Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kod INSEE

Eus Wikipedia

EFrañs eokodoù an INSEE (pekodoù an EBSSA) notadurioù niverennek pe lizherniverennek, savet gant an ensavadur publik gall anvetInstitut national de la statistique et des études économiques (INSEE),Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel (EBSSA) e brezhoneg, karget da zastum, studial hag embann stadegoù diwar-benn an dud, ar strollegezhioù hag an embregerezhioù.

Gant anEBSSA e vez embannet arC'hod ofisiel douaroniel, ar pezh a zo roll an holl gumunioù gall.

Niverenn-anaout an dud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E Frañs eo anavezet kement den zo, kerkent ha ganet, dre un niverenn 15 sifr enni. An niverenn-se a vez graet "niverenn Surentez Sokial" anezhi, savet diwar an niverenn-varilh e Roll-anaout broadel an dud (RAB),Répertoire national d'identification des personnes (NIR) e galleg.

Talvoudegezh ar RAB

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Setu talvoudegezh pep sifr a ya da ober niverenn ar RAB hervez e lec'h :

Lec'hTalvoudegezh
1Reizh : 1 evit ar baotred, 2 evit ar merc'hed[1]
2 ha 3Eil diwezhañ ha diwezhañ sifr ar bloavezh ganedigezh
4 ha 5Miz ar ganedigezh (Eus 01 da 12)[2]
6 ha 7Niv. an departamant ganedigezh (2A pe 2B evitKorsika)[3]
8, 9 ha 10Niverenn-urzh ar gumun ganedigezh en departamant[2][3]
11, 12 ha 13Niverenn-urzh an akta ganedigezh er marilh[4]
14 ha 15Alc'hwez-kontroliñ[5]

[1] E rann ar "reizh" e c'haller kavout ar c'hod 7 pe ar c'hod 8 p'eo un niverenn-varilh da c'hortoz, da skouer evit un den implijet evit ar wech kentañ. Da varerenad Vichy e veze implijet ar rann-se evit renabliñ arYuzhevien,MuzulmanedAljeria, an estrañjourien...

[2] Kodoù ispisial a zo evit an dud enskrivet diwar un akta diglok er marilh : da skouer e c'haller kaout ur sifr en tu all da 20 ma n'eo ket anvet bloaz ar ganedigezh pe kaout ar c'hod 990 ma n'anveer ket anv ar gumun ganedigezh. Rouez kenañ eo an degouezhioù-se bremañ.

[3] Evit an departamantoù "tramor" e veneger kod an departamant gant 3 sifr ha kod ar gumun gant 2 sifr (abaoe1950). Evit an dud bet ganet en estrenvro e lakaer ar c'hod 99 evit merkañ andepartamant ha kod arriez, gant 3 sifr, a vez lakaet e plas kod ar gumun. A-raok1964 e veze graet gant kodoù-departamant all aet da get, eus 91 da 96, evit tudAljeria,Tunizia haMaroko.

[4] Pa ya niver ar ganedigezhioù en tu all da 999 e-kerzh ar miz e saver ur c'hod-kumun astennet.

[5] Evit kaout sifr an alc'hwez-kontroliñ e vez graet un oberiadur diwar an 13 sifr a ya da ober ar RAB. Rannet e vez anezhañ dre 97 da gentañ. An alc'hwez a gaver o lemel disoc'h an oberiadur-se d'ar sifr 97. Evit ar C'horsiz e reer gant zero e-plas al lizherennoù A ha B hag e tilamer d'an niver RAB, savet diwar an 13 sifr, an niver 1 000 000 da A ha 2 000 000 da B.

Istor ar RAB

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar RAB gantRené Carmille (bet marvet en dispell e1944 eDachau) a savas kentañ roll-anaout hollek, etre miz Ebrel ha miz Eost1941, da vareRenad Vichy, a-benn aozañ dre guzh ul lu gall.

Graet eo bet adarre gant ar renkadur-se diwezhatoc'h, gant arJeneral Marie end-eeun, enAljeria, evit renabliñ arYuzevien, arVuzulmaned ha rummadoù-tud all, da varerenad Vichy. E bal a oa sevel fichennoù diwar-benn an dud ha renkañ anezho hervez o c'henel pe o gwirioù. Evel-se e veze ledanoc'h kod kentañ an niverenn-anaout d'ar c'houlz-se evit ma'z eo hini ar RAB hiziv. Graet e veze gant ar sifroù :

  • 1 pe 2 evit ar C'hallaoued.
  • 3 pe 4 evit annezidi Aljeria (graet ar "Vuzulmaned" anezho) hag evit holl annezidi an trevadennoù, war-bouez ar Yuzevien.
  • 5 pe 6 evit ar Yuzevien eus ar vro.
  • 7 pe 8 evit an estrañjourien.
  • 9 pe 0 evit tud diresis o stad.

Torret eo bet ar rummatadur-se en Aljeria e1944. N'eo ket bet biskoazh implijet ar reizhiad-se war dachenn Frañs ar c'hevandir.

E1946 eo bet fiziet ar RAB d'an ESSBA. An ensavadur-se a ra ivez war-droRoll-anaout broadel an hiniennoù (RABH),répertoire national d'identification des personnes physiques (RNIPP) e galleg, ma renabler ennañ kement den zo : ar RAB, met ivez an anv-tiegezh, an anvioù bihan, ar reizh, deiziad ha lec'h ganedigezh, dave an akta ganedigezh.

Niverenn-anaout ar strollegezhioù lec'hel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Graet eo bet evit an hollstrollegezhioù lec'hel, ha da gentañ evit renabliñkumunioùFrañs, dre ma'z eus kalz anezho, 36 778 end-eeun, ha dre ma'z eus kalz en o zouesk gant anvioù heñvel pe tost-kar.

ArC'hod ofisiel douaroniel eo ar roll-dave a vez nevesaat ingal, pa cheñch ur gumun hec'h anv da skouer pe pa ya ur gumun da get.

Kod Kumun

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Arc'hod Kumun eo ar c'hod gouestlet d'ar c'humunioù, a ya 8 sifr ha 3 esaouenn da ober anezhañ, pa vez en e fezh :

Lec'hTalvoudegezh e Frañs ar c'hevandirTalvoudegezh e "Departamantoù ha Tiriadoù Tramor"
Niv. an departamant2 sifr : eus 01 da 19 ; 2A ha 2B ; eus 21 da 953 arouezenn : 97..., 98...
Esaouenn
Kod an arondisamant1 arouezenn1 arouezenn
Esaouenn
Niv. ar c'hanton2 sifr2 sifr
Esaouenn
Kod ar gumun3 arouezenn2 arouezenn

Anzav a ra an EBSSA e-unan ober gant ur c'hod kumun skañvaet, 5 arouezenn ennañ, hep esaouenn, diazezet war ar c'hodoù departamant ha kumun hepken :

  • Kumunioù Frañs ar c'hevandir : 2 arouezenn + 3 arouezenn.

Evel-se, ePenn-ar-Bed da skouer, eo 29001 kod kumunArgol, 29002 hiniAn Arzhanaou, ... ha 29301 hiniTrezilide.

  • Kumunioù "Departamantoù ha Tiriadoù Tramor" : 3 arouezenn + 2 arouezenn.

Kod Kanton

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Evit embann disoc'hoù e niveradegoù e ra ivez gant ur c'hod eeunaet dre ganton, diwar ar C'hod ofisiel douaroniel, e-giz-mañ :

  • E Frañs ar c'hevandir : 2 sifr o talvezout da god an departamant + [esaouenn] + 2 sifr a zo kod ar c'hanton. E-mod-se eo 56 01 kodKanton Alaer ha 56 30 kodKanton Kiberen erMor-Bihan, da skouer.
  • E "Departamantoù ha Tiriadoù Tramor" : 3 sifr evit merkañ an departamant, an tiriad pe ar strollegezh + [esaouenn] + 2 sifr a zo kod ar c'hanton

Kod departamant ha kod rannvro

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Departamantoù Frañs

Frañs ar c'hevandir :
01Ain
02Aisne
03Allier
04Alpoù-Provañs-Uhel
05Alpoù-Uhel
06Alpoù-an-Arvor
07Ardecha
08Ardennes
09Arieja
10Aube
11Aude
12Avairon
13Bouches-du-Rhône
14Calvados
15Cantal
16Charente
17Charente-Maritime
18Cher
19Corrèze
2AKorsika-ar-Su
2BKorsika-Uhel
21Côte-d'Or
22Aodoù-an-Arvor
23Creuse
24Dordogne
25Doubs
26Drôme
27Eure

28Eure-et-Loir
29Penn-ar-Bed
30Gard
31Garona-Uhel
32Gers
33Gironde
34Erau
35Il-ha-Gwilen
36Indre
37Indre-et-Loire
38Isère
39Jura
40Lanas
41Loir-et-Cher
42Liger
43Liger-Uhel
44Liger-Atlantel
45Loiret
46Lot
47Lot-ha-Garona
48Losera
49Maine-et-Loire
50Manche
51Marne
52Haute-Marne
53Mayenne
54Meurthe-et-Moselle
55Meuse
56Mor-Bihan

57Moselle
58Nièvre
59Norzh
60Oise
61Orne
62Pas-de-Calais
63Puy-de-Dôme
64Pireneoù-Atlantel
65Pireneoù-Uhel
66Pireneoù-ar-Reter
67Roen-Izel
68Roen-Uhel
69Ron
70Saona-Uhel
71Saona-ha-Liger
72Sarthe
73Savoia
74Savoia-Uhel
75Pariz
76Seine-Maritime
77Seine-et-Marne
78Yvelines
79Deux-Sèvres
80Somme
81Tarn
82Tarn-ha-Garona
83Var
84Vauclusa
85Vande

86Vienne
87Haute-Vienne
88Vosges
89Yonne
90Tiriad Belfort
91Essonne
92Hauts-de-Seine
93Seine-Saint-Denis
94Val-de-Marne
95Val-d'Oise

Departamantoù tramor :
971Gwadeloup
972Martinik
973Gwiana
974Reünion
976Mayotte pe Mahore
Ar statud Rannvro a zo ganto ivez, un departamant hepken e pep hini anezho

Strollegezhioù tramor :
975Sant-Pêr-ha-Mikelon
984Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
986Wallis-ha-Futuna
987Polinezia Frañs
988Kaledonia-Nevez


Niverenn-anaout an embregerezhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An niverenn RUKEM

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un niverennRUKEM (Reizhiad war Urzhiataer Kavlec'hioù an EMbregerezhioù) -Système informatisé des répertoires des entreprises (SIREN) e galleg - a vez fiziet e kement embregerezh gall kerkent ha marilhet, n'eus forzh peseurt doare e vefe he stad lezennel. Broadel ha digemm eo. Kerzh a ra kement ha ma pad ar stal. Talvez a ra an niverenn-se d'an embregerezhioù evel ar RAB evit an hiniennoù.

Nav sifr a ya da ober an niverenn-se, an 8 sifr kentañ o vezañ savet hervez urzh ar marilhañ, nemet evit an ensavadurioù foran ma krog o niverenn gant ar sifr 1 pe 2. An 9vet sifr eo un alc'hwez-kontrolañ.

Graet e vez gant an niverenn-se evit sevel :

  • an niverenn-enskrivañ warMarilh ar C'henwerzh hag ar C'hevredadoù (MKK) -Registre du Commerce et des Sociétés (RCS) e galleg ;
  • an niverenn-enskrivañ warKavlec'h ar Micherioù (KM) -Répertoire des Métiers (RM) e galleg ;
  • an niverenn oberataer war ar marc'had enkumuniezhel (TGO).

Setu ur skouerenn : 344 103 270

An niverenn RUKAD

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An niverennRUKAD -SIRET e galleg - a vez implijet evit anaout un aozadur e-mesk reoù all en un embregerezh. Un niverenn-rumma diabarzh (NRD) lakaet da heul an niverenn RUKEM a ya da ober an niverenn RUKAD-se. Pemp sifr a ya d'ober anniverenn-rumma diabarzh (NRD), ar pevar sifr kentañ o vezañ savet hervez urzh an enskrivadur hag ar 5vet anezho o vezañ un alc'hwez-kontroliñ.

Setu ur skouerenn m'eo an aozadur ar 4re hini en embregerezh : 451 784 746 00048.

An niverenn TGO enkumuniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet an niverennTGO (Taos war ar werzh ouzhpennet) enkumuniezh en he sav, d'ar1añ a viz Genver1993, evit gwareziñ an eskemmoù kenwerzhel etre ar broioù ezel eus KumuniezhEuropa.

EvitFrañs e ya an elfennoù-mañ d'hen ober :

  • an div lizherenn FR ;
  • un alc'hwez gant 2 sifr, hennezh o vezañ fiziet gant kreizenn an tailhoù e-lec'h m'emañ sez an embregerezh ;
  • an niverenn RUKEM.

Setu ur skouerenn : FR 74 451 784 746.

Gallout a reer gwiriekaat ma'z eus deus an niverenn-mañ-niverenn war al lec'hienn internet-mañ :Europa VIES

Posupl eo diazezañ un niverenn TGO enkumuniezh war an niverenn RUKEM. Evit mont pelloc'h ganti :Datalgo conversion Siren/TVA

Niverenn-anaout an obererezhioù micherel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar c'hod POE

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa vez enskrivet un embregerezh war gavlec'hioù ar RUKEM e vez fiziet dezhañ, ha da gement aozadur a gaver ennañ, ar c'hodPOE (Pennobererezh an embregerezh) ha ro tro da c'hoût war beseurt tachenn bennañ eo e labour. Diazezet eo ar c'hod-se warNomenkladur Obererezh Frañs (NOF).

Evit bezañ resisoc'h e vez graet gant daou seurt kod POE :

  • ar c'hodPOEM evit an embregerezhioù end-eeun,
  • ar c'hodPOAZ evit oc'h aozadurioù.

Ar c'hod NOF

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Talvez a ra an teskanv NOF daNomenkladur Obererezh Frañs,Nomenclature d'activité française (NAF) e galleg. Embannet eo bet evit ar wech diwezhañ d'ar1añ a viz Genver2003.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

EBSSA

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kod_INSEE&oldid=2132164 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp