Erich Raeder,Karl Dönitz,Hans-Georg von Friedeburg,Walter Warzecha
Skoed ardamez ar C'hriegsmarineBanniel brezelArdamez war zouar
Kriegsmarine (Morlu) a oa morlu alaman anTrede Reich eus 1935 betek 1945. Kemeret en doa plas ar c'h-Kaiserliche Marine (Morlu impalaeriel Alamagn), hini ar C'hentañ Brezel-bed, hag arReichsmarine, ar morlu alaman etre an daou vrezel. Ar C'hriegsmarine a oa unan eus an tri skourr ofisiel e nerzhioù lu an Trede Reich, gant anHeer (tirlu) hag alLuftwaffe (aerlu), an holl anezho suj d'arWehrmacht.
Ar C'hriegsmarine a oa bet diorroet prim e-pad anAufrüstung, steuñv adarmañ ar morlu alaman e-pad ar bloavezhioù tregont (Feur-emglev Versailhez en devoa termenet un niver a vigi, ha difennet groñs da sevel listri-spluj alaman).
Ar c'hentañ gwech ma voe implijet ar morlu alaman a voe e-padBrezel Spagn, pa voe kaset lod eus ar bigi brezel tro-dro ar vro e-pad arbrezel diabarzh spagnol. An digarez a oa evit ma vefe talet ouzh broioù all da gemer perzh er brezel. E gwirionez e oa ar morlu alaman ad-u gantFranco enoberiadur-brezel Ursula.
Pa oa kroget anEil Brezel-bed, darn bigi ar Kriegsmarine a oa reoù modern: bliv, armet hag hobregonet mat. ur choaz e oa bet gant pennoù uhel al lu kement ha gant ar fed ober van da zoujañ ouzh difennoùFeur-emglev Versailhez a-fed flodadoù brezel. En desped da-se, pa oa kroget ar brezel, ar morlu alaman a oa dindan ar palioù bet fiziet dezhi met dreist-holl dindan reoù morlu Bro-C'hall ha Bro-Saoz.