Katalonia (katalaneg :Catalunya,okitaneg :Catalonha,spagnoleg :Cataluña) zo unan eus ar 17kumuniezh emren bet krouet eSpagn e1979, hag adwelet he Statud Emrenrezh e2006 m'eo lakaet davroadelezh, daoust ma oa bet votet e penn-kentañ he lakaat davroad, ar pezh a zo bet nac'het gant justisSpagn.
E fin anVIIIvet kantved, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gantRouantelezh Aragon e1137 dre zimeziñ. Adalek1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etreSpagn haFrañs (etre 1635–1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beliFrañs e kollas ar Roussillon e1659. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701–1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enepFulub V a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek1716 dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. BrezelioùNapoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag arRepublik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e1931, a voe distrujet gantFrancisco Franco e1936. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e2017 un referendom berzet gantMadrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beliMadrid.
Implij ar gerKatalonia, e katalaneg :Catalunya, skrivetCathalonia peCathalaunia e latin ar Grennamzer, a zeu eus an XIvet kantved evit ober anv eus ar strollad kontelezhioù a oa evit un darn ul lodenn eus Mark ar Gothed ha evit un darn all ul lodenn eus Mark Hispania, dindan beli kont Barcelona. N'eus ket kalz a roudoù evit liammañ an anv-se ouzh anvioù all ha diwar neuze ez eus deuet meur a deorienn evit displegañ anezhañ.
Unan anezho a lakCatalunya da zont diwarGothia Launia (da lavaret eoBro-C'hothed) kar orinoù ar gonted katalan a oa gant Mark ar Gothed. Skrivagnerien eusImpalaeriezh roman ar Reter o doa lakaet Alaned da gendeuziñ gant ar Gothed, ar pezh en dije roetGoth-Alania.
Martezeadennoù all a zo, met n'int ket degemeret kement :
Catalunya a vijebro ar c'hestell, diwar ar romanegcastlà pecastlan, a dalveze mestr ar c'hastell.Kastilha he dija ar memes gwriziennoù evit hec'h anv neuze.
Un orin keltiek a vije, diwar anv ur pobl kelt eus kreiz Hispania, met tachenn Katalonia a oa aloubed gant Ibered kentoc'h.
Lakaet e oa bet an orin gant anv ur meuriad iberian eus al lec'h,Lacetani en dije gouzañvet ur vetatezenn evit oberCatelani.
Miguel Vidal en doa lakaet war wel kudennoù ar martezeadennoù-mañ, da skouer bezañs ar soniad /t/ en dije emdroet da /d/ gant ar c'hemmadurioù bet c'hoarvezet e romaneg. Evitañ e teu an anv diwar an arabegqattāl (قتالو, liester.qattālūn قتالون) a dalvezmuntrer, un anv-kunujenn bet roet gant an Arabed da vrezelourien eus an norzh a zeue d'ober lazhadegoù en Al-Andalus. Adperc'hennet e vije bet an anv gant ar Gristened neuze. Anv ar vro a zeuje diwar al liester padal e teu anv ar yezh (català) diwar an unander.
Distagañ a reerCatalunya[kətəˈluɲə] ekatalaneg kreiz a zo ar standard. An anv ekastilhaneg a zoCataluña, distaget[kataˈluɲa], hag an anvokitanek (a zo ofisiel enAran) a zoCatalonha, distaget[kataˈluɲɔ].
Parlamant Katalonia (e katalaneg :Parlament de Catalunya) a zo karget d'ober lezennoù ha da reprezantiñ keodedourien Katalonia en o fezh. Dilennet e vez bep a bevar bloaz dre ar vot hollek. Galloudoù en deus d'ober lezennoù war an deskadurezh, ar yec'hed, ar sevenadur, aozadur diabarzh an ensavadurioù, hag aozadur ar vro. Kontrolliñ a ra Prezidant ha gouarnamant ar vro hag ar mare d'ober dilennadegoù. En e garg emañ budget ar Generalitat ivez. Dalc'het e oa bet an dilennadegoù diwezhañ e miz Kerzu2017, dindan ar mellad 155 eus Bonreizh Spagn en doa freuzet ensavadurioù katalan.Roger Torrent eo Prezidant ar Parlamant abaoe miz Genver 2018.
