Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kolize

Eus Wikipedia
Ur sell war ar C'holize

ArC'holize[1](Amphitheatrum Flavium,kelc'hva Flavius,Colosseum elatin,Colosseo en italianeg) zo ur c'helc'hva e kreizRoma,Italia, e reter arForom Roman. Bez' eo ar c'helc'hva brasañ a zo bet savet biskoazh.
Kroget e oa bet ar sevel e-kerzh ren an impalaerVespasianus war lenn an " Domus Aurea " e72 hag echuet e80 dindan ren e hêr,Titus. Kemmoù a voe degaset goude-se e-kerzh renDomitianus (8196). An tri impalaer-se graetTierniezh Flavian anezho, a roas o anv da gelc'hva Flavius.

Er C'holize e oa tu da zegemer etre 50 000 ha 80 000 arvester, gant ur geidenn a 65 000. Implijet e oa al lec'h evit abadennoù gladiatourien, emgannoù war-vor (e-pad un amzer verr dre ma voe leuniet ar foz gant mekanikoù evit obererezhioù dudi all), chaseoù loened, lazhadegoù, adsevel emgannoù brudet, ha c'hoariva diazezet war ar vitologiezh klasel. N'eo nemet e penn-kentañ ar Gennamzer ma voe paouezet da implij ar savadur evit an dudi. Adimplijet e oe goude-se evel lec'h lojañ, lec'h labour, karterioù relijiel ha bered katolik. E 410 e krog sez Roma gant ar Vizigoted d'ar vare-se e tro ar c'holize da bered, Ne c'hellont (ar romaned) ket mui douaran o re varv e divaez ar gêr, setu perak e teuio ar c'holize da bezhan ur bered vrazh. Skeudennoù:

  • Ar C'holize
    ArC'holize
  • Tres Henroma : en tu-dehoù el lein emañ ar C'holize
    TresHenroma : en tu-dehoù el lein emañ arC'holize

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Vallée (1980) p. 131-b.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kolize&oldid=2140480 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp