Kurdistan (e kurdeg: Kurdistan/كوردستان) eo an anv a roer d’ar vro poblet gantKurded, erReter-Kreiz. En em astenn a ra Kurdistan war lodennoù bras pe vrasoc’h eusTurkia,Irak,Iran haSiria, war ur gorread a ya deus 190 000 km2 hervez lod[1] ha betek 392 000 km2 hervez lod all[2].
Etre 30 milion ha 45 milion a dud zo o chom e Kurdistan.Gant ar Gurded e vez kaozeetkurdeg, ur yezh kar d'aniranek a zo meur a stumm dezhi (kurmancî,gorani...).
EKurdistan Irak ez eus bremañ ur gouarmant emren diouzh galloud kreizIrak, hervez bonreizh2005. Er stadoù all avat ne anveer ket gwirioù broadel dibar ar Gurded ha kement-se zo en abeg d’ar bec’h a vez etrezo hag ar gouarnamantoù kreiz. ETurkia ez eus brezel zoken etre nerzhioù ar stad (polis, arme) hag an emsaverien gurd bodet erPKK.