Den e karg uhelañ ar vro eo Prezidant Generalitat Katalonia (e katalaneg :president de la Generalitat de Catalunya), a zo kiriek eus obererezhioù ar gouarnamant. Abaoe ma oa bet adlakaet ar Generalitat e plas e oa bet PrezidantJosep Tarradellas (1977–1980), a oa bet Prezidant en harlu dindan Franco,Jordi Pujol (1980–2003),Pasqual Marragal (2003–2006),José Montilla (2006–2010),Artur Mas (2010–2016) haCarles Puigdemont (abaoe 2016). Emañ Puigdemont en harlu abaoe ma oa bet lakaet e plas mellad 155 ar Vonreizh hag emañ Madrid e penn ar vro dre vez-kentañ ministrezSoraya Sáenz de Santamaría.
Ar c'huzul ober (e katalaneg :Consell Executiu) pe gouarnamant (Govern) a zo e karg gouarnamant ar Generalitat. Ennañ emañ Prezidant ar Generalitat, e Vez-Prezidant hag ar Vinistred. Emañ e seiz ePalau de la Generalitat e Barcelona.
He folis dezhi he deus Katalonia, arMossos d'Esquadra, ez ofisiel (Mossos d'Esquadra-Policia de la Generalitat de Catalunya), diazezet war ur c'horf polis eus an XVIIIvet kantved. Krouet en-dro e 1980 dindan renerezh ar Generalitat eo bet astennet o niver evit erlec'hiañ arGuardia Civil hag ar Polis Broadel adalek ar bloavezhioù 1990. Ober a reont war-dro pep tra nemet an traoù a vez graet war o zro gant ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel, da lavaret eo ar porzhioù-mor, an aerborzhioù, an aodoù, an harzoù etrevroadel, kontroll an armoù hag ar stourm a-enep ar sponterezh.
Dindan beli sistem justis Spagn emañ justis Katalonia, a zoLez-varn Uhel Katalonia he c'horf uhelañ. Ar memes justis torfedel a zo e Spagn a-bezh met disheñvelioù a zo gant ar justis keodedel abaoe 2002.
948 kumun (municipis) a zo e Katalonia bremañ, pep hini renet gant ur c'huzul (ajuntamant) dilennet gant annezidi ar c'humunioù. Er c'huzul ez eus un niver bennak a izili (regidors) hervez niver a boblañs ar gumun, a zilenn ar maer (alcalde pebatlle). E tiez-kêr e vez dalc'het an emvodoù (ajuntamant,casa de la ciutat pecasa de la vila).
Tolpad kumunioù eo ar c'hComarques bet aozet evit merañ servijoù asambles. Gwriziennoù aozadur a-vremañ a zo gant dekredoù ar Generalitat e 1936, a-raok ma oa bet freuzet gant Franco. Adaozet e oa bet mod-se gant ar Generalitat e 1987 o lakaat tri c'hComarques nevez ouzhpenn (Alta Ribagorça,Pla d'Urgell haPla de l'Estany) ar bloaz war-lerc'h. Unan nevez a oa bet krouet e 2015 c'hoazh (Moianès) ar pezh a gresk o niver betek 41 neuze. Pep hini a zo renet gant kuzul ar c'hComarca.
ComarcaAran a zo gwelet evel untiriad unvan gant ur statud ispisial hag ur gouarnamant emren anvetConselh Generau d'Aran.
Ur rannadur melestriñ nevez eo ar verguerias evit labour ar gouarnamant hag aesaat al labour etre ar c'humunioù evit kemer plas un tamm d'ar c'hCormarcas.
E 2016 e oa, ez ofisiel, 7 448 332 a dud a zo o chom e Katalonia, 15% anezho (da lavaret eo 1 104 782 a dud) o deus ur vroadelezh all eget hini Spagn. Tolpad kêr Barcelona a zo 5 217 864 a annezidi war 2 268 km². E 1900 e oa 1 966 382 a dud o chom er vro ha 5 122 567 e 1970[1], diwar ar c'hresk poblañs a oa bet e Spagn a-bezh er bloavezhioù 1960 ha 1970 ha diwar dont embroidi eus rannvroioù all e Spagn o klask bevañ er rannvro binvidikañ Spagn, dreist-holl eusAndalucía,Murcia haExtremadura. Adalek ar bloavezhioù 1990 ez eus deuet embroidi eus stadoù all, dreist-holl diwar Afrika, met ivez eus Azia ha Europa ar reter, staliet kentoc'h e tolpadoù kêr.
Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhioù 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evañjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destoù Jehovah. 18.2% eus ar boblañs en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionoù all[2].
Teir yezh a zo anavezet evel yezhoù ar vro gant ar Generalitat : arc'hatalaneg (català) a zo yezh ar vro, arc'hastilhaneg (castillan) a zo yezh Spagn hag anokitaneg aranek a zo yezhAran.
Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo arc'hastilhaneg ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant arc'hatalaneg, gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ. Ouzhpenn ar yezhoù-se e vez komzet diwar an embroadur yezhoù all, eus Norzh-Afrika dreist-holl met ivezourdoueg peroumaneg.
Abaoe1979 ha Statud an emrenerezh eookitaneg Aran ofisiel e traoñiennAran, an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinoù Katalonia.
Katalaneg eo yezh ar vro, anavezet evel-se abaoe statud emrenerezh 1979, un doare anavezet gant Bonreizh Spagn da reiñ pouez d'ar yezh. Dinan beli Franco ne oa ket bet anavezet, berzet e oa zoken er skolioù hag en holl implijoù ofisiel. Berzet e oa ivez disklêriañ ar vugale dindan un anv katalanek[3]. Er bloavezhioù 1940 e oa difennet ivez an embann e katalanek, ar pezh a oa bet tremenet e-bioù dre moullañ levrioù gant un deiziad faos. Lamet e voe ar berzh-se e 1946 pa oa bet posupl da embann e katalaneg adarre.
Implij ar c'hatalaneg az eas war ziskar goude ar bloavezhioù 1950 gant fiñv tud eus ar maezioù e rannvroioù all eus Spagn o doa degaset implij muioc'h a gastilhaneg, kreñvaet goude pa oa deuet embroidi eus diavaez eus Spagn. Gant ar gevredigezh e voe komañset da glask mont a-enep al lusk-se ha kresket e voe an obererezhioù sevenadurel adalek ar bloavezhioù 1960, da skouer gant kentelioù yezh ar gevredigezhÒmnium Cultural.
Goude marv Franco ha distro an demokratelezh e voe kaset ur politikerezh yezh gant ar gouarnamant emren gant ar pal kreskiñ implij ar c'hatalaneg er gevredigezh. Anvet e voe ar politikerezh-senormalizadur yezh (normalització lingüística e katalaneg) gant harp ar brasañ eus poblañs Katalonia adalek 1983 ha nebeut-tre a enebiezh. Harpet eo ivez gant an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel er vro. An enebiezh a zeu eus strolladoù zo a lavar e klask al lezennoù-se digalonekaat an dud da gaozeal kastilhaneg[4] Kadarnaet eo bet ali ar gouarnamant katalan ha doareoù ar politikerezh-se gantUnvaniezh Europa[5] en doa disklêriet eo doujus seurt politikerezh[6] hag e rankje bezañ ur skouer evit lec'hioù all en Europa[7].
Gant ar c'hatalaneg e ra kentoc'h ar gouarnamant hag an aozadurioù publik a zo dindan e veli. Katalanek eo ar skolioù, gant div eurvezh kastilhaneg bep sizhun. Rediet eo an embregerezhioù da ziskouez an titouroù e katalaneg da nebeutañ, hep bezañ rediet da ziskouez titouroù e kastilhaneg peotramant en okitaneg, met n'eus harz ebet da lakaat yezhoù all ouzhpenn ar c'hatalaneg. Adalek 1997 e oa bet lakaet e plas kastizoù a-enep d'an embregerezhioù ne zoujjent ket d'al lezenn.
Al lezenn a warez gwirioù an holl geodedourien da implijout katalaneg pe kastilhaneg e pep degouezh, gant an ensavadurioù publik pe er vuhez prevez, hep gouzañv drougziforc'hañ. Implijet e vez katalaneg evit kelaouiñ ar geodedourien, met ar gwir o deus da c'houlenn e vije kaset traoù e kastilhaneg diouzh o menn. Er Parlamant e vez dalc'het an eskemmoù e katalaneg tost bewezh ha arServij publik skinwel katalan a skign e abadennoù e katalaneg peurgetket.
Abaoe un dek vloaz bennak ez eus deuet muioc'h a enebiezh ouzh al lezennoù diwar-benn implij ar c'hatalaneg. E2010 da skouer e oa bet graet harz-labour gant 75% eus ar sinemaioù a-enep ul lezenn da rediañ dezho da skignañ an hanter eus ar filmoù e katalaneg. Komite Gwirioù an Dud Bodad ar Broadoù Unanet en doa kemeret un diviz a-enep seurt lezennoù eKebek e1993 oc'h embann "A State may choose one or more official languages but it may not exclude outside the spheres of public life, the freedom to express oneself in a certain language"[8]. Gouarnamant arStadoù-Unanet o deus goulennataet en o Rentañ-kont war Gwirioù an Dud[9] al lezennoù diwar-benn ar yezh en ur rentañ-kont diaesterioù kastilhanegerien zo e Katalonia. Lakaet ez eus bet war-wel ivez diaesterioù katalanegerien zo evit komz o yezh e Katalonia pe e broioù katalanek, dreist-holl abalamour da ensavadurioù ar Stad.[10] Emañ a-du gant politikerezh yezh ar gouarnamant an darn vrasañ eus keodedourien Katalonia, ha pa vijen kastilhanegerien zoken.[11].
Taeroc'h eo deuet an enebiezh goude ma oa erru er vuhez politikelKeodedourien, ur strollad krouet e2006 evit stourm a-enep ar vroadelouriezh e Katalonia, da heul burutelladennoù intellektualed zo, evelAlbert Boadella. Stourm a ra a-enep ar politikerezh yezh ha klask a ra lakaat muioc'h a gastilhaneg er skolioù. Emañ e penn an tu a-enep goude ar bloavezhioù diwezhañ ha savet en deus a-du gant divizoù gouarnamant Spagn en deus freuzet a-drugarez d'ar mellad 155 ken-ofisielegezh an araneg ha goulennet da dud ar vugale e peseurt yezh e fell dezho e vije ar skol a-benn an distro-skol 2018. Un enebour all eoStrollad ar Bobl, dreist-holl a live Spagn. Forc'hellekoc'h eo e soñjoù e Katalonia, er Parlamant e tifenn sav-boent ar gouarnamant ha klask a ra sevel skolioù divyezhek par met er c'hêrioù e vez gwelet dilennidi o tifenn implij ar c'hatalaneg hag al lezennoù yezh, a-enep soñjoù o c'heneiled.
Pa voe marvetFranco e 1975 e savas un darn mat eus kevredigezh Katalonia a-enep an diktatouriezh, asambles gant kevredigezh Spagn a-bezh. Komañs a reas neuze ur marc'hata etre an nerzhioù demokrat ha nerzhioù ar frankouriezh evit demokratekaat ar Stad. Adsavet e voe ar Generalitat e 1977 ha distreiñ a reas he Frezidant kozhJosep Tarradellas en he fenn. Kadarnaet e voe distro emrenerezh Katalonia gantBonreizh Spagn 1978 a voe votet kalz eviti gant ar Gatalaned (hag ar Spagnoled all) haStatud Emrenerezh Katalonia 1979.Jordi Pujol a voe dilennet da Brezidant ar Generalitat en dilennadegoù kentañ a chom a reas e post betek2003, e penn ur c'hevredad anvetConvergència i Unió (CiU), eus an tu-kreiz dehouour ha broadelour katalan. Dioren a reas emsavadurioù ar vro, ar polis (Mossos d'Esquadra krouet e 1983), ar skinwel (Televisió de Catalunya ha chadenn TV3 e 1983 ivez). Dont a reas da gumuniezh emren dinamikañ e-keñver an ekonomiezh eSpagn er bloavezhioù 1980 ha 1990 betek hiziv.Barcelona a voe kadarneet he ferzh a gêrbenn sevenadurel, ekonomiezh e mor Kreizdourarel, e Katalonia hag e Spagn, o tegas ur bern touristed hag o tegemer ar C'hoarioù Olimpek e 1992.
E 2003 ez eas ar maout e dilennadegoù ar Parlamant gant ar strolladPSC asambles gantERC hagICV ha dont a reasPasqual Maragall da Brezidant ar Generalitat. Divizet a reas ar gouarnamant labourat war ur Statud Emrenerezh nevez ha kreñvaat emrenerezh ar vro. Adoptet e voa arStatud nevez gant ur referendom goude ma oa bet votet er Parlamant katalan ha kemmet gantCortes Spagn. Evelato, ha daoust d'ar c'hemmoù-se o doa disteraet kalz ar Statud e-keñver lakaat war-raok eo Katalonia ur vroad ha plas ar c'hatalaneg e emsavadurioù ar Generalitat, e oa diwanet e Spagn ur sañtimant enep-katalan kreñv, maget dreist-holl gant kabaliñ arPartido Popular a-enep ar Statud en e bezh, betek goulenn boykotiñ ar produioù katalan.
