Urc'hriptomoneiz pekriptofred a zo urmoneiz niverel diazezet war arc'hriptografiezh evit suraat an eskemmoù hag evit krouiñ unanennoù nevez. Implijout a ra ar c'hriptomoneizoù rouedadoù digreizennetpar-ouzh-par evit an eskemmoù, hep tremen dre urbank kreiz pe dre ur servijer kreiz. Peurliesañ e vez enrollet roll-istor an eskemmoù e-barzh ul levr-foran ha n'eo ket posupl falsañ a-drugarez d'an deknologiezhchadenn vloc'hoù (blockchain esaozneg). Gwiriekaet e vez an eskemmoù-se gant ur rouedad urzhiataerioù digreizennet hag a warez ar rouedad en ur ziskoulmañ jedadennoù kriptografikel.
E2009 eo deuet war-wel ar c'hriptomoneizoù pa voe embannet arBitcoin, ar moneiz niverel digreizennet kentañ. Kriptomoneizoù alternativel d'ar Bitcoin zo bet krouet dibaoe, anvetAltcoins e saozneg. Diazezet eo al lodenn vrasañ anezho war ar chadenn vloc'hoù, evelEthereum peSolana evit ar re vrudetañ.
Logo ar Bitcoin
Ar c'hritpomoneiz kentañ, krouet e 2009.
Logo an Ethereum
Ur c'hritpomoneiz hag un endro niverel evit sevel raktresoù diazezet war ar chadenn vloc'hoù.
Logo Solana
Ar c'hritpomoneiz gant an tizh eskemm brasañ a-drugarez d'e deknologiezhProof of History haProof of Stake.
Logo an USD Coin
Ur c'hriptomoneiz stabil anvetStablecoin e saozneg, stag ouzh an Dollar.
Logo al Litecoin
Ur c'hriptomoneiz krouet e 2011, al Litecoin a vije anAltcoin kentañ krouet goude ar Bitcoin.
Digreizennet eo ar c'hriptomoneizoù brudetañ, ha ne vez ket graet war o zro gant urbank kreiz, setu perak e cheñch o zalvoud hervez ar c'hinnig hag ar goulenn evit lodenn vrasañ anezho, evel talvoud arc'hevrannoù gwerzhet ha prenet eneskemmdioù.
Talvoud kriptomoneizoù all zo stag ouzh moneizoù boutin pe ouzh anaour evit na cheñchfe ket o zalvoud betek re. Graet e vezStablecoin deus outo, evel anUSD Coin krouet e2018 hag a zo stag ouzh anDollar.