Hiziv an deiz e vez arveret lantanom c'hoazh, evit dedalvezadurioù all avat.

Etre 10 ha 15 kg lantanom zo e daspugneroù ur c'harr hiron, ha div wezh muioc'h a vo ret mar fell d'an ijinourien e vije lonket nebeutoc'h c'hoazh a zour-tan[4].
Katodoù tomm a farder gant LaB6 neuze, a gaver ermikroskopoùelektronek, en ardivinkoù da c'henelskinoù X, er binvioùmaendreserezh hasoudadur elektronek, en ardivikoù da c'henelkorrskinoù.
Da oberluc'hedañvoù ez arverer ar gwer anvetZBLAN (ZrF4-BaF2-LaF3-AlF3-NaF).
  • Karbonat lantanom La2(CO3)3 a implijer ervezegiezh da dennañ arfosfat eus korf ar glañvidi a zo fall olounezhi.
  • Oksidenn lantanom LaO2 a lakaer ewolframelektrodoù ar binvioù da soudañ dre wareg, en eskemm ouzh antoriom a zo skinoberiek.
  • Trioksidenn lantanom La2O3 a implijer da fardañ gwer ivez, a ya da ferennoù evitkameraoù hateleskopoù.
  • Armischmetal, arveret da fardañ "maen-tan" an dirennoù, zo urc'hendeuzad keriom (±50%), lantanom (±25%) ha lantanidoù all[5].
  • Lantanom a lakaer endir a-benn ma vije goveliusoc'h, kaletoc'h hag orjalennusoc'h war an dro.
  • 57La a lakaer e dour ar poulloù-neuñvial da dennañ ar fosfat a zegasbezhin.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Royal Society of Chemistry(en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. (en) PATNAIK Pradyot,Handbook of Inorganic Chemicals p. 444-446, McGraw-Hill Professional, 2002, 1086 p.,ISBN 978-0-07-049439-8
  3. 3,0 ha3,1United States Geological Survey
  4. Reuters, 31 EOS 09(en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  5. LIDE David R.,CRC Handbook of Chemistry and Physics (s. o.#Daveennoù).

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lantanom&oldid=2128475 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp