Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kleuz Offa

Eus Wikipedia
Kleuz Offa e-kichenClun

Kleuz Offa (Clawdd Offa ekembraeg;Offa's Dyke esaozneg) a oa ur seurt kleuz ha moger douar savet war an harzoù etreKembre haBro-Saoz gant ar roue saksonOffa, roueMercia entre757 ha796. Darn a gred e c'hallfe lodennoù bezañ bet savet a-raok an amzer-se.

Mont a ra eus talek ar stêrDyfrdwy, en hanternoz, betek arstêr Gwy er c'hreisteiz, a-hed un 240 kilometr bennak. N'eus ket un hollad anezhañ rak ne oa bet savet nemet el lec'hioù ma ne oa harz naturel ebet, ha gant se n'eus e gwirionez nemet 130 kilometr anezhañ. E lec'hioù zo ez eus 20 metrad led (etre kleuz ha moger) ha 2,5 vetrad uhelder.

Kartenn eusEnez Vreizh en 802 ma weler Kleuz Offa etre Mercia ha Kembre.
Troc'h berrdres eus Kleuz Offa, hag a ziskouez penaos e oa graet evit gwareziñ Mercia diouzh tagadennoù deuet eus Powys.
Un darn eus Kleuz Offa

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Cyril Fox,Offa's Dyke: a Field Survey of the Western Frontier Works of Mercia in the Seventh and Eighth Centuries AD, (Llundain, 1955)
  • Margaret Gelling (gol.),Offa's Dyke Reviewed (Rhydychen, 1983)
  • David Hill a Margaret Worthington,Offa's Dyke: History and Guide, (Stroud, 2003)
  • Ar Gouloù Gwenn n°2 :Pet Brezhon o deus soñj eus Kleuz Offa

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kleuz_Offa&oldid=2046716 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp