E 1571 e voe staget an enez ouzh animpalaeriezh Otoman hag e chomas turk betek 1878, pa voe lakaet dindan dalc'h Breizh-Veur. Adalek 1931 e savas Kiprianed a-enep Breizh-Veur ha goulenn anEnosis, da lâret eo ar stagañ ouzhGres. E 1960 e voe disklêriet ar Republik, gant an arc'heskobMakarios en he fenn. Met e 1964 e voe ret d'anABU kas un nerzh e karg a zerc'hel ar peoc'h abalamour d'an dizemglev etre Gresianed (war-dro 82% eus poblañs an enez) ha Turked (18%). E miz Gouere 1974 e voe distroadet prezidant Kiprenez en un taol-Stad aozet gant renad koronaled Bro-C'hres, soñj gante kas anEnosis da benn. Un nebeud devezhioù goude ec'h aloubas Turkia norzh an enez ha derc'hel 36% eus gorread Kiprenez. Kalz a dud a voe rediet neuze da zilojañ, ar C'hresianed o vont da lodenn su an enez hag an Durked d'al lodenn norzh. E 1983 e tisklêrias al lodenn norzh he dizalc'hiezh (gant an anvRepublik Turk Kiprenez an Norzh) met ne voe anzavet nemet gant Turkia.
Hervez ar gwir etrebroadel emañ an enezenn e dalc'hRepublik Kiprenez, met e gwirionez n'eus nemet al lodenn su hag a zo e dalc'h ar republik-se. Ouzhpenn d'an div lodenn norzh ha su ez eus daou dakad soudardel dalc'het gantBreizh-Veur.