Urglotenn zo graet gant urson, pe ursoniad, a zo heñvel e dibenn daouc'her disheñvel, a lakaer e diwezhgwerzennoù : a-wechoù div werzenn, a-wechoù muioc'h. Antestennoù gant klotennoù a vez renket ergennad lennegel a reer arvarzhoniezh anezhi. Arc'hlotennerezh eo a vez graet eus an doare da sevel klotennoù.
Skouer: teir gwerzenn gant ur glotenn.
Mab ar c'hadour a lavare
A lavare d'e dad ur beure
Marc'hegerien war-lein ar bre
Barzaz Breiz, gantKervarker.
Klotennoù a gaver
Diazez arwerzaouriezh (pear gwerzaouiñ) eo bet ar glotenn, ellennegezh vrezhonek koulz hag e hini yezhoù ar broioù nes da Vreizh enamzerioù modern. E penn arGrennamzer e veze dalc'het da stumm latin ha gresianek ar werzaouriezh diazezet warbepeiladur ar soniadoù hir hag ar sonioù berr. Ar varzhoniezh latin e Breizh (Marbod haMaronad Yezekael, da skouer) a zo skouerioù anhengoun-se.
EnXXvet kantved avat ez eus bet diorroet ur varzhoniezh ha n'eo ket diazezet war ar c'hlotennoù e dibenn pep gwerzenn.Zavier Langleiz an hini a zo bet da gentañ oc'h arnodiñ an doare nevez-se.
Urvogalenn heñvelson d'an nebeutañ a ranker klevet e dibenn div werzenn a lakaer da glotañ.
Skouer:
Ma c'halon a zo frailhet dre nerzh ma enkrezioù
Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù.
Diazezet eo klotenn an div werzenn-mañ, gantProsper Proux, war ar vogalenn [u].
Peurvuiañ e vez un tammig pinvidikoc'h ar glotenn, gant urvogalenn hag urgensonenn: da skouere had.Skouer:
Ha hep dale, siwazh, e vo ar Vretoned
Henvel eus tud Bro-C'hall pe eus an Normanted.
Ral eo gwelout klotennoù diazezet war divsilabenn:
Petra a c'hoarvezo? ... O Breizh ma bro garet,
Ma c'halon a zo trist ha meurbet glac'haret !
Evel a weler egwerzennoù Proux pe reFañch an Uhel da-c'houde, n'eo ket trawalc'h ar c'hlotennoù d'oberbarzhoniezh.
Ervarzhoniezh kembraek koulz hag ervarzhoniezh brezhonek e kaver ur boaz kozh da sevel ar c'hlotennoù a vez graetklotennoù diabarzh anezho. An doare kozh-se a oa bet dilezet el lennegezh vrezhonek da vare diwezh ar XVIIvet kantved abalamour d'an diaez ma oa he sevel. Abaoe deroù an XXvet kantved avat ez eus bet savet barzhonegoù nevez oc'h implijout ar glotennerezh brezhonek kozh.
Embannet e oa bet gant Al Liamm ul levrig anvetDiazez ar sevel gwerzioù, gantFrañsez Kervella (embannet da gentañ er gelaouenn Al Liamm).