Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kreiz Egipt

Eus Wikipedia
Pennad lodek eusLec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù /Kêrioù
Monumantoù /Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt /Kreiz Egipt
Gorre Egipt /Nubia
Lec'hiadur

Kreiz Egipt a reer eus al lodenn eus Egipt zo etreGorre haGoueled Egipt. Dre vras ez a eus Qena (Denderah) betek su arFayoum.

En Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kêr relijiel Kreiz Egipt a oaAbydos, pe c'hoazhHermopolis. N'eus ket bet agêr-benn er vro-se evit gwir pe marteze e-pad ur frapad amzer berrik evel evitTell al-Amarna, nepell eus Hermopolis, zo bet kêr-benn e-pad nebeutoc'h eget 10 vloaz. Ul lec'h dedennus-kaer eus Kreiz Egipt eoBeni Hassan. Eno eo bet douaret tud veur arRouantelezh Kreiz. Priziusañ lec'h Kreiz Egipt a zo templSethi I eAbydos, hep mar ebet. Er mareoù-mañ eo un tamm diaes gweladenniñ ar vro-se abalalamour d'an dizurzhioù a vez gwech ha gwech all. Netra grevus avat evit an douristed. Gwelloc'h eo chom hep ruzañ re bell en takad-se memes tra.

Rannvroioù Egipt a norzh da su :

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
A56
Porched Egiptopedia
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kreiz_Egipt&oldid=2131840 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp