|
Kyiv  kêr vrasañ,kêr pe kêriadenn,lec'h touristel,kêr en Ukraina| Deiziad krouiñ | 482  |
|---|
| Anv ofisiel | Київ  |
|---|
| Anv er yezh orin | Київ  |
|---|
| Moranv | Мати міст Руських,Місто, де все починається,Мать городов русских  |
|---|
| Anvet diwar | Kyi  |
|---|
| Diazezer | Kyi,Shchek,Khoryv,Lybid  |
|---|
| Yezh ofisiel | ukraineg  |
|---|
| Kan broadel | Yak tebe ne liubyty, Kyieve mii!  |
|---|
| Kevandir | Europa  |
|---|
| Stad | Ukraina  |
|---|
| Kêr-benn eus | Ukraina  |
|---|
| E tiriad | Ukraina  |
|---|
| Gwerzhid-eur | Eastern European Time,UTC+02:00,UTC+03:00  |
|---|
| War ribl | Dnipro  |
|---|
| Territory claimed by | Reichskommissariat Ukraine,Republik Soviedel Ukraina,Armed Forces of South Russia,Eil Republik Polonia,Rusia  |
|---|
| Daveennoù douaroniel | 50°27′0″N 30°31′25″E  |
|---|
| Penn an aotrouniezh | Vitali Klitschko  |
|---|
| Aotrouniezh | Kyiv City State Administration  |
|---|
| Korf lezenniñ | Kuzul-kêr Kyiv  |
|---|
| Ezel eus | League of Historical Cities,Organization of World Heritage Cities  |
|---|
| Perc'henn war | Start Stadium,Kyiv Metro  |
|---|
| A zo stok ouzh | Kyiv Oblast  |
|---|
| Yezh implijet | ukraineg,rusianeg  |
|---|
| Present in work | Civilization V  |
|---|
| Kod-post | 01000–06999  |
|---|
| Lec'hienn ofisiel | https://kyivcity.gov.ua  |
|---|
| Deskrivet en URL | https://www.tripadvisor.com/Tourism-g294474-Kyiv-Vacations.html,http://wikitravel.org/en/Kyiv  |
|---|
| Banniel (deskrivadur) | banniel Kyiv  |
|---|
| Ardamezioù | ardamezioù Kyiv  |
|---|
| Istor | istor Kyiv,timeline of Kyiv history  |
|---|
| Roll monumantoù | Monuments and memorials in Kyiv  |
|---|
| Sant paeron | Arc'hael Mikael  |
|---|
| Open data portal | Kyiv city Open Data Portal  |
|---|
| Ekonomiezh an danvez | ekonomiezh Kyiv  |
|---|
| Kod pellgomz an takad | 44  |
|---|
| Kod plakenn varilh | AA,KA  |
|---|
| Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Kyiv  |
|---|
| Category for the view of the item | Category:Views of Kyiv  |
|---|
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Kyiv  |
|---|
  |
Kyiv (enukraineg: Київ "Kyiv" pe "Kyyiv"[1], anavezet a-raok gant ar stummrusek: Киев "Kiev") eo kêr-bennUkraina. Kêr vrasañ ar vro eo ivez ha tost da 3 milion a dud a oa o vevañ enni e2021. War lezioù ar stêrDnipro eo bet savet.
Kiev zo ur greizenn c'hreantel, skiantel, skolveuriek ha sevenadurel a-bouez enEuropa ar Reter. E-touez he monumantoù emañ Iliz-veur Santez-Sofia. Ur rouedad metro ha trenioù bannlev he deus.
Unan eus koshañ kêrioù Europa ar Reter eo. Da gentañ ne oa nemet ur greizenn a genwerzh slav diazezet erVvet kantved war an hent kenwerzhel etre Skandinavia haKergustentin. Dindan truaj rouantelezh arC'hazared e oa ar vourc'h betek ma voe kemeret gant arVareged (Vikinged) e kreiz arIXvet kantved. Dont a reas da vezañ kêr-benn priñselezh Kiev, divraz Rusia a-vremañ. Peurzistrujet e voe ar gêr e 1240 gant an alouberien vongol ha koll a reas e fouez e-pad kantvedoù. Chom a reas dindan veli he amezeien c'halloudus : Lituania, Polonia hag a-benn ar fin Rusia.
Mont a reas ar gêr e-barzh an impalaeriezh rus ha bleuniañ a reas e-pad an Dispac'h industriel etre fin anXIXvet kantved ha 1918, ar bloaz ma teuas da vezañ kêr-bennRepublik Poblel Ukrania. Disklêriañ a reas ar Republik-se he dizalc'hiezh met ne voe ket gwerc'hel e-pad pell peogwir e voe staget ouzh anUnvaniezh Soviedel. E 1934 e voe kêr-bennRepublik Soviedel Ukraina. Tost peurzistrujet e voe e-pad an Eil Brezel Bed, adsavet buan goude-se avat ha dont a reas da vezañ trede kêr pobletañ an Unaniezh Soviedel.
Kêr-benn Ukraina e teuas da vezañ goude diskar anURSS ha disklêriadur dizalc'hiezh ar stad nevez e 1991. Kreskiñ a reas fonnus gant distro Ukrainiz bet o chom e republikoù all an Unvaniezh Soviedel. Chom a ra ar gêr pinvidikañ ha pobletañ ar vro. Genadoù ar servijoù hag an arc'hant bras en deus kemeret plas greanterezh an armoù hag a oa bras e blas en armerzh ukrainat kent.
D'an11 a viz Meurzh 2022 e krogasEmgann Kyiv kaset gant an arme rus[2]. Kuit e oa aet an hanter eus ar boblañ d'an estrenvro.[3]
- Ur sell war Gyiv
Sant Mikael
An Nor aour
Pechersk Lavra
Pechersk Lavra