Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Keziom

Eus Wikipedia
Keziom
KsenonKeziomBariom
Rb
Cs
Fr
Taolenn beriodek, Keziom
Perzhioù hollek
Niver atomek55
Rummad kimiekMetaloù alkaliek
Strollad1
Trovezh6
Bloc'hs
Tolz atomek132,9054519 ±0.0000002
Aozadur elektronek
[Xe] 6s1
Dasparzh an elektronoù :2, 8, 18, 18, 8, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 1
Oksidennvazennek kreñv
Tredanleiegezh0,79(Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 375,7 kJ/mol
2 : 2234,3 kJ/mol
3 : 3400 kJ/mol
Skin atomek265 pm
Skin kenamsav244 ±11 pm
Skin Van der Vaals343 pm
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20 °C)1,93 g/cm3
Teuzverk28,44 °C
Bervverk671 °C
Neuz an elfenn

Ur glogorennadkeziom

Unelfenn gimiek eo arc'heziom ;Cs eo earouez kimiek,55 eniver atomek ha132,905 edolz atomek. Urmetal alkaliek eo.

Pollukit eo ar c'hailh pennañ ma kaver keziom en e stummoksidet CsO2, etre 5% ha 32% eus tolz ar c'hailh.Kanada eo ar c'henderc'her nemetañ, hogen ken bihan eo ar c'hementadoù a vez arveret dre ar bed ma ne ouzer ket resis pegement a geziom zo bet kenderc'het abaoe ar bloavezhioù1980 — un nebeud tonennadoù hepken a oa bet implijet eStadoù-Unanet Amerika e 2011.[1]

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eus 44 000litrad dour melar eus Bad Dürkheim enAlamagn e voe tennet 7g keziom e1860 gant arc'himiour Robert Bunsen hag arfizikour Gustav Robert Kirchoff, Alamaned o-daou.
Peogwir e oa div linenn c'hlas eskalfad an elfenn nevez en o anvjontcæsium diwar allatincæsius, "glas-louet"[2]. Ar c'heziom e voe an elfenn gentañ bet dizoloet dre skalfadlunerezh.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal blot-tre (hogos gludek) liv an aour eo ar c'heziom ;orjalennus-kenañ eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre ma teuz e 28°C hepken ez eo ar c'heziom ur metal a zo dourek pe dost e gwrezverk ur sal — arbevargant hepken eo ar metal nemetañ a zo dourek pa vez yenoc'h eget ar c'heziom.
Aes eo kendeuziñCs gant ar metaloù alkaliek all koulz ha gantaour, ha tu zo d'e veskañ gant bevargant. Pa vez yenoc'h eget 650 °C (da 671 °C e verv) e c'haller e gendeuziñ ganthouarn (Fe),kobalt (Co),nikel (Ni),molibden (Mo),tantalom (Ta),wolfram (W) pe c'hoazhplatin (Pt).
Kenaozadoù etremetalekluc'hgizidik a farder dre gevreañ Cs gantgalliom (Ga),indiom (In),stibiom (Sb) hatoriom (Th).Hedan eo ar c'heziom, pa beg an tan ennañ kerkent ha lakaet enaer, hatarzhañ a ra pa gej ouzhdour ; abalamour da gement-se ez eo bet renket e-touez an danvezioù dañjerus : pa vez ret e dreuzdougen en e lakaer e boestoù dir siellet-peurstank.

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eus112Cs betek151 ez astenn skalfad an 39izotop a anavezer d'ar c'heziom.
 55133Cs{\displaystyle {}_{\ 55}^{133}\operatorname {Cs} } avat eo an izotop stabil nemetañ (55elektron, 78neutron)

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hañhaloù trenkenn formek (HCO2Cs) evit fardañ an heverennoù a vez implijet er c'hlasktireoul eo arver pennañ ar c'heziom — evit lardañ ar binvioù-toullañ, degas skolpoù mein war gorre an douar ha gwaskañ ar puñsoù e talvez an heverennoù-se.

War tachennoù all ez implijer keziom :

• kimiezh :nitrat keziom CsNO3 a implijer evel livuzenn hag oksider en tanioù-arvest, e greanterezh ar c'henderc'hañstrilheoul, er c'honterioù skingannluniñ (da vuzuliañ skinoùionaus), hag efosforoùskinoù X; evit gwellaat antreluskerioù metalek ez arverer Cs, hag evel trelusker e-unan evit fardañtrenkenn sulfurek (H2SO4) ;
elektronik : dre ar skinoù skignet gant ar c'heziom e staloner horolajoù atomek a zo hollbouezus erpellgehenterezh (Internet, pellgomzioù hezoug), elloarelloùGPS, hag er reizhiadoù da heñchañ arc'hirri-nij.

En abeg da resisded uhel-kenañ an horolajoùatomek dre geziom ez int bet lakaet da stalon evit termenadur etrebroadel aneilenn (amzer).

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. United States Geological Survey(en) Liamm oberiant 21 HER 12
  2. Online Etymology Dictionary(en) Liamm oberiant 22 HER 2012

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Keziom&oldid=2129375 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp