Bodet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz C'hwevrer1949, goude dilennadegoù an 20 a viz Genver1949, hag e kemeras plasAsefat ha-nivharim, hag a oa anv ar vodadeg vroadel yuzev da vare ren ar Vreizhveuriz ePalestina.
Er C'hneset ez eus 120 kannad, ha dilennet e vezont evit un dileuriadur pevar bloaz-pad. Divodet e c'hall ar C'hneset bezañ gant ar prezidant, diwar c'houlenn ar c'hentañ ministr. Kenfeurel eo an doare ma vez votet, ha dre bastell-vro e vez graet, ha setu perak e c'hall strolladoù politikel 'zo kinnig betek 120 den war ul listenn. Evit ma vo dilennet un den e rank e strollad politikel bezañ tizhet un dregantad bennak : betek2003 e oa 1,5%, ha kemmet eo bet e2006 : 2% eo an dregantad da dizhout hiziv an deiz. Bewech ma vez bodet dilennidi er C'hnesset e vez roet un niverenn d'ar breudoù-se. Abaoe an 22 a viz Genver 2012 emeur gant ar 19vet Kneset.
Dilennadegoù kannaded Israel e miz Ebrel 2006 betek miz C'hwevrer 2009 (lizherennoù tev : ar strolladoù politikel a oa er gouarnamant)
Dilennadegoù kannaded Israel e miz Meurzh 2015E druz ar strolladoù a zo savet a-du evit harpañ gouarnamant Benyamin Netanyahou e deroù ar c'hnesetvezh.