Sav an dizalc'hidigiezh e Katalonia, un tabut diabarzh ha diavaez
Kaset e voe ar Statud dirak alLez-Varn Bonreizh gant mirourien Spagn (renet gantMariano Rajoy az eas daGentañ Ministr war-lerc'h evit klask nullañ anezhañ. E2010 e voe nullet melladoù a-bouez er Statud, dreist-holl ar pezh a denne d'ar vroad (en ur dennañ talvoudegezh ar mellad 1 a-fet gwir hag en ur reiñ un talvoudegezh aroueziek nemetken), da statud ar yezh, d'an aozadur tiriadel, da sistem ar justis (a vije bet dizalc'h eus Spagn) hag an doare da arc'hantaouiñ ar Generalitat. Diwan a reas neuze ul lusk e kevredigezh Katalonia war an emdermeniñ gant manifestadoù bras dindan ar ger sturSom una nació. Nosaltres decidim (Ur vroad omp, deomp-ni da zivizet) a vodas ur milion a dud.
Lañset e voe neuze ul luskad war-zu an dizalc'hidigezh, dreist-holl abaoe 2012 ma voe aozet e vanifestadeg veur gentañ gant anAssemblea Nacional Catalana a vod tud ha maered intereset gant an dizalc'hidigezh. E kêrioù zo, dreist-holl war ar maez, e voe aozet votadegoù diwar-benn ar sujed-se abaoe 2009, gant arguzennoù troet eus tu an ekonomiezh. Cheñch a reas tamm ha tamm ar brezegennoù war-zu an demokratelezh pa voe nac'het kaozeal ha marc'hata gant penn-gounarnamantSpagn,Mariano Rajoy. Koñvoket e voe gantArtur Mas, Prezidant ar Generalitat, dilennadegoù e2012 e-lec'h ma voe soutenet hent an dizalc'hidigezh evit ar wezh gentañ gant strollad MasConvergència i Unió (kreiz-dehou) asambles gantEsquerra Republicana de Catalunya (tu-kleiz) haCandidatura d'Unitat Popular (tu-kleiz pell). Gounezet e voe an dilennadegoù gant ar strolladoù dizalc'hour. Artur Mas a chomas Prezidant, harpet gant ERC war ar goulennoù e-keñver rielezh Katalonia.D'ar memes ampoent e voe aozet manifestadegoù ramzel gant anANC hagÒmnium Cultural (ouzhpenn 1 milion a dud peurvuiañ) bep bloaz. E deroù 2013 e voe savet un emglev etre ar strolladoù rielour da aozañ ur referendom emdermeniñ a-benn 2014. Nac'het e voe gant gouarnamant Spagn reiñ e aotre da aozañ seurt votadeg war patrom an emglev savet etre gouarnamantBro-Skos ha gouarnamant arRouantelezh-Unanet. A-du e oa ar strolladoù politikel dizalc'hour reprezantet e Parlamant Katalonia da lakaat an dud da vouezhiañ war ar goulennoù se : "Ha fellout a ra deoc'h e vefe Katalonia ur Stad haHa fellout a ra deoc'h e vefe ur Stad dizalc'h ?".
Nullet e voe ar referendom gant al Lez-Varn Bonreizh ha neuze e voe treuzfurmet en ur votadeg hep levezon war divizoù gouarnamant Katalonia, aozet gant tud a youl mat. Mont a reas ar votadeg war-raok daoust ma voe nullet ur wezh all gant al Lez-varn. 42% eus ar voterien a zeuas da vouezhiañ, gant un trec'h krenn (ouzhpenn 80%) evit an dizalc'hidigezh. Evelato e voe sellet an disoc'hoù-mañ gant ar re a-enep ar referendom evel prouenn ne oa ket a-du voterien Katalonia gant ar votadeg ha int a-enep an dizalc'hidigezh. Diouzhtu goude ar votadeg e voe tamallet gouarnamant Katalonia, en o zouez e Brezidant Artur Mas, gant justis Spagn evit bezañ disentet d'un urzh Lez-varn ha postet arc'hant evit un dra difennet.
Dizemglevioù war ar 'procès' a vountas ar CUP da derriñ e liammoù gant ar strolladoù dizalc'hour all e 2015. Abalamour da se e voe aozet dilennadegoù e fin 2015 evit Parlamant Katalonia. Mont a reas ar CDC (a gemeras plas ar CiU) hag ERC asambles en ul listennJunts pel Sí oc'h embann e vije disklêriet an dizalc'hidigezh ma vije trec'h ganto en dilennadegoù. Asambles gant ar CUP e voe tizhet ar majorelezh e sezoù er Parlamant, daoust ma ne voe nemet 48% eus ar mouezhioù. E miz Gwengolo e voe votet gant ar Parlamant ur mellad-stur evit kas hent an dizalc'hidigezh war-raok. Respont a reas penn gouarnamant Spagn,Mariano Rajoy, e implijje an holl c'halloudoù roet dezhañ evit difenn "rielezh pobl Spagn ha interestoù hollek Spagn", da lavaret e c'hellje kas an arme ma vije bet ezhomm. E miz Genver 2016 e voe dilennetCarles Puigdemont da Brezidant ar Generalitat, goude ma voe nac'het gant ar CUP votiñ evit Artur Mas. Pa zeuas da Brezidant e nac'has Puigdemont ober e le a fealiezh evit ar Roue hag evit Bonreizh Spagn : Prezidant ar Generalitat kentañ a voe oc'h ober kement-mañ.
2017 : referendom, disklêriadenn a zizalc'hidigezh ha mellad 155
D'an 23 a viz Kerzu 2016 e voe embannet e vije aozet urreferendom evit dizalc'hiezh Katalonia. E-kerzh ar bloavezh 2017 e voe votet meur a lezennoù evit krouiñ ur stern lezennel evit ar referendom ha krouiñ ar Republik katalan. Ar goulenn a vije "Ha fellet a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h e stumm ur Republik ?". Ne voe ket goulennet un dregantad minimom a gemer perzh ha divizet e oa bet e vije trec'h gant unan eus an daou du gant 50% eus ar mouezhioù. Votet e voe al lezennoù-se hep bezañs ar strolladoù politikel nann-dizalc'hour a oa a-enep krenn e vije goulennet o soñj gant ar Gatalaniz : hervezo hag hervez gouarnamant Spagn ez a a-enep al lezenn kement referendom ne c'houlenn ket gant pobl Spagn a-bezh e ali war dizalc'hidigezh Katalonia. D'ar 1añ a viz Here 2017 e voe aozet, goude ma oa bec'h etre ar stad spagnol, a lavare e oa graet e-maez al lezenn, hag ar Generalitat. D'ar 27 a viz Here 2017 e voe embannet savidigezh arRepublik Katalan.
D'an 28 a viz Gwengolo 2020 e voe torrret diouzh e gargQuim Torra, prezidant gouarnamant emren Katalonia, goude barnadennLez Uhelañ Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.
Devezh broadel Katalonia, pela Diada a zo d'an 11 a viz Gwengolo. E koun seziz Barcelona e1714 a oa bet kollet gant ar Gatalaniz e brezel hêrezh Spagn eo.
Castell 4 de 9 amb folre i pilar by Colla Vella de Valls
Da vare ar gouelioù e vez aozetCastells gant ar Gatalaniz, da lavaret eo e reont tourioù gant an dud, pep hini keñveriet gant tourioù graet gant ur skipailh all. Anavezet eo an hengoun gant anUnesco abaoe 2010.
Doareoù hengounel all a zo ivez da geñverNedeleg e Katalonia. TudennTió de Nadal a vez meneget alies, ur sichenn o deus ar vugale da skeiñ gantañ gant bizhier evit ma "kac'hje profoù", un tamm evel urpiñata, en ur ganañ kanaouennoù Nedeleg. Kraou Nedeleg a vez aozet ivez, e-touez an tudennoù urCaganer, un dudenn kizellet en ur kac'hat.
Gouelioù hag hengoun Spagn a c'heller gwelet ivez abalamour ma oa deuet forzhig a dud eus diavaez Katalonia da chom er vro er bloavezhioù 1950–1960.
E 2010 e voe berzet ar stourmoù-tirvi diwar ur sinadeg he doa rastellet 180 000 sinadurioù. Ar stourmoù diwezhañ a voe dalc'het e2011 met nullet e voe an diviz gantLez-varn Bonreizh Spagn e2016[13].
Implij lennegel ar c'hatalaneg a grogas kerkent hag an XIvet kantved gant an destenn relijielHomilies d'Organyà. Ur mare aour eus implij ar c'hatalaneg dre skrid a zo bet etre an XIIIvet hag ar XVvet kantved pa voe skrivet kronikoù Rouantelezh Aragon a-raok ma kilas an implij er mare a voe lesanvetDecadència gant ar romantelourien, gant abegoù disheñvel (fin paeroniezh an noblañsed war ar skrivagnerien katalanek, implij ar c'hastilhaneg pa voe anv eus sevenadur...).
Unan eus dañsoù pobl Katalonia eo arsardana, dañset e kelc'h war binvioù-sonerezh evel antamborí, antible hag antenora (eus familh an oboell), andrompilh an trombó (ur seurt trombon), arfiscorn hag arc'hContrabaix (ur gourvioloñs gant teir c'hordenn), sonet gant ur c'hcobla. Meur a zoare all da zañsal a zo hengounel er vro.
Hinoù Katalonia of Catalonia En orãnjez, hin kreizdouarel an aod E melen, hin kreidouarel an diabarzh E roz, hin kreizdouarel levezonet gant ar c'hevandir E glas, hin kreizdouarel levezonet gant ar menez E mouk, hin ar menezioù
Lies eo hin ar vro. An dachenn tro-dro Tarragona, Barcelona ha Girona o dez un hin kreizdouarel gant hañvoù tomm, padal e proviñs Lleida hag en diabarzh proviñs Barcelona ne vezont ket ken tomm. Er Pirineoù e kaver un hin kevandirel pe menezel zoken, nemet en traoñiennoù e-kichen ar mor o dez un hin morel.
Tomm ha sec'h e vez an hañvoù en takad kreizdouarel e hin, gant avel-vor. Betek 26-31° a geidenn a c'heller santout. Klouar e vez ar goañvoù, betek yen zoken a-wezhioù. Erc'h a ra alies e Pireneoù hag a-wezhioù ivez en traoñ, war aod zoken. Glav a ra alies en nevez-amzer hag en diskar-amzer, nemet e Pireneoù ma vez barr-amzer en hañv.
En diabarzh e vez tommoc'h ha sec'hoc'h an amzer. Betek 35° a c'hell kreskiñ an dommder, 40° devezhioù zo. Yenoc'h e vez an nozioù eget war an aod, diskenn a ra betek 14-17°. Latar a vez alies en traoñiennoù pe e plaenennoù ha prantadoù yen-tre a c'hoarvez ingal, dreist-holl a-hed an Ebro.
Liesseurt eo gweledvaioù Katalonia, dreist-holl pa weler pegen bihan eo ar vro. Levezonet eo gantMor Kreizdouarel, gant 580 km a aodoù, ha gant ar Menezioù Pirineoù en norzh. Tri zakad az a d'ober Katalonia :
Ar Pireneoù : ar menezioù a ra al liamm etreLedenez iberek hagEuropa, en hanternoz ar vro.
Menezioù an aod : un heuliad rozoù ha traoñiennoù a heul an aod.
An draoñienn greiz : a zo traoñienn an Ebro.
An hanter eus hed ar Pireneoù a zo e Katalonia (200 km). Pica d'Estats (3143 m) a zo menez uhelañ Katalonia. An draoñienn greiz a zo douaroù etre 200 ha 600 m. Gant an dour a zeu eus ar menezioù e c'hounezer aes an douar eno, dreist-holl gant sikour kanolioù-dourañ.
War un tiriad bihan e tiskouez Katalonia gweledvaoù Europa. Liesseurt eo an ekologiezh er vro gant gweledvaoù, takadoù ha spesadoù pinvidik.
E-touez anevaled ar vro e kaver spesadoù a-orin eus ar vro met ar brasañ n'int ket, met emdroet int evit bezañ adaptet ouzh an hin kreizdouarel. E-touez ar vronneged ez eusmoc'h gouez,lern ha chamois. Degaset ez eus betarzhed en-dro n'eus ket pell zo.
Er morioù e kaverbalumed ha daofined e-mesk spesadoù all.
Diazezet eo ekonomiezh ar vro war arGreanterezh dreist-holl. E2014 e oa PDB Katalonia da 200 milion a euroioù (an hini uhelañ e Spagn), da lavaret eo 27 000 € dre annezad, a-dreñv rannvroMadrid (31 000 €) haNavarra (28 000 €). Kresk PDB ar vro a oa 3.4% e2017[14], daoust da nec'hamant ar metoù ekonomikel e-keñver ar referendom war an dizalc'hidigezh[15]. 1.4% a oa kresk ar PDB e2014[16]. Gant an enkadenn bolitikel etre Spagn ha Katalonia ez eus un toullad embregerezhioù o doa dilojet eus Katalonia d'ur gumuniezh emren all etre 2014 ha 2017, ar pezh a zo bet aesaet gant gouarnamant Spagn en doa e miz Here 2017 lammet dalc'hioù zo a vire outo da votiñ evit mont kuit.
Gant an enkadenn ekonomikel a zo bet adalek 2008 e oa bet kresket dlee Katalonia betek bezañ 38% eus dlee hollek kumuniezhioù emren Spagn, goude ur c'hil 2% eus he fPDB e 2009. Notennoù an ajañsoù war an dlee a zo BBB- (arc'hantaouiñ izel, gant Fitch Ratings) ha BB (Nann-arc'hantaouiñ gant Standard & Poor's).
Rannet eo an ekonomiezh evel-se :
Rann kentañ : 3%, gant 33% eus an douaroù d'ar gounid douar.
Eil rann : 37% (E Spagn, 29%).
Trede rann : 60% (E Spagn, 67%).
Kreñv eo an douristelezh eBarcelona, e traezhennoù Costa Brava eGirona, Costa del Maresme ha Costa del Garraf eusMalgrat de Mar betekVilanova i la Geltrú. Tachennoù skiañ a zo e Pireneoù, nepell eusLleida. Degas a ra an douristelezh kudennoù sokial er vro, da skouer gan enkadenn al lojañ e Barcelona, ar pezh en deus lakaet gouarnamant ar vro da lakaat e plas un taos war an douristelezh, evit implijout arc'hant war ar bruderezh ha war kempenn ar savadurioù touristel ha dieubiñ arc'hant e lec'hioù all.
Ur bern bankoù a zo e Katalonia ivez, 10 (diwar 46 eus Spagn) o vezañ lec'hiet er vro. Ur marc'had lodennoù a zo e Barcelona, an eil e Spagn goude hini Madrid.
Perc'hennet eo aerborzhioù Katalonia gantAena, a zo perc'hennet gant gouarnamantSpagn, war-bouez daou eLleida a zo perc'hennet gantAeroports de Catalunya diwar gouarnamant Katalonia.
Abaoe ar Grennamzer emañ Katalonia e-kreiz an eskemmoù-mor ha porzh Barcelona a zo c'hoazh unan pouezus-kenañ er bed evit ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an douristelezh. Perc'hennet eo gant gouarnamant Spagn.
12 000 kilometr a hentoù a zo er vro. An hentoù-tizh pennañ a zo anAP-7 (Autopista de la Mediterrània), anA-7 (Autovia de la Mediterrània) a dreuz a vro eus harzoùFrañs betekValencia,Murcia hagAndalucia. DiwarBarcelona e komañs an hentoù peurvuiañ. AnAP-2 (Autopista del Nord-est hag anA-2 (Autovia del Nord-est) a ra al liamm ouzh diabarzhSpagn haMadrid.
Hentoù publik Katalonia a zo meret gant ar Generalitat (aroueziet int gant urC neuze) peotramant int meret gant arStad (hag int aroueziet gantA).
Ar c'hentañ hent-houarn bet savet e Katalonia a voe savet kostezBarcelona e1848. An hini kentañ eLedenez iberek e oa ivez. Diwar an topografiezh e teu pep linenn eusBarcelona, he deus ivez urmetro ha servijoù treuzdougen en diabarzh. Linenn bennañ an aod reter az a d'ober ur liamm gant rouedad anSNCF (rouedad linennoù-houarnFrañs) ePortbou.
Div embregerezh publik a zo e Katalonia :FGC, meret gant ar Generalitat evit servij ar vro haRenfe Operadora a zo meret gant Spagn evit al linennoù pell ha fonnus (servijoùAVE hagAvant). Al linennoù-tizh a ra ul liamm etre Barcelona ha Madrid e-bioùLleida haTarragona dindan div eurvezh hanter. Ul liamm a zo ivez gant linennoù-tizhgall e-bioùGirona haFigueres hag en deus lakaet Spagn, Frañs ha Katalonia da doullañ un tunnel ePireneoù.
↑Joan Miralles i Montserrat; Josep Massot i Muntaner (2001). Entorn de la histáoria de la llengua. L'Abadia de Montserrat. p. 72.ISBN 978-84-8415-309-2.