Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

La Varenne

Eus Wikipedia


La Varenne
Kember an adstêr Diwazh a-zehoù hag al Liger a-gleiz, gant kêriadenn La Varenne en diadreñv.
Kember an adstêr Diwazh a-zehoù hag al Liger a-gleiz, gant kêriadenn La Varenne en diadreñv.
Ardamezioù
BroMarzoù Breizh-Anjev
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroBroioù-al-Liger
DepartamantMaine-et-Loire
ArondisamantCholet
KantonChamptoceaux
Kod kumun49360
Kod post49270
Maer
Amzer gefridi
Jean-Charles Juhel
2014-2015
EtrekumuniezhCommunauté de communes du canton de Champtoceaux
Bro velestradurelPays des Mauges
Lec'hienn webhttp://www.mairie-la-varenne.fr
Poblañsouriezh
Poblañsann.(2022)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°18′48″N 1°19′15″W
Uhelderioùkreiz-kêr : 64 m
bihanañ 1 m — brasañ 82 m
Gorread14,19 km²
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom


La Varenne a zo urgumun c'hall gozh edepartamantMaine-et-Loire erannvroBroioù-al-Liger. Abaoe miz Kerzu 2015 eo un darn eus kumun nevezOrée-d'Anjou.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur gumun eus Norzh arMauges e oa La Varenne, etre ribl su alLiger hag anDiwazh, war an harzoù etre departamantoùMaine-et-Loire haLiger-Atlantel, war-hed 25 km diouzhNaoned er c'hornôg, 15 km diouzhAnkiniz er reter ha 70 km diouzhAñje er reter.

Champtoceaux e Maine-et-Loire,Bargazh,Chapel-Baz-Meur,Keller hagOudon eLiger-Atlantel eo ar c'humunioù amezek.

Rod an avelioùKellerOudonRod an avelioù
NChamptoceaux
K   La Varenne   R
S
Chapel-Baz-MeurBargazh

Kêraoz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervez ar rummadur savet gant EBSSA e 1999 e oa La Varenne urgumun diwar ar maezunpol hag a zo lod etolead kêr Naoned hag e takad kêrel Naoned-Sant-Nazer (gwelet ar bajennKumunioù Liger-Atlantel) daoust dezhi bezañ en departamant Maine-et-Loire.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ent-istorel emañ La Varenne e-barzhMarzoù Breizh-Anjev (a ya eus takadChamptoceaux betekMontfaucon), erMauges.

EnXvet kantved e voe aloubet tiriadoù nevez gantFoulk Nerra hag astenn a reas Anjev er C'hornôg betek ar stêrDiwazh hag er Su dre aloubiñ arMauges.

Er par tiriadel, gwirel ha politikel e kleve La Varenne ouzh dugelezh ha kontelezh Anjev.

Er par relijiel e chomas parrez La Varenne e dalc'heskopti Naoned betek anDispac'h Gall, evelChamptoceaux,Beuzid-an-Doured,Landemont,Liré,Montfaucon hag un nebeud kêriadennoù anjevat all.En 1790 e voe staget an holl gumunioù-se war-bouezBeuzid-an-Doured ouzheskopti Añje hag ouzh an departamant nevezMaine-et-Loire.

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh kêr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Roll maered La Varenne
MareAnvStrolladKarg
Meurzh 2014→ bremañJean-Charles Juhel
Meurzh 2008Meurzh 2014Daniel Pinier
Meurzh 2001Meurzh 2008Bernard StaubIjinour stlennegour
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Etrekumuniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ezel eo ar gumun euscommunauté de communes du canton de Champtoceaux[2], ezel eus sindikad kemmeskPays des Mauges eo zoken.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Kastell La Varenne savet adal 1840 gant an tiegezh De La Bourdonnaye. Enskrivet e voe evel monumant istorel e 1992[3].

Tud brudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Daveennoù ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)EBSSA,aozadur EPCI kanton Champtoceaux (244900783), lennet d'an 3 Here 2013
  3. (fr)Kastell La Varenne e lec'hienn ministrerezh ar sevenadur
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=La_Varenne&oldid=2079198 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp