Kickstarter zo un embregerezh stadunanat e doarebenefit corporation[1], diazezet eBrooklyn, eNew York. Brudet eo gant e savenn war internet evit rastellañ arc'hant da arc'hantaouiñ steuñvioù. Pal pennañ an embregerezh eo "sikour steuñvioù ijin da vevañ"[2]. E miz Gouhere 2021, Kickstarter en doa rastellet $6,6 miliard gant harp 21 milion a roerien o arc'hantaouiñ 222 000 steuñv, evel filmoù, sonerezh, abadennoù, bandennoù-treset, kazetenniñ, c'hoarioù video, c'hoarioù taol, teknologiezhoù, embannadur, ha steuñvioù liammet ouzh ar boued[3].
Letrin OUYA
An harperien a ro arc'hant en eskemm ouzh digolloù evel profoù pe arnodadoù. Gwriziennoù an doare d'ober-se zo da gavout en harp arc'hantel a oa roet gant ar paeronniezhoù arzoù, pa oa liammet an arzourien ouzh an arvesterien.