Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lady Gaga

Eus Wikipedia
Lady Gaga
Lady Gaga e 2017.

AnvStefani Joanne Angelina Germanotta
Ganet28 a viz Meurzh1986
New-YorkBanniel ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet
Micher(ioù)Aozerez,kompozerez,kanerez
Doare(où)Pop
Dance
Doare mouezhContralto
Benveg(où)Kan, piano (abaoe 1990)
Bloavezhioù oberiantAbaoe 2006
Label(ioù)Def Jam
Kon Live
Cherry Tree
Interscope Records
Streamline
Lec'hienn ofisielladygaga.com

EndroThe Pussycat Dolls
Britney Spears
Akon
Colby O' Donis
Space Cowboy
Flo Rida
Kanye West
RedOne
Beyoncé
Elton John
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Stefani Joanne Angelina Germanotta (ganet d'an28 a viz Meurzh1986), brudet dre he anv micherLady Gaga, zo ur ganerez, skrivagnerez pozioù hag aktourezstadunanat. Brud bras a zo tro-dro dezhi dre he zoare gwiskañ hag he labourioù feukus.

Buhezskrid

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hi a lavar eo bet levezonet kalz gant tud veur ar sonerezh pop evelDavid Bowie haMadonna.Brudet eo Lady Gaga evit ur seurt follentez a vez gwelet e-barzh he c'hlipoù video.An arzourez gentañ eo a oa deuet a-benn da dizhout ur miliard a sellerien warYouTube gant tri c'hlip (Bad romance, Poker Face ha Just Dance).

Abaoe he yaouankiz primañ he deus klasket Lady Gaga ober he red-micher hini un arzourez met ne ouie ket ma he doa c'hoant da vezañ un dañsourez, ur ganerez pe ur c'hoarierez.Hi a zo ar personelezh brudetañ eus ar rouedad "Twitter".Lady Gaga zo englouestlet e-barzh kalz a aozadurioù madobererezh. Goude ar c'hren-douar a oa c'hoarvezet eHaiti e 2010, he doa roet Lady Gaga ur sonadeg bras hag an holl c'hounidoù a oa bet profet evit adsevelHaiti. Ar sonadeg a oa bet graet d'ar 24 a viz Genver.

Albomoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Savet he deus tri albom.

E miz Du 2010, Lady Gaga he doa gwerzhet 70 milion a bladennoù e-barzh ar bed, en o zouez 17 million a albomoù ha 53 million a single.

Liammoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lady_Gaga&oldid=2169766 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp