Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kleodora

Eus Wikipedia

Kleodora a oa unnimfenn diouganerez (Thriai) a lenne an dazont dre deurel mein.Merc'h e oa d'andoue-stêrKefissos, eusBoiotia.

Gant he c'hoarezed (Melaina haKorykia) e veve warMenez Parnassos, e-kichen Delfi, eFokis, hag ur feunteun a oa nepell m'edo o chom un amzer a voe.

Karet e oa gant an douePoseidon. GantPoseidon (peKleopompos) e voe mamm d'urmab,Parnassos e anv[1].

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Paosanias ar Beajour, 10.6.13.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kleodora&oldid=1951673 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp