Kumun Pariz a zo ur gumun ganet diwar unemsavadeg poblek ePariz ganet diwar brezel 1870-1871 etre Bro-C'hall ha Prusia. Padout a reas ar gumun eus an 18 a viz Meurzh 1871 d'an 28 a viz Mae 1871, pa nac'has annezidi 'zo eus Pariz anavezout ar Vodadeg Vroadel dilennet diwar mouezhioù ar sitoaianed c'hall a veve e lec'hioù nann-aloubet gantPrusia.
Enebet e oa perzhidi ar gumun ouzhaloubadeg Bro-C'hall gant ar Brusianed eus un tu, hag ouzh gouarnamant mirourAdolphe Thiers dilec'hiet eVersailhez eus an tu all. An emsavoù micherourien o deus bet ul levezon vras Gumun Pariz, a oa ar banniel ruz hec'h arouez. Hervez an istimadurioù e varvas etre 5.000 ha 15.000 perzhiad eus ar gumun da vare arSizhunvezh Wadek (21-28 a viz Mae 1871) pa voent lazhet en emgannoù a-enep d'an arme pe fuzuilhet ganti.