Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Ulleue o tenañ e vammUr werennad laezh Plac'hig al laezh, gantMartin Drolling (1752-1817)
Armagadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh omamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ulloen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro.
Dre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant urc'havr pe undañvadez, pe ur gazeg pe urgañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvetgoro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant unardivink a reergoroerez anezhañ.
Produet e vez al laezh e-kreizatantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stummboued-laezh.
Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus andienn:diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graetamann.
Kaoz zo bet, e 2008, ne oa ket a-walc'h a laezh ken, ez aje ar prizioù war-raok abalamour da se.
Manifester ez eus adarre gant ar saverien saout-laezh abalamour ne vezont ket paeet a-walc'h pa vez gwerzhet keroc'h gant ar stalioù bras.
E Bro-Sina e vez lakaet traoù kimiek el laezh, ken ez eus bet miliadoù a vugale glañv. Aon zo e c'hoarvezfe kemend-all en hon bro en da-zont.