La Bayamesa, peHimno de Bayamo, zo ur ganaouennspagnolek bet savet an ton (e miz Eost1867) hag ar gerioù (e1868) anezhi gant an emsaver kubanPedro Figueredo. Kempennet e voe gant ar sonaozerManuel Muñoz Cedeño evit ma vije sonet gant ul laz-seniñ.
Klevet e voe an ton anezhi d'an11 a viz Mezheven1868 evit ar wech kentañ en iliz-veurBayamo, c'hoariet dirak pennoù bras ar gouarnamant trevadennel spagnol a oa deuet da lidañGouel ar Sakramant. Un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e tarzhas arBrezel Dek Vloaz ouzhSpagn d'an10 a viz Here. D'an18 e krogas Emgann Bayamo ha ne zaleas ket kêr da gouezhañ etre daouarn an emsavidi guban : rediet e voe al lu spagnol da godianañ d'an20 da noz. Hervez kont en dije Figueredo skrivet ar gerioù, hag eñ chomet a-c'haoliad war e varc'h. Lakaet e voe harz warnañ gant ar soudarded spagnol ha kaset d'ar marv d'ar17 a viz Eost1870 eSantiago de Cuba : kent mervel en devoe amzer da rannañ un nebeud gerioù eus e ganaouenn : ¡Morir por la Patria es vivir!
Degemeret e voe da himnKuba ent-ofisiel e1902, o virout an daou boz kentañ hepken dre ma voe kavet ar re da-heul re dagus ouzh emlorc'h ar Spagnoled...