Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lagos

Eus Wikipedia
Ar marc’had e Lagos
Ar marc’had e Lagos

Lagos eo kêr vrasañNigeria hag unan eus kêrioù brasañAfrika, annezet m’eo gant 7 937 932 a dud (e2006, e kêr hepken) (an eil kêr vrasañ war-lerc’hKaero, enEjipt). Kêr-benn Nigeria e oa betek1991, pa oa bet lakaetAbuja da gêr-benn. Bez’ eo c’hoazh kêr-benn armerzhel ar vro avat.

War bord ar mor emañ hag en em astenn a ra war meur a enezenn. Ur gêriadenn vihan e oa da gentañ, anvetEko, met kreskiñ a reas buan dre ma oa unan eus ar porzhioù mat war aodpleg-mor Ginea. Adalek arXVvet kantved e voe darempredet gant martoloded eus Europa,Portugaliz da gentañ penn. Int eo a roas an anv Lagos d’ar gêr en enor d’urgêr eus kreisteiz Portugal. Kenwerzh arsklaved hag anivor a veze graet ganto dreist-holl. ArSaozon a gemeras kêr e1807 ha ganto e voe lakaet fin dagenwerzh ar sklaved e 1861. Pa voe savet trevadenn Nigeria e 1914, e teuas Lagos da vezañ he c’hêr-benn. Derc'hel a reas da vezañ kêr-benn ar vro pa zeuas Nigeria da vezañ ur stad dizalc’h e1960.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lagos&oldid=2121452 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp