Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Landsknecht

Eus Wikipedia
"Ar pemp Landsknecht", engravadur gant Daniel Hopfer er XVIvet kantved}}

Ullaskaned (alamaneg :Landsknecht) a oa urgoprsoudard, eus anImpalaeriezh santel roman german peurliesañ, hag a veze enluet en armeoù europat erXVvet hag arXVIvet kantved. Al laskaneded a veze o vrezeliñ gant ogoafioù hag oc'hlezeier. Daoust ma oa diorroet mat ar goprañ lanskeneded gantMasimilian II haGeorg von Frundsberg, ha ma vezent gopret gant an impalaerHabsburg, al laskaneded a c'halle stourm dindan ren meur a diern. Dre ma veze savet ar bagad gant pikerien ha skoazellerion war droad e veze stummet gant ul linenn aDoppelsöldner (gwazed gopret div wezh) brudet evit embregañ o c'hlezeier bras anvetZweihänder ("daouzorn"), hag oakebutoù. Stourmet o deus kalz erbrezel Habsburg-Valois habrezelioù ar relijion en Europa.

Al laskaneded a veze pleget d'anhutinadeg pa ne vezent ket gopret e koulz, ha dispartiet etre argatoliked hag allutherianed, hogen armet mat e oant, ha skiant-prenet kement ha kalonegezh a oa ganto. Dre un doare emgannañ nevez ha kenurzhiet e oant gwelet evel stourmerien da zoujañ, hag evel laeron ha preizherien. Barr o brud a voe tizhet e-pad aotroniezhKarl V Habsburg, ha dindan ren ar general Georg von Frundsberg haNicholas Salm, ha daet eo an uhelvrud ganto pa voe bac'het roue FrañsFrañsez Iañ enemgann Pavia e1525, kement hag o rezistañs a-enep anOttomanSuleiman ar Meurdezus eseziz Vienna (1529), tra ma voent kiriek abreizhadeg Roma e1527.


  • Tri laskaned, engravadur gant Hans Sebald Beham
    Tri laskaned, engravadur gant Hans Sebald Beham
  • Laskaneded, skeudennet gant Albrecht Altdorfer
    Laskaneded, skeudennet gantAlbrecht Altdorfer
  • Laskaneded o kerzhet
    Laskaneded o kerzhet
  • A gleiz hag a zehoù : Laskaneded gant o goafioù ; e kreiz : akebutour gant krogoù ha ferc'hier, skeudennet gant Jakob de Gheyn II
    A gleiz hag a zehoù : Laskaneded gant o goafioù ; e kreiz : akebutour gant krogoù ha ferc'hier, skeudennet gantJakob de Gheyn II
  • Laskaned gant akebutoù ha morionoù (tokarnoù a-orin eus Kastilha), gant Jakob de Gheyn II
    Laskaned gant akebutoù ha morionoù (tokarnoù a-orin eusKastilha), gant Jakob de Gheyn II
  • Laskaned gant un halabardenn. Gant Ferdinand Hodler
    Laskaned gant un halabardenn. Gant Ferdinand Hodler
  • Laskaned gant ur Zweihänder (Mirdi Istor Milourel Vienna)
    Laskaned gant urZweihänder (Mirdi Istor Milourel Vienna)
  • Laskaneded e fin ar XVIvet kantved.
    Laskaneded e fin ar XVIvet kantved.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Landsknecht&oldid=2016460 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp