Argristeniezh zo ur relijionundoueekabrahamek diazezet war kelennadurezhJezuz Nazaret, un den a vevas erIañ kantved, lesanvet arC'hrist (an eouliet). Hervez e feizidi eo Jezuz armesiaz, evel ma oa bet diouganet enTestamant Kozh, met ivezDoue deuet war an douar da vale an dud hervez doueoniezh anDreinded, evel m'eo kontet enTestamant Nevez[1]. Hiziv ez eus tro-dro 2,6 miliard a feizidi kristen er bed a-bezh hag ar relijion vrasañ er bed eo.
Liesseurt kenañ eo ar gristeniezh, a ranner dre vras etre ur skourrgornôg hag ur skourrreter, ha liesseurt kenañ ivez an dogm, diwar-benn arsalvidigezh da skouer, pe diwar-benn stumm an Iliz, perzh ar veleien hag argristologiezh. Dre vras e kred an holl feizidi eo Jezuz mab Doue - allogos deuet da gig - hag en doa kelennet,gouzañvet hag e varvas war ar groaz a-raok sevel a varv da vev evit salvidigezh Mab-den, evel m'eo kontet enavieloù (ar c'heloù mat) erBibl, skridoù savet gantMazhev,Mark,Lukaz haYann, a oa deskibien Jezuz, gant anTanac'h (Testamant kozh arYuzevien) evel drekleur.
Ar peder skourr vrasañ er gristeniezh, argatoligiezh (1,3 miliard a feizidi, 50,1%), arbrotestantiezh (920 milion, 36,7%) hag anortodoksiezh (322 milion, 11,9%),[6] a glask bremañ mont war-zu un unaniezh bennak (eukumeniezh). Goude m'eo digresket niver a feizidi start e chom ar gristeniezh relijion pennañ en Europa, gant 70% eus an dud en em wel evelkristenien.[7] War-gresk ez a niver ar feizidi enAfrika hag enAzia avat.[7] Ar gristenien eo ar strollad relijiel ar muiañ heskinet hiziv an deiz, dreist-holl erReter-Nesañ, Afrika an Norzh hag en Azia ar Reter hag ar Mervent[8].
της οδου ("An Hent") a voe an anv implijet gant ar Yuzevien gristen kentidik evito o-unan, marteze diwarIzaia 40:3, "Kempennit er gouelec'h un hent evit an Aotrou"[n 1], meneget en Avieloù. HervezOberoù 11:6 e oa bet implijet ar ger Χριστιανός ("kristen") d'ober anv eus diskibien Jezuz enAntioch, gant annezi nann-yuzev, evit ar wezh kentañ gant ar stêr "heulierien ar C'hrist"[9] Ar wezh kentañ ma voe implijet ar ger Χριστιανισμός ("Kristeniezh") a voe tro-dro100 eus hon mare gantIgnatus eus Antioch.[10].
Me a gred en un Doue hepken An Tad hollc'halloudek, krouer an neñv hag an douar Kement a weler ha kement na weler ket Hag en un Aotrou hepken, Jezuz-Krist Mab unganet da Zoue Eus an Tad eo ganet a-raok an holl gantvedoù Doue eus Doue, sklêrijenn eus sklêrijenn Doue gwirion eus Doue gwirion Ganet ha n'eo ket graet, kennatur gant an Tad Ha drezañ eo bet graet pep tra Evidomp-ni an dud, hag evit hor silvidigezh, Eo bet diskennet eus an neñv Ha korf e-neus kemeret, dre nerzh ar Spered Santel Eus ar werc'hez Vari ha den eo deut da vezañ Evidomp ivez staget ouzh ar groaz E-neus gouzañvet dindan Poñs-Pilat Hag er bez eo bet lakaet D'an trede deiz eo savet a varo da veo Hervez ar Skritur Sakr Pignet d'an neñv, emañ azezet en tu dehou d'an Tad Hag adarre e teuio gant gloar Da varn ar re veo hag ar re varo Ha ne vo fin ebet d'e rouantelezh Me a gred er Spered-Santel A zo buhez hag a ro buhez A zeu eus an Tad hag eus ar Mab Par d'an Tad ha d'ar Mab, eo adoret hag enoret Ha komzet e-neus dre ar Brofeted Me a gred en Iliz a zo unan, santel, katolik hag abostolek Anzav a ran ez eus ur vadeziant hepken Evit pardon ar pec'hedoù Ha gortoz a ran adsav ar re varo da veo Ha buhez ar bed da zont Amen!
Un ikonennortodoks o tiskouez an ebestel gant Simbol Nikaia-Kêrgustentin
Holl gristenien er bed a-bezh a rann kredennoù heñvel, met doareoù disheñvel a zo da gompren ha da zisklêriañ arBibl diouzh an Iliz[11].
Ar gerkredo a dalvez kement hag embannadennoù berr a feiz. Skrivet e voe ar re gentañ evel troiennoù berr war ur poent bennak, da vezañ lavaret d'arbadeziant a-raok kemer pouez da vare an tabutoù diwar-bennnatur ar C'hrist ha dont da embannadennoù start a feiz erIV hag erVvet kantved.
Kredo an Ebestel eo an hini degemeretañ dre an Ilizoù kristen disheñvel. Implijet e vez e-pad al lid met ivez e-pad arc'hatekiz, an deskadurezh relijiel, dreist-holl e-touez Ilizioù ar C'hornôg. Savet e voe tamm ha tamm etre anIIl hag anIXvet kantved hag embann a ra dogmoù-kreiz evel hini anDrinded ha Doue krouer. Kement embannadenn a gaver er c'hredo-mañ a c'heller adkavet en embannadennoù graet da vare anEsbestel. Implijet e vije da gentañ-penn en Iliz Roma evit arnodiñ an dud war ar renk da vezañ badezet[12]. Ennañ e kaver ar mennozhioù da heul :
Skrivet e voe Kredo Nikaia (Diskouezet a-zehoù da respont d'anariadegezh eSenedoù-Iliz Nikaia (325) ha Kêrgustentin (381)[13],[14] ha kensinet evel kredo an holl gristenien da Sened-Iliz Efesos e 431[15].
Termennadenn C'halkedon, embannet daSened-Iliz C'halkedon (451),[16] daoust ma voe nac'het gant ilizoù ortodoks[17] a gelenne e ranked degemer ar C'hrist e "daou natur, ne vesker ket, ne eskemmer ket, ne ranner ket, ne zispartier ket" : unan doueel hag unan denel hag an daou natur-se, pep hini peurvat e-unan, a zo kement-all unvanet peurvat en un dudenn[18].
Kredo Athanasos, degemeret en Ilizioù ar C'hornôg en hevelep statud ha kredo Nikaia-Kêrgustentin, a embann : "Azeuliñ a reomp un Doue en Drinded, ha Trinded en Unaniezh; hep droukveskañ an Tudennoù na rannañ o Danvez"[19].
Ar brasañ eus ar gristenien a zegemer implij ar c'hredoioù hag a implij da vihanañ unan eus ar re meneget uheloc'h[20] Kalzigprotestanted avielour a nac'h seurt kredoioù, goude ma vezont a-du gant ar pezh zo embannet enno. Ne vezont ket implijet gant anIliz badezour kennebeut dre ma "ne glaskont ket sevel embannadennoù-feiz redius"[21].
Poent pennañ ar feiz kristen eo krediñ eoJezuz Mab Doue hag arMesiaz. Krediñ a ra ar gristenien e oa bet anvet Jezuz gantDoue, evel mesiaz, da vezañ salver an denelezh hag e oa bet sevenet diouganoù anTestamant Kozh diwar-benn promesa ar mesiaz. Evelato ez eus dislavar etre soñj kristen ar mesiaz hag an hevelep soñj erYuzevegezh. Hervez ar gristenien e ranker krediñ ha degemer marv ha dasorc'hidigezh Jezuz evit ma c'hello an dud, leun abec'hed, bezañ digarezet gant Doue ha neuze bezañ salvet o-unan ha tizhet ar vuhez peurbadel.[22]
Tabut a oa bet diwar-benn natur Jezuz e kantvedoù kentañ an Iliz e soñj ar gristenien dre vras eoDoue enkorfet ha "Doue peurvat ha den peurvat". Jezuz, deuet da zen neuze, en dije gouzañvet poanioù ha temptadurioù un den marvel, met ne reas pec'hed ebet hervezo. Abalamour ma oa Doue penn-da-benn e savas da vev en-dro, hervez anTestamant Nevez, betek anneñv, e-lec'h m'emañ "azezet en tu dehou d'an Tad"[23] hag e teuio en-dro da seveniñ peurrest promesa ar mesiaz, da lavaret eo sevel ar re varv da vev, arBarn Ziwezhañ ha sevelRouantelezh Doue da vat.
HervezAvieloùMazhev haLukaz e oa bet ganet Jezuz diwar arWerc'hez Vari goude bezañ koñsevet gant arSpered Santel. N'eus ket kalz a chom eus bugaleaj Jezuz er pevar Aviel kanon, daoust ma oa bet forzhig a fals-avieloù a gonte darvoudoù e vugaleaj enHenamzer. Muioc'h a draoù a oa bet kontet diwar-benn e oad-gour, dreist-holl esizhunvezh ziwezhañ, dre ma voe gwelet evel darvoudoù pouezus-kenañ.
Hervez ar gristenien eo dasorc'hidigezh Jezuz diazez o feiz[n 2] hag an darvoud pouezusañ en istor[24] E-touez o c'hredennoù, marv ha dasorc'hidigezh Jezuz zo daou zarvoud-kreiz a zo diaezet hogozik holl zoueegezh kristen warno[25]. Hervez anTestamant Nevez e voe kroazstaget Jezuz, marvet diwar ur marv fizik, douaret en ur vez hag e savas diwar ar re varv tri devezh goude.
Meneget eo gant an Testamant Nevez meur a weledigezh eus Jezuz, meur a wezh disheñvel, gant anebestel ha diskibien all, a-raok e bignidigezh d'an neñv. Kounaet a reer marv ha dasorc'hidigezh Jezuz en holl lidoù, met dreist-holl da vare arSizhun Fask. Hervez ar gristenien e tiskouez an darvoudoù-se galloud Jezuz war ar vuhez hag ar marv ha, diwar-neuze, en dije aotrouniezh da reiñ buhez beurbad d'an dud.
Degemeret eo an istor kontet enTestamant Nevez gant hogozik an holl Ilizioù kristen metkristenien frankizour zo ne gredont ket e oa gwir pep tra, met un istor arouezius ha leun a voued-spered e vije kentoc'h[26] An istorourien modern a laka kredenn heulierien Jezuz e oa adsavet a varv da vev evel ar poent-dispartiañ etre arJezuz istorel ha penn-kentañ argristeniezh gentidik.[27] Ur poent tabut a-bouez eo bet e divizoù relijiel ha tabutoù etre ar relijionoù.[28].
Paol Tars, evel arYuzevien hag ar Paganed eus e amzer, a grede e teue glannded ha buhez peurbadel diwar an aberzhioù.[29] Hervezañ, an aberzh ret a oa bet hini Jezuz ha neuze, arJentiled a heulie kelenn Jezuz a oa, evel Israel, diskennidiAbraham hag "hêred dezhañ hervez ar promesa"[30]. An Doue en doa savet Jezuz a varv da vev a c'hellje ober kement all gant "korfoù marvel" ar Jentiled kristen a oa deuet da vezañ, evel Israel, "bugale Doue", neuze ne oant ket ken "diwar ar c'hig".[29]
An Ilizioù kristen modern zo deuet da brederiañ muioc'h diwar-benn an doare ma c'hell un denelezh atav leun a bec'hed bezañ savetaet eget an doare ma c'hello bezañ Yuzevien ha Jentiled bezañ e familh Doue asambles. Doueoniezh anIliz ortodoks a embann eo marv Jezuz ur rañson, gouest da adsevel an darempred ouzh Doue ha da zigeriñ dor antheosis (doueiñ), da lavaret mont d'an doare denelezh a fell da Zoue e vije an dud. Hervez ar c'helennadurgatolik e voe sioulaet kounnar Doue gant marv Jezuz, kounnar a oa bet savet ennañ abalamour d'ar pec'hedoù dizehan graet gant an denelezh. Kelenn ar ra an Iliz katolik n'eur ket salvet ma n'eur ket feal, ma ne vever ket diouzh priñsipoù ar garantez hag e ranker bezañbadezet[31],[32]. Hervez arBrotestantiezh eo marv Jezuz an doare da gemer lec'h an denelezh evit an digoll a zle da Zoue evit bezañ torret e lezenn voral. Tra ma soñje daMartin Luther e ranke an nen bezañ badezet evit bezañ savetaet, met al luterianed (hag protestanted all) a-vremañ a gelenn eo ar salvidigezh ur prof a zeu d'unan dre c'hras Doue, termenet a-wezhioù evel ur "c'hrad-vat nann-meritet", distag diouzh ar badeziant zoken.
N'emañ ket akord ar gristenien diwar-benn pegen rak-urzhiet eo salvidigezh pep hini gant Doue. An doueoniezhadreizhet a laka kalz pouez war Gras Doue o kelenn n'eo ket gouest an dud d'en em saveteiñ o-unan, tra ma n'haller ket herzel d'ar c'hras. D'ar c'hontrol, ar gatoliked, an ortodoksed ha protestanted all a gred e ranker lakaat e frankiz choaz da grediñ e Jezuz[33].
AnDrinded eo ar c'helennadurezh diwar-benn natur an Doue nemetañ,[34] a zo ennañ teir zudenn dispartiet a genvev peurbad : anTad, arMab (enkorfet eJezuz Krist hag arSpered Santel). Ur mennozh luziet a-walc'h hag en deus degaset kalz tabutoù an hini eo. HervezKredo Athanasos : "An Tad eo Doue, ar Mab eo Doue hag ar Spered Santel eo Doue, hag evelato n'eus ket tri Doue met un Doue."[35] Sañset int bezañ dispartiet an eil diouzh ar re all : n'eus mammenn ebet d'an Tad, savet eo ar Mab diwar an Tad hag e teu ar Spered Santel diwar an Tad. Daoust m'int dispartiet n'haller ket rannañ an teir zudenn-se, nag en e voud, nag en e oberoù. Kristenien zo avat a gred e weler an Tad kentoc'h enTestamant Kozh, ar Mab enTestamant Nevez hag hiziv an deiz eo ar Spered Santel a zeu ar wel, met daoust d'an dra-se e kenveve an teir zudenn asambles d'an holl vareoù-se[36] Bez' ez eus ur gredenn evelato a lavar e oa ar Mab kentoc'h a weler en Testamant kozh kar, pa vez taolennet an Drinded en arzoù, e vez taolennet ar Mab gant e dresoù boas (da skouer pa vez taolennetLiorzh Eden), re un enkorfadenn n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh. E sarkofajoù kristen kentidik e oa bet taolennet alLogos gant ur barv, "ar pezh a leusk anezhañ d'en em ziskouez hen ma n'eo ket rak-boud".[37].
Un dogm kreiz eo an Drinded er gristeniezh.En amzerioù kent, a-raokSened-Iliz Niakia (325), e veze lakaet krediñ en Doue E deir zudenn e-kreiz ar feiz. Buan a-walc'h, erIVe kantved e voe embannet gant ar gristeniezh e oa eus "Doue en unvaniezh hag en drinded asambles"[38] Hervez an dogm-se n'eo ket rannet Doue gant un dudenn o vezañ un drederenn anezhañ, met pep tudenn zo gwelet evel Doue klok. Emañ an diforc'h gant o darempredoù, savet eo ar Mab diwar an Tad, tra ma teu an Tad diwar netra, ha dont a ra ar Spered Santel diwar an Tad (hagar Mab e doueoniezh Ilizoù ar C'hornôg). Ne vern an diforc'h-se eo pep tudenn peurbadel hag hollc'halloudus. Bez ez eus relijionoù kristen ne rannont ket an doare-se da welet an Drinded, evelTestoù Jehovah hag arVormonegezh.
Ar gergresianektrias a c'heller lenn gant ster an Drinded e labourTheofilius ag Antioch : "eus an Drinded, eus Doue, ha eus E lavar ha eus E furnez[39] Koshoc'h eo an term gresnianek eget an term latintrinitas, skrivet evit ar wezh kentañ gant ster an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel gantTertullianus.[40]. Ur c'hantved war e lerc'h e veze implijet stank an term-se.
Hogozik holl Ilizoù ha luskadoù kristen zo trindedek, da lavaret eo kredont enDrinded. Daoust ma n'eus ket eus ar ger-se erBibl e oa bet savet ar mennozh gant doueoniourien anIIIe kantved evit displegañ gwelloc'h ar feiz kristen ha perzhioù an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel evel perzh un Doue unan. Abaoe an amzer-se e tiwall an doueoniourien da chom hep degas soñj d'an dud e vije tri Doue (Tridoueegezh) nag e vije kement tudenn un drederenn eus Doue (rannadegezh) nag e vije bet krouet ar Mab hag ar Spered Santel gant an Tad, ha stag outañ (ariadegezh). Lavaret a reer kentoc'h ez eus un Doue e Tri Zudenn[41].
Diwez pep tra, ha pa vije diwez buhez unan bennak, diwez ar mare, pe diwez ar bed dre vras, zo en diwezouriezh gristen, studiañ dazont an denelezh evel m'eo diskuliet erBibl. Preder brasañ ar gristeniezh zo er marv hag er vuhez goude ar marv,eil donedigezh Jezuz,dasorc'hidigezh ar re varv da vev, erBaradoz,Purgatoer,Ifern, erVarn Ziwezhañ ha fin ar bed, an douar nevez hag an neñv nevez.
Krediñ a ra ar gristenien e teuio Jezuz un eil gwezh hag e vo diwez ar bed d'ar mare-se, goude ur prantad ma vezint heskinet kenañ. Adsavet e vezo an holl a varv da vev evit ar Varn Ziwezhañ hag e vezo savetRouantelezh Doue gant Jezuz o seveniñ diouganoù ar Skriturioù[43].
Ar brasañ eus ar gristenien a gred eo barnet an dud goude Doue goude o marv hag e vez roet dezho pe ur vuhez beurbad pe e vezont daonet da viken. Gallout a ra bezañ pe arvarn hollek pa vo adsavet ar re varv da vev pe (hervez ar gatoliked[44], an ortodoksed[45] hag ar brasañ eus ar brotestanted) ur varnadenn hiniennel pa varver.
E rannoù zo eus ar gristeniezh e kreder e c'hell ar re a varv e stad a c'hras, da lavaret eo tud ar varv hep bezañ graet pec'hed marvel ebet o tispartiañ anezho diouzh Doue, hep bezañ bet peuzc'hlannet eus o fec'hedoù avat gouzañv ur stad etre anvetpurgatoer da c'hortoz bezañ hael a-walc'h da vezañ degemeret gant Doue[46] Ar re a dizh ar pal-se a vez anvet Sent (diwar al latinsanctus)[47].
Strolladoù all (Azvented ar Seizhvet Devezh) a gred er marveliezh, ar gredenn n'eo ket divarv ene an dud ez-naturel, met e chom digoustiañs er prantad etre ar marv hag an dasorc'hidigezh a varv da vev. Krediñ a reont ivez e vezo diverket eneoù an dud droug kentoc'h eget kastizañ anezho da vijen, ur gredenn rannet gantTestoù Jehovah.
Diouzh ar strollad e c'hell al lid bezañ ennañ arbadeziant,sakramant an aoter, pediñ (da skouerPater Noster), mont dagofes,kouzoumenn, ritoù tro-dro d'ar marv, an dimeziñ ha deskadurezh relijiel ar vugale. Ar brasañ eus ar relijionoù kristen zo aozet gant beleien hag e aozont ul lid reoliek asamble gant an holl feizidi ur c'horn-bro.
An d'an deiz anvet Sul en em vod an holl a vev e kêrioù pe war ar maez en ul lec'h hag e lenner eñvorennoù an ebestel pe skridoù ar brofeded, kement hag o dez amzer, neuze, pa ehan al lenner, e kelenn prezidant ha broudañ a ra an dud da zezrevelliñ an oberoù mat-se. Neuze e sav an holl da bediñ ha, evel m'hor boa lavaret abretoc'h, pa echu hon fedenn, e tegaser bara ha gwin hag e prof ar prezidant pedennoù ha bennozhioù en hevelep doare, hervez penaos eo gouest, hag e asant an dud o lavaretAmen ; hag e roer da bep hini, [...] ha d'ar re ezvezant e kaser un darn dre an diakred. Hag ar re a c'hell, hag a venn, a ro ar pezh a soñj da bep hini eo mat ; hag ar pezh zo dastumet zo kemeret gant ar prezidant a sikour an emzivaded hag an intañvezed hag ar re o dez ezhomm dre ur c'hleñved pe n'eus forzh peseurt abeg, ha d'an dud estren a dremen amzer ganeomp, en ur ger e ra war-dro an holl o deus ezhomm.[n 3]
Evel m'eo taolennet gant Justin eo kustum ar gristenien d'en em vodañ d'ar Sul neuze, deiz an dasorc'hidigezh, met lidoù all a c'hoarvez da vareoù all. Lenn a reer skridoù diwar an Testamantoù Kozh ha Nevez, met emañ anAvieloù e kreizig-kreiz al lid. Aozet e vez al lennadennoù-se hervez ul c'helc'h-bloaz ha diwarno e teu un tamm kentel anvetsarmon. Liesseurt eo ar pedennoù hag al lidoù a-stroll a c'hell c'hoarvezet tro-dro ha meur a stumm zo dezho - dibunet, da respont, mut, kanet - met alies e vez pedetPater Noster.
Diwar an diazez-se ez eus strolladoù o deus kemeret hentoù disheñvel. Alies e reer kemm etre al lid-meur - siriusoc'h, hiroc'h pe muioc'h a bouez ennañ - hag al lid-pemdez, met etre an daou stumm-se ez eus meur a zoare d'ober. Bodañ a raAzvented ar Seizhvet Devezh d'ar Sadorn tra ma n'en em vod ket kumuniezhioù all bep sizhun. Lod eus strolladoù adreizhet a c'hell en em leuskel da heuliañ ar Spered Santel evit aozañ o fedennoù, hep heuliañ un aozadur sonn. Chom a ra arQuackered mut betek m'en em santout kaset gant ar Spered Santel. A-wezhioù e tenn lidoù anAvielourien da sonadegoù-rock. E strolladoù ne vezont ket aozet tro-dro d'ur rummad beleien e vez kaset al lid gant ur ministr, ur prezegenner pe ur mesaer. Strolladoù zo n'o dez tamm heñcher ebet, pe dre choaz, pe dre redi. Ilizoù zo ne implijont nemet sonerezha capella, pe abalamour d'o c'hredennoù (Ilizoù ar C'hrist) pe dre dre o hengoun (Iliz Ortodoks).
Hogozik holl strolladoù a lidsakramant an aoter (komunion peeukharistia), da lavaret ur seurt pred benniget. C'hoari a reer en-dro Koan diwezhañ Jezuz - diwar e c'hourc'hemenn - e koun e zoare da reiñ bara ha gwin d'e ziskibien en ur lavaret "Setu va c'horf" ha "Setu va gwad"[48]. Lod eus an Ilizoù a vir ar gomunion en ur stad serr, da lavaret eo ne vez profet nemet d'o izili. En Iliz katolik n'eus nemet ar re n'emaint ket e stad ur pec'hed marvel a c'hell komuniañ. Ar brasañ eus an Ilizoù all kar gwelet a reont ar gomunion evel un doare da vezañ unanet ha n'eo ket pal an unaniezh. Pediñ a reont neuze an holl gristenien da gemer perzh.
Gallout a reer sevel ul lid disheñvel evit darvoudoù ispisial, evel urbadeziant pe uneured. Da vare argristeniezh kentidik e veze dispartiet ar re vadezet diouzh ar re nann-badezet en ilizoù.
Er gredenn hag el lid kristen eo ursakramant ul lid lakaet e plas gant ar C'hrist a ro gras d'an nen a seven unan. Ur gevrin sakr eo, hervez an doueoniezh kristen. Dont a ra ar ger eus allatinsacramentum a oa bet implijet e plas ar gergresianek evit "kevrin". N'eus ket an hevelep sell er gristeniezh a-bezh evit lavaret peseurt lidoù zo sakramantoù ha peseurt lidoù n'int ket, ha petra a laka un akt bennak da vezañ ur sakramant.[49]
An termenadur ledanañ a vije eo ur sakramant ur sin publik, lakaet e plas gant ar C'hrist, a zegas ur c'hras diabarzh, speredel dre ar C'hrist. An daou sakramant degemeret ar muiañ eo arbadeziant hasakramant an aoter, met degemeret eo gant ur bern Ilizoù kristen pemp sakramant all : argouzoumenn (Kristmasion enIliz Ortodoks), arbelegiñ,kofesaat, annouenn hag andimeziñ.[49] Holl asambles in ar Seizh Sakramant anavezet gant Ilizoù hengoun an Iliz Veur - da lavaret eo anIliz katolik roman, anIliz Ortodoks, ur bernanglikaned ha lod eus alluterianed. An Ilizoù all a nac'h e vije kement a sakramant ha ne zegemeront nemet ar badeziant hag hini an aoter.[49] Lod all, evel al luskadbadezour, a gred ne zeu tamm gras ebet dre al lidoù-se, a ra "ordenañs" eus ar sakramantoù, enno badeziant ha sakramant an aoter nemetken.
Un ober lidek eo arbadeziant m'eo degemeret an nen evel ezel an Iliz dre ziskenn dour warnañ. Meur a zoare d'ober a zo diouzh e peseurt Iliz eur ezel. An diforc'h kentañ a gaver en talvoudegezh speredel pe ket. Ilizoù zo (Ilizoù katolik, ortodoks, luteriz hag anglikaned) a embann dogm an eil buhez, da lavaret eo kreñvaet pe krouet feiz an hini badezet, hag ul liamm kreñv zo ouzh ar salvidigezh. Luskadoù all ne welont er badeziant un ober aroueziek nemetken, un doare da embann d'ar gumuniezh kemm personel an nen, hep levezon speredel. Da c'houde ez eus diforc'hioù etre ar sell war an doare d'ober. Unan eus an doareoù-se eo argourdourañ, ha ma vez graet penn da bennbeuzerezh ; dreskuilh dour ; ha dresparvadur. Er fin ez eus diforc'hioù e-keñver an oad. Ar re a bled gant ar gourdourañ a vadez tud gour nemetken, lod anezho bugale ha babigoù zoken. An hollilizoù ortodoks a vadez babigoù ha bugale yaouank, dreveuzerezh graet teir gwezh en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel[50] Badezet e vez bugale gant anIliz katolik roman ivez,[51] kentoc'h dre skuilhañ dour ha dre formulenn an Drinded.[52].
« ...Evel-henn eta e pedoc’h : ‘Hon Tad hag a zo en Neñv, Hoc’h Anv bezet santelaet. Ho Rouantelezh deuet deomp. Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. Pardonit deomp hor mankoù evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. N’hor c’hasit ket e tentadur, met hon diwallit diouzh an Droug.’ »
Kentel Jezuz diwar-benn pediñ en eSarmon ar Menez a ziskouez ne oa ket interest gant neuz diavaez ar pedadennoù. Bezañ prederiet gant teknikoù ar pediñ zo un dra pagan hervezañ ha broudañ a ra kaout fiziañ e madelezh tadel Doue.[n 5] Lakaet ez eus bet pouez e darnoù all anTestamant Nevez war ar frankiz-se da dizhet Doue.[n 6][n 7] Kredenn ar gristeniezh eo ez eus un darempred dibar etre pep kredour ha Doue dre darbod ar Spered Santel.[53]
En hengoun kristen modernoc'h e vez lakaet pouez war jestroù zo, da skouer war jestroù bet sevenet erGrennamzer evel an daoulinañ pe oberSin ar Groaz. Gallout a ra ar jestroù-se mont pelloc'h en izelaat ar c'horf en hengounioù startoc'h. Peurvuiañ avat, en hengoun ar C'hornôg, e lakaer an daouarn asambles, palv ouzh palv, ur jestr a zeu diwar lid feodek ar c'homañd. Un doare all eo stumm anoran, palvioù war an diavaez, an divrec'h digor.
Ur bedenn-zarbod zo ur bedenn graet e-lec'h pe evit unan bennak all. Meur a bedenn a stumm-se zo bet treuzskrivet erBibl, en o zouez pedenn anAbostolPêr evit ar re glañv[n 8] hag enTestamant Kozh pedennoùprofeded evit tud all.[n 9] ElLizher Sant Jakez n'eus graet kemm ebet etre pedenn ur feizad bennak hag ur bedenn digant ar profed meurElia.[n 10] Efedusted ar bedenn gristen zo diouzh galloud ha bolontez Doue kentoc'h eget statud an hini a bed.[53]
Gant an Hen-iliz, eus hengoun ar Reter kenkoulz hag hini ar C'hornôg, e oa bet kemeret ar boaz da bediñ evit darbod arsent, ar pezh a zo gwir atav ergatoligiezh, enortodoksiezh hag enanglikaniezh zo. Nac'het eo bet seurt emzalc'h gant ilizoù arbrotestantiezh evit goulenn darbod ar C'hrist nemetken[54].
Ar gatoliked, an ortodoksed, ar brotestanted dre vras, a aoz o lidoù tro-dro d'arbloavezh-lid[55] Rannet eo ar bloavezh e meur a goulz, pep hini aozet tro-dro d'un tem doueoniel a c'hell kemmañ an doare da ginklañ an iliz, liv dilhad ar veleien[56]., peseurt testennoù a vez lennet, sujedoù ar sarmonioù betek an oberoù er gêr.
E-pad ar bloaz e lakaer war wel devezhioù meur e koun darvoudoù buhezJezuz,Mari pe arSent. Prantadoù-yuniñ a zo ivez, evel arC'horaiz. An Ilizoù ne heuliont ket an hevelep deiziadur a lid gouelioù bras memestra, evel anNedeleg,Pask hag arPantekost a lid ganedigezh ha dasorc'hidigezh ar C'hrist ha diskenn ar Spered Santel war an Iliz. Luskadoù zo ne implijont ket an deiziadur lidek e mod ebet[57].
Dre vras n'eo ket difennet implijet skeudennoù-kehel er gristeniezh, daoust ma oa difennet e-touez arYuzevien kristen bet hag e luskadoù modern zo, o kemer harp war difenn an idoloù enDek Gourc'hemenn evit abegiñ an difenn-se.
Argroaz eo arouez brudetañ ar gristenien hiziv an deiz, implijet abaoe ar penn-kentañ. Kontet eo gant Tertullian en e levrDe Corona penaos e veze treset skeudenn ur groaz war tal ar feizidi. Argrusifi, da lavaret eo skeudenn Jezuz war e groaz, avat a oa deuet adalek arVvet kantved hepken.
E-touez arouezioù argristenien kentidik e kaver anIc'htys - ar pesk - e touez ar re implijetañ, drest-holl e bezioù ar gristenien kerkent hag anIIvet kantved.[58] Brudet e oa abalamour d'ar gergresianek evit pesk,ic'htys, o vezañ akronim ar frazennIesous C'hristos Teou Yios Soter (Ἰησοῦς Χριστός, Θεοῦ Υἱός, Σωτήρ) "Jezuz Krist, Mab Doue, Salver", un doare berr da embann e feiz kristen.[58]
Arouezioù kristen all zo arC'hi-Rho, argoulm (arouez ar Spered Santel), oan an aberzh (a zo arouez aberzh ar C'hrist), argwin (arouez an darempred etre ar C'hrist hag ar gristenien). Tennet int holl diwar anTestamant Nevez[59].
Ar gristeniezh, evel arYuzevegezh hag anIslam, zo ur relijion diazezet war lavar Doue diskuliet d'an denelezh ha lakaet dre skrid dindan stumm arBibl, ennañ anTestamant Kozh hag anTestamant Nevez, met meur a zoare zo da welet ha da zisklêriañ an destenn. Dre vras e lavarer en doa labouret Doue dre sikour tud evit produiñ ar pezh a felle Dezhañ kas.
Lod a embann eo difazi ar Bibl en e bezh tra ma lavar lod all e oa difazi en e zornlevrioù orin. Luskadoù all a embann n'eo difazi ur skouerenn bennak nemetken, evelStumm Roue Jakez ar Bibl[60]. Ur sell tost a lavar eo difazi ar Bibl war ar salvidigezh met e c'hell faziañ war an istor, an douaroniezh pe ar skiantoù.
Levrioù ar Bibl degemeret gant an ortodoksed, ar gatoliked pe ar brotestanted a c'hell cheñch a skourr da skourr, met diazezet int holl war levrioù Bibl ar Yuzevien (Tanac'h) hag evit an darn kristen da vat eo degemeret an hevelep levrioù dre vras, goude meur aziviz war peseurt skridoù degemer. An hengoun ortodoks ha katolik a zegemer ouzhpenn d'anTanac'h allevrioù eilkanonel enTestamant Kozh. Embannet e oa bet al levrioù-se e-barzhBibl an Dek ha Tri-Ugent met hervez ar Brotestanted int fals-levrioù. Stummoù zo eus ar Bibl ez eus enno ul lodenn gouestlet d'ar fals-levrioù dre m'int a-bouez memestra evit kompren istor ar skrid, dre ar yezhadur hag ar gerioù, hag istor ar mare ma oant bet skrivet.[22] 27 levr skrivet egresianeg koine zo enTestamant Nevez ha degemeret int gant an holl Ilizoù.
Prezegenn Jezuz war ar menez, gantCarl Heinrich Bloch, livour danat, war-dro 1890.
Hervez testeni istorek ar c'heodedour romanFlavius Jozef ha dreist-holl peder danevell e vuhez anvet anavieloù, skridaozet ehenc'hresianeg kozh, e veve ePalestina (Israel ha Palestina hiziv) un den,Jezuz a Nazared e anv (hebraeg:יְהוֹשֻׁעַ,Yəhošúa). En avieloù e lenner e oa bet ganet eBethlehem ha marvet dre groazstagadur tost daJeruzalem dre urzh arRomaned a oa mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gantbeleien uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno. Daneveller unan eus an Avieloù, Lukaz, a zanevellas ivez e zasorc'hidigezh a varv da varv da vev tri devezh war-lerc'h e sebeliadur hag e chomas e-touez e ziskibien e-pad daou-ugent devezh a-raok o c'huitaat (Yaou Bask) hag o sikour da sevel e Iliz dre zegas dezho arSpered Santel, trede an Dreinded (Pantekost).
Hemañ a brezegenne gant kalz a furnez, a zisplege ar Skriturioù hag a baree an dud klañv e lec'h ma tremene en ur lakaat da intent e oa ar "Mesiaz", Salver Israel, ha mab daZoue zoken. E vamm a oa anvetMari ha hi dimezet daJozef, ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant unael, Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gantDoue. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, d'ar25 a viz Kerzu, e GouelNedeleg a verk deroù bloavezh kentañ anamzervezh kristen.
Kristenien a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue.
ErGrennamzer e oa Europa penn-da-benn evel ur bloc'h unvan a-walc'h a fed sevenadurezh, diwar ar fed relijiel-se anvet "ar Gristeniezh" pe ar C'hristenva, diforc'h-mat diouzh ar broioù all lesanvet paian pe pagan eReter pellañ Europa (reter ar Balkanoù) hag eSuSpagn, takadoù bet gounezet ur poent 'zo bet diwar goust ar Gristeniezh eta, gant an armeadoù muzulmat.
Anvadurioù ar c'hredennoù kristen pe an ilizoù kristen
↑(de) E. Peterson (1959), "Christianus." In:Frühkirche, Judentum und Gnosis, Herder, Freiburg, pp. 353–72
↑(en) Elwell, Walter; Comfort, Philip Wesley (2001).Tyndale Bible Dictionary. Tyndale House Publishers.ISBN 0-8423-7089-7.
↑(en) Olson, Roger E. 2002.The Mosaic of Christian Belief: Twenty Centuries of Unity & Diversity. IVP Academic.(ISBN 978-0830826957). 367p.
↑(en) PELIKAN, Jaroslav ; HOTCHKISS, Valerie R. 2003.Creeds and Confessions of Faith in the Christian Tradition Yale University Press.(ISBN 978-0300093919). 3344p.
↑(en)Peter Theodore Farrington, « The Oriental Orthodox Rejection of Chalcedon », The British Orthodox Church / Coptic Orthodox Partiarchate, 2006 [diell]. Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
↑(en) Funk, Robert Walter. 1998.The Acts of Jesus: What Did Jesus Really Do?. HarperSanFrancisco.(ISBN 978-0060629786). 608p.
↑(en) Fuller, Reginald Horace. 1965.The Foundations of New Testament Christology. Macmillan Pub Co.(ISBN ). 268p.
↑(en) Lorenzen, Thorvald. 2003.Resurrection, Discipleship, Justice: Affirming the Resurrection Jesus Christ Today. Smyth & Helwys Pub.(ISBN ). 186p.
↑29,0 ha29,1(en) Eisenbaum, Pamela (Winter 2004). "A Remedy for Having Been Born of Woman: Jesus, Gentiles, and Genealogy in Romans" (PDF).Journal of Biblical Literature. 123 (4): 671–702.
↑(en) Wright, N.T.What Saint Paul Really Said: Was Paul of Tarsus the Real Founder of Christianity? (Oxford, 1997), p. 121.
↑(en) Heidi J. Hornik and Mikeal Carl Parsons,Interpreting Christian Art: Reflections on Christian art, Mercer University Press, 2003,(ISBN 0-86554-850-1), pp. 32–35.
↑(en) Olson, Roger E. (2002).The Trinity. Wm. B. Eerdmans Publishing. p. 15.(ISBN 978-0-8028-4827-7).
↑(grc) Theofilus ag Antioch. "Levr II.15".Apologia ad Autolycum.Patrologiae Graecae Cursus Completus (e gresianeg hag e latin). 6. "Ὡσαύτως καὶ αἱ τρεῖς ἡμέραι τῶν φωστήρων γεγονυῖαι τύποι εἰσὶν τῆς Τριάδος, τοῦ Θεοῦ, καὶ τοῦ Λόγου αὐτοῦ, καὶ τῆς Σοφίας αὐτοῦ."
↑(la) Tertullian, "21", De Pudicitia (e latin), "Nam et ipsa ecclesia proprie et principaliter ipse est spiritus, in quo est trinitas unius diuinitatis, Pater et Filius et Spiritus sanctus.".
↑(de) Moltman, Jurgen.Trinität und Reich Gottes, Zur Gotteslehre München, Chr. Kaiser. Fortress Press, 1980.
↑(en)Pocket Dictionary of Church History Nathan P. Feldmeth p. 135 "Unanegezh. An unaneged a savas diwar ar gristeniezh adreizhet adalek arXVIvet kantved o lakaat pouez war an Doue unan en ur nac'hañ kelennadurezh an Drinded." "Unitarianism. Unitarians emerged from Protestant Christian beginnings in the sixteenth century with a central focus on the unity of God and subsequent denial of the doctrine of the Trinity"
↑53,0 ha53,1(en) T. D. Alexander ha B. S. Rosner (renerien), « Prayer », e-barzhNew Dictionary of Biblical Theology, Downers Grove (Ill.), Intervarsity Press, 2001.
↑(en) S.B. Ferguson ha J. Packer (renerien), « Saints », e-barzhNew Dictionary of Theology, Downers Grove (Ill.), Intervarsity Press, 1988.
↑(en) Senn, Frank C. (2012).Introduction to Christian Liturgy. Fortress Press. p. 103.ISBN 978-1-4514-2433-1.
↑(en) Fortescue, Adrian (1912). "Christian Calendar". The Catholic Encyclopedia. Robert Appleton Company
↑(en) Hoyt Leon Hickman, Don E. Saliers, Laurence Hull Stookey, James F. White. 1986.Handbook of the Christian year. Abingdon Press.(ISBN 9780687165759)