1.Dinar Serbia a vez implijet a-wechoù en ennezadoù serbiat hag e hanternoz Kosovo.
Kosovo (albanianeg:Kosovë, Kosova;Serbeg:Косово) a oa ur rannvro eus arBalkanioù. Embannet eo bet he dizalc'hidigezh gant parlamant ar rannvro, leviet gant ar muiañ-niver albanian, d’ar17 a viz C'hwevrer 2008.
Adalek 2020, tost da 60%, pe 114 diwar 193 (59,1%) eus ar Stadoù ezel eus ar Broadoù Unanet, o deus anavezet ent-ofisiel Republik Kosovo. Da skouer, 22 Stad ezel eusUnaniezh Europa diwar 27 (81%) ha 24 Stad ezel eus anOTAN diwar 28 (86%) o deus anavezet Kosovo, hag ivez anFME hag arBank Bed.
Riezoù all o deus nac'het dre ma ne vije ket bet embannet an dizalc'hidigezh hervez al lezenn etrebroadel, da heulSerbia (ar riez a oa ar vro staget outi betek neuze), en o zouez emañRusia,Republik Pobl Sina haSpagn.
Gant ur gorread a 10,912km² hag ur boblañs a vuioc'h eget daou vilion a dud a-raok enkadenn1999 he deus Kosovo harzoù gantMontenegro war-du ar gwalarn, gant kreizSerbia war-du an norzh hag ar reter, gantMakedonia an Norzh war-du ar su ha gantAlbania war-du ar mervent. Savet e oa bet hec'h harzioù a-vremañ e1945.
Ar c'herioù brasañ a zoPristina, ar gêr-benn gant 600,000 annezad, haPrizren er mervent gant 120.000 annezad. Pemp kêr arall o-deus muioc'h eget 50.000 annezad. Kevandirel eo hiniad Kosovo, gant hañvioù tomm ha goañvioù yen.
Divgompezenn ez eus e Kosovo :Metohija/Rrafshi i Dukagjinit, lec'hiet ekornôg ar broviñs ha kompezenn Kosovo (Albaneg: Rrafshi i Kosovës,Serbeg: Kosovska Dolina) er c'hreiz.
Menezek eo darn vrasañ tachennad Kosovo. Lec'h uhelañ a zo Deravica/Gjeravica (2 656 m) lec'hiet ermervent, e-kichen an harzioù gantMontenegro hagAlbaniaMenezioù Sar (Albaneg: Mali i Sharrit, Serbeg: Šar Planina) a zo lec'hiet er su hag ergevred, war an harzioù gant Makedonia. Unan eus ar rannvroioù touristelañ er vro eo.
Daouhanteret eo ar vro gant arMenezioù Milliget (Albaneg:Bjeshkët e Nemuna, Serbeg:Prokletije). Ennorzh, war an harzoù gant kreiz Serbia, e kaver ar menezioù Kopaonik. Kreiz ha reter ar vro a zo tuchennek kentoc'h eget menezek.
Meur astêrioù ha lennoù ez eus e Kosovo. Ar stêrioù brasañ eo anDrin(Albaneg: Drini i Bardhë, Serbeg: Beli Drin) a red war-duMor Adria, ar Sitnica, ar Morava e rannvro Gollak hag an Ibar (Albaneg Ibër). Allennoù pennañ eoBadovc erbiz ha Gazivoda ergwalarn.
E-pad arVIIvet kantved ec'h erruas ar Serbed en tachennadoù m'emañ Kosovo a-vremañ warno. Bleinet gant ur penn, - anvet "an arc'hont dianav" er mammennoù bizantat -, en em staliañ a rejont war-dro630 daoust ma oa Slaved er rannvro dija adalek ar {{VIvet]] pe zoken arVvet kantved. Dagristen ez ejont etre arVIIvet hag anIXvet kantved. Etre867 ha874 e voe ar re ziwezhañ gounezet d'ar feiz nevez. Gwalarn ar vro,Hvosno, a yeas d'un darn euspriñselezh Rascia, ur stad serb dindan beliKergustentin hag a oa e gêr-bennDostinik.
E fin anIXvet kantved e voe aloubet ar vro a-bezh gant anImpalaeriezh vulgarat Kentañ. Daoust ma'c'h adstagasSerbiaMetohija e-pad anXvet kantved e tistroas ar peurrest eus Kosovo daVizantion pa'z eas da ziskar an Impelaeriezh vulgarat. E fin ar c'hantved ec'h aloubasSamuil Bulgaria ar vro a-bezh adarre. He c'hontroliñ a reas betek distrujadur e riez gant ar Vizantiz. E 1040-1041 en em savas ar Slaved a-enepBizantion met, daoust ma talc'hjont ar vro e-pad ur prantad, e voent faezhet.
Staget e voe Kosovo ouzh Serbia dindan renTierniezh Voislav. E1093 e aloubas ar priñs VukanLipljan. An impalaer bizantiat zeuas daZvečan da varc'hata, met terriñ a reasVukan anarsav-brezel ha faezhiñ a reasniz an impalaer Yann Komnenos. Goude e drec'h e aloubas Kosovo a-bezh. E1094 e arnodas an impalaerAlexios Iañ Komnenos da varc'hata adarre hag urpeoc'h a voe sinet ha prizonnidi a voe eskemmet. Vukan a argasas an impalaeriezh adarre e1106 avat. Faezhiñ a reas al lu bizantiat, met mervel a reas kent bet peuraloubet ar vro.
E1166 ez eas un uhelad eusZeta,Stefan Nemanja da briñs-meurRascia. Diazezout a reastierniezh Nemanja hag aloubiñ a reas darn vrasañ Kosovo e-pad un emsavidigezh a-enep an impalaerManuel Iañ Komnenos.. Faezhiñ a reas lu ar priñs veur diaraok, Thomir, e Pantino, e-kichenPauni. Trec'het e voe Stefan gant ar Vizantiz, met goude marvManuel Iañ Komnenos. e kevreas gantHungaria hag e1180 e aloubas Kosovo da vat.
Gant e vabStefan II a Serbia e voe peurechuet an aloubidigezh e1208 goude stagidiezh Prizren ha Lipljan
Dindan renStefan Dušan ez eas d'un impalaeriezh rouantelezh Serbia. Ne dreuzvevas ket d'he c'hrouer, avat. Goude1355 e voe disrannet etre meur a briñselezh c'hladdac'hel a oa roueStefan Uroš V divarrek da gontroliñ.Tierniezh Mrnjavčević a zalc'he Kosovo. Kinniget e oa, avat, gant Voislav Voinović a voe faezhet gantVukašin Mrnjavčević e 1369. GoudeEmgann Marica, d'ar 26 gwengolo 1371, ma voe lazhet ar breudeur Mrnjavčević gant an Otomaned, e voe aloubet gantĐurađ I Balšić, priñsZeta a stagas Prizren ha Peć. Ar peurrest ar vro a yeas da zarn tachennad andierniezh Lazarević.
AnOtomaned a aloubas ar vro e1389. O stourm a reas ur c'hevread kristen bleinet gant Lazar d'ara viz Mezheven e-padEmgann Kosovo e Gazi Mestan, e-kichenPristina. Lazhet e voe Lazar ha distrujet e voe e lu.Miloš Obilić, ur brezelour serbiat, a zeuas a-benn da vuntrañ arsultanMourad Iañ ha ret e voe d'e warlerc'hiadBeyazid kilañ da startaat e c'halloud. Daoust ma chomas Serbia frank e voe gwanaet gant he faezhidigezh hagmarv darn vrasañ henoblañs.
AnIslam a degasas an Otomaned ganto. Tra ma voe ar gristenien keodedourien ag an eil ren ne voent ket heskinet en un doare gwir. En o zouez e tute an impalaeriezh darn vrasañ e gardidi. An iliz serb a voe divodet e1532, met gwirioù ispisial a viras ar gristenien ha adsavet e oePatriarc'hat Peć e1557. Un darn eus ar Serbed a voe gouneszet d'ar feiz nevez, met al lodenn vrasañ eus ar vuzulmaned a oa Albaniz a grogas d'en em staliañ er vro. E fin anXIXvet kantved e oa an albanat ar bobl niverusañ er vro.
E1871 e voe urc'hendalc'h serbiat bras ePrizren. Ennañ e komzjod evit ar wech gentañ a-zivout adaloudabeg Kosovo. Goude-se e krogaspriñselezh Serbia d'ober raktres evit adstagañ ar broviñs.
E finbrezel Turkia-Rusia 1877 - 1878 e voe roetPriština haKosovska Mitrovica da Serbia tra ma vireTurkia ar peurrest eus ar vro. Da wareziñ o gwirioù e furmas an AlbanizKevread Prizren ePrizren. Kentrollañ a reas 300 penn-bras albanat eus Kosovo ha kornôg Makedonia. Harpet e oa ar c'hevread gant ar sultan abalamour d'e ideologiezh islamek ha peogwir ne oa ket e intent disrannañ Kosovo diouzh an impalaeriezh. Da enebiñ ar gristenien ez eas an emsav ha rediañ a reas Serbiz niverus da dec'hout kuit eus ar vro. Pouezañ a reas galloudoù ar c'hornôg war an impalaeriezh otoman evit ma gwasko an emsav, ar pezh a reas. Sevel a reas an Albaniz ur gouarnamant da c'hortoz neuze, met faezhet e voent goude tribloavezh a vrezel. Un emsavidigezh nevez a c'hoarvezas e1910. Da Gevread Prizren e fell unvanniñ ar peder rannvro albanat ha sevel ur riez albanat dizalc'h. D'n amzer-se e oa albanat 40% eus poblañs Kosovo hepken hag un darn vras anezhi a oa enebet ouzh an emsav.
E1912, goude arBrezeloù Balkanek e voe staget an darn vrasañ eus ar vro ouzhRouantelezh Serbia tra ma stage [[rouantelezh MontenegroMetohija (Albaneg: Traonienn Dukagjini). Un darn vras eus ar boblañ albanat a dec'has kuit deus ar vro tra m'en em stalias kalzfamilhoù serb enni. Raktresoù a voe aozet gant ar gouarnamant serb evit adtrevadenniñ ar vro.
E-pad arBrezel-bed kentañ e voe Kosovo ar rannvro diwezhañ aloubet gant Aostria. An Albaniz a skoazellas an Aostriz a zalc'has ar vro betek 1918. Pa zeuas ar Serbed en-dro e1918 e heskinjont anezho hatorfedoù niverus a rejont outo.
Goude ar brezel e voe ebarzhet Kosovo erriez nevez-furmet dre unvaniezh Serbia ha Montenegro : Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened.
Etre1919 ha1929 e kreskas adarre kenfeur ar Serbed er boblañs tra ma tigreske hini ar pobloù arall. Disrannet e voe ar vro e peder kontelezh. Teir anezho ( Zvečan, Kosovo ha Metohija ar Su) a oa darn eus Serbia tra ma oa Metohija an Norzh un darn eus Montenegro. E1922 e tisrannas unadreizhadur anezhi e teir froviñs : Kosovo, Rascia ha Zeta. E1921 en em glemmas an Albaniz ouzhKevredigezh ar Broadoù ha goulenn a rejont unvaniezh ar broioù albanek met nac'het e voent. Aozañ a rejont un emsav armet,Kachak e anv, a oa e bal da adunvaniñ tout ar broioù albanek ouzh rouantelezhAlbania.
Darn vrasañ Kosovo a yeas d'un darn eusAlbania a oa d'an amzer-se dalc'het gantItalia. Ar peurrest a yeas daVulgariaha daSerbia (dalc'het gant an alamaned). Diarbennet e voe kalz serbiz deus ar vro e-pad ar marevezh-se. Ur rann-arme SS albanat voe tutet er vro e1944, arrann-arme Skanderbeg. Enep emsaverien e voe implijet dreist holl hag he zalvoudegezh vilourel a oa gwan tre.
Goude konianidigezh Italia e1943 e kemeras Alamagn kontrol ar vro. Goude meur a emsavidigezh e voe frankizaet ar vro gantemsaverien gommunour albanat ha serb e 1944. Ebarzhet e voe eSerbia a yeas d'un darn eus Republik GevreelYougoslavia.
Er bloavezhioù 70 e kerc'has un emsav albanek da c'hounit ur statud a republik wir tra ma kroge un vinorelezh anezho da stourm evit ur stad dizalc'h. Gwasket e voent gant ar galloud komunour, avat. E-pad ar marevezh-se e kreskas kenfeur an Albaniz er boblañs. Tric'hementiñ a reas o niver tra ma chome stabil hini ar Serbiz. Efed ar fiñvadeg-se a voe e furme an Albaniz 80% ar boblañs e deroù ar bloavezhioù 80.
E1981 e teraouas ar studierienn da vanifestiñ eit ma vo savet Kosovo d'urrepublik wir e-barzh Yougoslavia. Da gabaduilhoù ez ejont buan ha daoust ma voent gwasket e voe trubuilhoù e-pad an holl zekvloaziad, ar pezh a vroudas ar Serbed a chome da zivroañ. E fin ar bloavezhioù 80 e krogas ar gouarnamant serb da c'houlenn ma vo adsavetaotrouniezh ar stad kevreel war ar broviñs.
E 1987 e kasas prezidant Serbia, Ivan Stambolic,Slobodan Milošević da beoc'haat ar Serbed a felle dezho strishaat statud emrennigezh ar broviñs. D'o skoazell e tivizas hemañ, avat. D'ar28 a viz Even 1989 e reas urbrezegenn e-tal da 1 000 000 Serb edo o gouelañEmgann Kosovo. Enni e abegas disrannadurioù e-barzhYougoslavia. Un tammig goude se, e 1990, e voe strishaet emrenerezh Kosovo gant parlamant Serbia ha goude disrannidigezhSlovenia e1991 e implijas Milošević sez Kosovo, a gontrole, da gemer ar galloud e-barzh ar bennrenerezh.
Aozañ a reas an Albaniz un emsav disranner peoc'hek. Andilennadegoù a voikotjont haskolioù kuzh a savjont. Ur gouarnamant kuzh a voe aozet ha d'an2 a viz Gouere1990 e embannas ur parlamant dilezennel Kosovo d'ur vor dizalc'h. Nag gant ar gouarnamant nag gant ar broioù arall e voe anavezet, avat. E mizGwengolo an hevelep bloaz e voe votet ur vonreizh gant ar parlamant nann-ofisiel hag e1992 e voe aozet ur referendum gantañ a oa eveshaet gant sellerien etrevroadel met na voe ket anavezet nag gant ar broioù arall na gant ar gouarnamant serb. 98% ar voterien a voe a-du gantdizalc'herezh ar vro.
Goude fin ar brezel eKroatia hag eBosnia e stalias ar gouarnamant serbat repuidi e Kosovo.
Goude anEmglev Dayton e aozas albaniz un emsavbrezelig, anUÇK a stourmas ouzh ar polis serbat. Respontiñ a reas homañ ha kreskiñ a ra niver al lazhidi nann-milourel. Broioù ar c'hornôg a bouezas war Serbia hag he rediañ a reas da embann un arsav ha da lemel hec'h arme deus un darn eus ar vro. Ne badas ket, avat ha d'ar 16 a viz genver 1999 e kavjod krofoù 46 albanat lazhet gant an nerzhioù serbat e keriadennRacak. Rediañ a reas broioù ar c'hornôg ar serbiz da varc'hata eRambouillet met nac'hañ a rejont a re-mañ da sinañ an emglev peogwir e roe d'anAFNA gwir da gas soudarded e-barzh ar broviñs.
Bombeziñ a reas AFNA Serbia e-pad 78 devezh. En deroù n'argasas nemet gwennoù milourel e Kosovo met evelma gile ket Serbia e krogas da vukañ uzinoù, pontoù, ha savadurioù melestradurel e Serbia end-eeun. Goude 78 devezh e lamas kuit Serbia he lu eus ar vro hag a voe dalc'het gant AFNA
E-pad ar brezel e tec'has kuit ur milion ag Albaniz eus ar vro hag meur a viliad a voe lazhet. Un diemglev ez eus a-zivout niver hag orin an dud lazhet. Krediñ a reer e voe lazhet 10.000 - 12.000 ag Albaniz ha 3.000 a serbiz. 3.000 a dud a vank. 2.500 anezho a zo albanat hag ar re arall a zo rom pe serbat dreist holl. 47.5 eus an albaniz ha 59.5% eus ar Serbed a zo kuitaet ar vro e-pad ar brezel. Goude m'en doa en em staliet AFNA ez eas en dro an Albaniz.
Goude donedigezh AFNA e repuas 250,000 a serbiz e Serbia, tra ma chome 120.000 anezho er vro. N'int ket distroet ar repuidi-se rak aon o-deus da vezañ heskinet gant an Albaniz ha fiziañs ebet o-deus ouzh ANFA.
Diviz 1244Kuzul SurentezAozadur ar Broadoù Unanet en-deus lakaet Kosovo dindan melestradurezh da c'hortoz ABU betek ma vo divizet petra e vo he statud fin. En deus roet galloudoù bras da UNMIK met aliet en-deus outi da aozañ ur gouarnamant emren. DaSerbia e ro perzh ebet e Kosovo hag adalek 1999 n'int ken talvoudek al lezennoù serbat e-barzh ar vro. Ur mandad distag en-deus AFNA da virout ar peoc'h e Kosovo.
E mae 2001 e embannas UNMIK ur vonreizh da c'hortoz a grouas anAozadur da C'hortoz ag Emc'houarnamant. Abaoe 2001 en-deus roet UNMIK muioc'h a c'halloudoù a-nebeudigoù dezhañ met miret en-deus ar re a vez o perc'henn ouzh ar riezoù dizalc'h hepken evel an aferoù etrevroadel pe an difenn. Bez ez eus kuzulioù-kêr hag ur polis evezhiet gant UNMIK.
Hervez ar vonreizh da c'hortoz he-deus kosovo ur parlamant a 120 ezel. Enderc'hel a ra ugent sez miret evit ar serbiz ha dek evit ar minorelezhioù nann-serbat (Bosniat, rom...). Gant ar parlamant e vez dilennet ar prezidant hag ar ministr kentañ.
Er miz du2001 e c'hoarvezas an dilennadeg gentañ dindan eveshiadenn anOSCE. Goudezi e furmas an holl strolladoù ur gevread vras hagIbrahim Rugova a zilenjont da brezidant ha Bajram Rexhepi da vinistr kentañ.
Ramush Haradinaj en deus dilezet e bost a vinistr kentañ pa voe tamallet da vezañ un torfedour-brezel gant al Lez-barn-kastizañ evit Yougoslavia e miz meurzh2005. Bajram Kosumi (Kevread evit Dazont Kosovo) a gemeras e blas met dezhañ e voe bet ret emzigargañ goude marvIbrahim Rugova e miz Genver 2006. GantAgim Ceku e voe erlec'hiet. Ar parlamant a zilennasFatmir Sejdiu (Kevread Demokratel Kosovo) da brezidant. Slaviša Petkovic, ministr ar C'humuniezhoù hag an Distro, eo an ezel serbiat nemetañ eus Kuzul ar vinistred.
Embann a ra alLez-varn etrebroadel d'an 22 a viz Gouere 2010 eo disklêriadur dizalc'hidigezh Kosovo diouzh ar gwir etrebroadel.
Broioù a anavez dizalc'hiezh Kosovo (e gwer, 2012)