Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kristina Sveden

Eus Wikipedia


Kristina Sveden e 1640
Christina Sveden, gantSébastien Bourdon (1616-1671)
Kristina Sveden, gantSébastien Bourdon

Kristina Augusta, peKristina Alexandra, peKristina Sveden (1626–1689) a voerouanez Sveden adal 1632 bete 1654.

He buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bugel nemetañ ar roueGustav II Adolf haMaria Eleonora von Brandenburg e oa. He mamm a oa ur briñsez alaman, merc'h da Zilenner BrandenburgJohann Sigismund von Brandenburg), ha savet e voe evel ur paotr. Mervel a reas he zad enemgann Lützen en1632, pa ne oa-hi nemet c'hwec'h vloaz.

Gustav Adolf en devoa kollet daou vugel yaouankik ha lakaet en doa an traoù en o rez diwar-benn an hêrezh a-raok mont da vrezeliñ.

Kristina a voe anvet da rouanez heb enebiezh, dindan evezh ar c'hansellerAxel Oxenstierna, un den ampart, « Richelieu » Sveden, a lavarer. Oxenstierna a oa dalc'het en Alamagn gant arBrezel Tregont vloaz ha ne zistroas da Sveden nemet e 1636 goude ar feuremglev sinet gant Bro-C'hall. Kentañ a reas e voe pellaat ar rouanez kozh a oa aet e belbi goude marv he fried, ha herzel ouzh he levezon noazus war Gristina a oa en he dek vloaz. He moereb Catherine[1], Kontez an Daou-Bont, an hini a voe hementor.

Kenteliet e veze en un doare strizh, aozet ar c'helenn gant mestr-meur ti ar roue, Axel Baner, breur daJohan Baner, ar jeneral, ha skoliet gant he c'helenner Johannès Matthiae. Ouzhpenn studiañ yezhoù hag istor e teske an arzoù, tresañ ha livañ, hep ankounac'haat ar sport (klezeiata ha marc'hegañ).E 1644 e oa deuet en oad da ren, ha bec'h a roas kenkent d'ar c'hanseller Oxenstierna, a voe lakaet a-gostez goudefeur-emglev Westfalen. Neuze e lakaas fin dar c'hrogadoù-brezel a veze bep ar mare gant Danmark dre feur-emglev Brömsebro en 1645, a roas da Sveden iniziÖsel haGotland, haJämtland haHärjedalen enNorge. E 1648, gantfeur-emglev Westfalen e tapas Rügen, Wismar, Verden ha Bremen, un darn eus Pomerania, hag aber anOder, ma teuas Sveden da vout kreñvañ galloud an hanternoz.

Karantezioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ebba Sparre, he c'harantez yaouankiz, a zimezas e 1652 d'ur breur daMagnus Gabriel de la Gardie


Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Bernard Quilliet,Christine de Suède - un roi exceptionnel, Fayard, 2003 (ISBN 2-213-61542-X).

Pennad kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. C'hoar daGustav II Adolf ha mammKarl X Gustav a voe pennhêr Kristina
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kristina_Sveden&oldid=1988861 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp