Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Kernev-Veur (Kernow ekerneveureg,Cornwall esaozneg) zo ur vro geltiek hag ur gontelezh e beg merventBreizh-Veur, en hanternoz daVor Breizh, dirak aodoùBro-Leon, er c'hornog d'ar stêrTamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 568 210 a annezidi a oa o chom enni e2019, haTruru eo he c'hêr-benn. Bet ur rouantelezh hag un dugelezh, pouezus eo bet ar mengleuzioùstaen, al labour-douar, ar pesketaerezh hag an touristelezh en he ekonomiezh.Saozneg a vez komzet gant ar Gerneveuriz, hakerneveureg gant lod, ur yezh keltiek tost ouzh ar brezhoneg.
HervezJohn T. Koch ha re all, Kerne-Veur e diwezh Oadvezh an arem a oa ul lodenn eus ur sevenadur eus ar mor gant darempredoù kenwerzh stank, badezetOadvezh an arem atlantel gant ar skolveuridi, hag a oa skignet e toleadoù Iwerzhon, Bro-Saoz, Kembre, Frañs, Bro-Spagn, ha Portugal[1][2].
Kentañ gwech e voe graet anv eus Kernev dre skrid a voe dindan pluenn an istorourDiodorus Siculus (war-dro 90 kent JK – 30 kent JK), a rae meneg moarvat eus ar pezh a oa bet skrivet gant ar beajourPiteas er IVvet kantved kent J.-K., pa verdeas betekEnez Vreizh :
Annezidi al lodenn-se eus Preden anvetBelerion (pe Land's End) o deus un doare bevañ sevenaet a-drugarez d'o darempredoù gant ar varc'hadourien. Dastum a reont arstaen, o labourat an douar ma vez produet gant evezh bras ... Eno neuze e vez prenet ar staen gant ar varc'hadourien digant tud ar vro hag e kasont anezhañ gante betekGalia, ha goude ur veaj tregont devezh a-dreuz an douaroù, e tegasont o bec'h war gein kezeg e beg arRon[4].
Meuriadoù keltiek su Preden
N'ouzer ket piv e oa ar varc'hadourien-se. Hervez lod e c'hallje bezañ betFenikianed, met n'eus prouenn ebet eus kement-se[5]. Ar c'helenner Timothy Champion, o komz eus evezhiadennoù Diodorus Siculus diwar-benn koñvers ar staen, a zisklêr "Ne lavar ket Diodorus gwezh ebet e verdee ar Fenikianed betek Kerne-Veur. Da dra e lavar ar c'hontrol krenn : edo produadur ar staen etre daouarn tud Kerne-Veur, hag aozet e oa e veaj betek arMor Kreizdouar gant marc'hadourien eus ar vro, war vor ha goude war zouar a-dreuz Galia, dre doleadoù pell-bras diouzh levezon ar Fenikianed"[6]. Genoù ar Ron a oa etre daouarn GresianedMarselha. Prouennoù izotopek o deus diskouezet e teue tolzennoù staen kavet en aodHaifa, enIsrael, eus Kerneveur[7][8]. Ar staen, na c'halled ket dioueriñ evit produiñ arem, a oa un danvez dibaot a-walc'h hag ur varc'hadourezh prizius en oadvezh an arem - alese an dedennadur evit pourvezioù staenDevon ha Kerne-Veur
E-pad ar pevar c'hantved kentañ eus hon oadvezh, pa oa perc'hennRepublik Roma pe anImpalaeriezh roman warni, e oa pell a-walc'h Kerne-veur diouzh ar c'hreizennoù romanekadur pennañ. An tostañ e oaIsca Dumnoniorum, hizivExeter. Koulskoude ez ae ar rouedad hentoù roman betek diabarzh Kerne-Veur ha peder lec'hienn roman a-bouez a oa savet e-kichen kreñvlec'hioù: Tregear e-talNanstallon a oa dizoloet e deroù ar bloavezhioù 1970, kavet e oa div all e-kichenRestormel Castle, e Lostwithiel e 2007, hag ur pevare kreñvlec'h e-kichenCalstock a oa dizoloet ivez abred e 2007. En tu all da se e oa kavet ur villa a c'hiz roman e Magor Farm, en Illogan e 1935.
Goude ma oa aet kuit ar Romaned e voe adsavet ar rouantelezhioù keltiek kozh, ha goude 410 goude J.-K., Kerne-Veur a seblant bezañ renet en-dro gant pennoù roman-ha-kelt eus meuriad argCornovii e-barzh rouantelezh vrezhonDumnonia (enniDevonshire hiziv hag anInizi Sillan ivez). Brudet eo Marcus Cunomorus, arRoue Marc'h, a zalc'he d'an nebeutañ ur c'hreñvlec'h eTintagel e penn kentañ arVIvet kantved. Ar "roue"Roue Marc'h zo un den damistorel anavezet dre al lennegezh kembraek,Danvez Breizh, ha, dreist-holl, dre istor karantez norman-ha-Breton [Tristan (haroz)|Tristan hag Izold]], brudet er grennamzer. Deskrivet eo ar Roue Marc'h en istor-se evel ur c'har tost d'arRoue Arzhur, a vez sellet outañ ivez peurliesañ evel un den bet ganet en un tiegezh kerneveurat hervez hengounioù folklorel hag a zeu eusHistoria Regum Britanniae skrivet gantJafrez Menoe enXIIvet kantved.
Archaeologiezh evel elfennoù eus ar relijion, al lennegezh hag ar mojennoù a zesk deomp e oa un ekonomiezh stabil a-walc'h ha liammoù sevenadurel kreñv etre mervent Preden, su Kembre, Arvorig, inizi Mor Breizh, hag Iwerzhon adalek ar mare m'en em dennasImpalaeriezh roman ar C'hornôg betek arVvet hag hag arVIvet kantved[9]. Kalz a sent kozh a deuas eus Kembre da Vreizh a dremenas dre eno, ha darn o deus lezet roud eus o zremen ellec'hanvadurezh.
GoudeEmgann Deorham e 577 e oa dispartietDumnonia (ha dre-se Kerne-Veur) diouzh Kembre. AnDumnonii en em gannas alies war-lerc'h ouzh rouantelezhsaozWessex. Danevell a ra anAnnales Cambriae e oa trech Brezhoned Kerne-Veur e 722 e"Hehil"[10]. Evit doare e stourmas ar Gerneveuriz ouzh bagadoù eus Wessex, evel m'en laka da soñjal meneg ar roueInus Wessex hag e gar Nonna en un dave da emgann Lining e 710[11].
Lenn a reer erC'hronik angl-ha-saoz er bloaz 815 : "Hag ar bloaz-mañ e renas ar roue Ecgbryht un argadenn e Kerne-Veur eus ar reter betek ar c'hornôg." Diwar neuze e seblant e talc'has ar vro evel un dugelezh (ducatus) staget ouzh e rouantelezh Wessex, daoust ma ne oa ket ul lodenn anezhi[12]. E 825, hervez arC'hronik angl-ha-saoz, en em gannas arWealas (Kerneveuriz) a-enep anDefnas (Gwazed an Devon) eGafulforda. Er memes bloavezh,Ecgbert "a reas eus o bro evel ma felle dezhañ, hag a roas an dekved lodenn anezhi da Zoue." Da lavaret eo e oa staget Iliz Kerne-Veur ouzh Eskobelezh Sherborne, hag e oa roet daEahlstan, an eskob brezeler saoz, a gemeras perzh er brezel, un dalc'h bras e Kerneveur gantCallington haLawhitton, o-daou e traoñienn ar stêrTamer, haPawton e-kichenPadstow.
E 838 e oa faezhet Kerneveuriz hag o c'hevredididanat gant Egbert enEmgann Hingston Down e Hengestesdune (Hingston Down e Kerne-Veur moarvat). E 875 e veuze roue diwezhañ Kerneveur,Dumgarth[13]. War-dro ar bloavezhioù 880, Angled-ha-Saozon eus Wessex o doa akuizitet tachennoù douar bihan e reter Kerne-Veur ; en o zouezAlfred Veur en doa un nebeud damanioù[14]. Ar roueAthelstan Bro-Saoz (924–939) a lakaas ar vevenn etre pobl Kerne-Veur hag ar pobl saoz war glannoù ar stêr Tamer, emeWilliam Malmesbury a skrive war-dro 1120[15].
Pa seller ouzh anDomesday Book ez eus peadra da grediñ e oa bet diberc'hennet renkad ar berc'henned douar a orin eus Kerne-Veur hogos penn-da-benn d'ar mare-se hag e oa bet kemeret e lerc'h gant perc'henned douar saoz,Harold Godwinson e-unan da skouer. Koulskoude, e skridoù-testeni eus Bodmin a zalc'h soñj eus dieubadur sklaved, e weler daou zen a-bouez er vro hag o doa pep a anv saoznek a oa displeget gant anvioù a orin eus Kerne-Veur[16]. E 1068 e oa anvetBrian BreizhKont Kerne-Veur, hag anvioù all meneget gantEdith Ditmas a laka da soñjal e oa kalz kevredidi breton eus an Normaned e-touez ar berc'henned douar goude deroù renGwilherm an Alouber e Kerne-Veur. Diskennidi e oant d'ar Vrezhoned o doa tec'het betek an Arvorig e-pad prantad kentañ an aloubadeg angl-ha-saoz[17]. Kinnig a reas ivez ar prantad-se evit aozadur kelc'hiadTristan hag Iseult gant barzhed evelBéroul diwar un hengoun dre gomz predenek boutin dezhe[18].
Nepell goude aloubadeg an Normaned e oa roet ar pep brasañ eus an douaroù d'an noblañs breton-ha-norman nevez. Mont a reas al lodenn vrasañ gantRoperzh, kont Mortain, hantervreurGwilherm an Alouber ha perc'henn douar brasañ e Bro-Saoz goude ar roue, en doa ur c'hreñvlec'h eTrematon Castle e-kichen genoù an Tamer[19].
Dindan ren an tiegezhTudor e oa krog statud disheñvel Kerne-Veur da vezañ krignet gant kreizennadur ar meslestradur. Da skouer, dindan an dTudored e paouezas ar boaz da lakaat kemm etre al lezennoù, evel ar re a denne da industriezh ar staen, a dalvezein Anglia, e Bro-Saoz, hepken pein Anglia et Cornubia, e Bro-Saoz hag e Kerne-Veur[20].
Tarzhañ a reas un emsavadeg e 1497, da gentañ e-touesk mengleuzerien staen Kerne-Veur a enebe ouzh an telloù nevez divizet gantHerri VII da vrezeliñ a-enep RouantelezhBro-Skos. Gwelet fall eo a an tailh nevez-se rak betek-henn e oa diskarget Kerne-Veur eus telloù. Ouzhpenn tra he doa ur pouez pounner war live bevañ an dud. Kerzhet a reas an emsavidi trema Londrez, en ur zastum aduidi dre ma'z aent, met trec'het e voent en emgann Deptford Bridge.
E 1549, dindan renEdouarzh VI ha rejañs Dug Sommerset e strakasEmsavadeg Levr ar bedenn kumun. Sevel a reas ar pep brasañ eus mervent Breizh-Veur a-enepAkta unvander 1549, a redie an holl d'ober gantLevr ar bedenn kumun protestant hag ur servij komunion protestant a oa da gemer lerc'h an oferen gatolik. Katolik e oa Kerne-Veur dre vras d'ar mare-se. Degemeret e oa an Akta div wezh gwashoc'h e Kerne-Veur rak skrivet e oa e saozneg hepken hag ar pep brasañ eus Kerneveuriz a gomzekerneveureg hepken er mare-se. Fellout a re dezhe e talc'hfe an oferennoù da vezañ lidet e latin. Daoust ma ne gomprenet ket gwell ar yezh-se e oa diazezet-mat e implij gant un hengoun a-gozh ha ne oa ket gwelet evel ur yezh estren hag alouberez evel ar saozneg. Krediñ a reer ee oa lazhet ugent dre gant eus poblañs Kerne-Veur e 1549. Unan eus faktorioù pennañ eus diskar ar c'herneveureg eo[21].
Kartennoù eus an dachenn dalc'het gant ar roueelourien (ruz) hag ar barlamantourien (glas), 1642–1645
Kerne-Veur a c'hoarias ur roll a-bouez e-padBrezel Diabarzh Bro-Saoz, rak un enezennadroueelour e oa e mervent ar vro a oa a-du gant arBarlamantourien evit ar pep brasañ. Abeg emzalc'h Kerneveuriz e oa Gwirioù ha privilajoù Kerne-Veur a oa stag ouzh an dugelezh hag ouzh arstannarioù, ar pezh a lakae Kerneveuriz da welet ar roue evel ur gwarezer eus o gwirioù hag eus privilajoù an dugelezh. Douget e oa ivez Kerneveuriz gant o identelezh kreñv da enebiñ ouzh kement emelladenn en o aferioù gant tud a-ziavaez bro. Fellout a rae da barlamant Bro-Saoz bihanaat galloud ar rouaned. Nerzhioù ar Barlamantourien a aloubas Kerne-Veur dre deir gwezh hag a zevas dielloù an dugelezh. E 1645Sir Richard Grenville, unan eus pennoù roueelour kerneveurat, en em stalias eLannstefan, a lakaas bagadoù a-hed ar stêrTamer hag a roas urzh dezhe da zerc'hel "holl ar soudarded estren e diavaez Kerne-Veur". Grenville a glaske implijout "santimant dibarelezh Kerneveuriz" da vodañ harperien evit ar gostezenn roueelour hag e kinnigas d'ar priñs ur raktres en dije savet un dugelezh Kerne-Veur damdizalc'h ma vije bet laket e plas[22][23][24][25].
Un emsavadeg Jakobiz a voe e Kerne-Veur hag en Devon e 1715. Renet e oa gantJames Paynter eus Sant Columb. C'hoarvezout a rae d'ar memes koulz hag anemsavadeg Jakobiz brasoc'h ha brudetoc'h e Bro-Skos hag e norzh Bro-Saoz. Moustret e voe buan an emsavadeg e Kerne-Veur. Prosezet e voe ouzh James Paynter evit trubarderezh uhel met embann a reas e wir evel kement mengleuzier staen kerneveurat da vezañ barnet dirak ur juri a biri. Didamallet e voe gante ha lezet da vont.
D'ar c'hentañ a viz Du 1755 da 9e 40 diouzh ar beure e tarzhasKren-douar Lisbon a oa heuliet gant untsunami hag a skoas aodoù Kerne-Veur war-dro 2e goude kreisteiz. Edoepikreizenn ar c'hren-douar war-dro 200 km a-vaez d'arC'hab Sant Visant ePortugal, ouzhpenn 1,600 km e Mervental Lysardh. EKarreg Loes y'n Koes e savas ar mor a-daol-trumm a-raok kilañ, dek munut diwezhatoc'h e savas da 1, 8 m buan-kenañ, hag a gilas ken buan all. Kenderc'hel a reas da zevel ha da ziskenn e-giz-se e-pad pemp eur. EPennsans e pignas eus 2.4 m hag eLulyn eus 3 m. Testenioù eus ar memes darvoud a voe e Sant Ives ha Hayle.Arnold Boscowitz, ur skrivagner gallek eus anXVIIIvet kantved a glemmas ar "c'holl bras a vuhezioù hag a berc'hentiaj c'hoarvezet war aodoù Kerne-Veur"[26].
Anat eo e oa ar floderezh en e vog e Kerne-Veur e fin anXVIIIvet kantved hag e deroù anXIXvet kantved. An taosoù war an emporzhiadennoù hag ar frejoù maltouterezh all war ar varc'hadourezh a atize un niver a goñversanted hag a vevezerien da chom hep paeañ ar priz ouzhpenn a boueze warne oc'h implijout aod drailhet ar gontelezh evit resev marc'hadourezh flodet. Ar brandy, an dantelezh, ar butun degaset eus andouar-bras a oa ar marc'hadourezhioù a veze flodet ar muiañ. Brudet e oa an davarnJamaica Inn e lannegBosvenegh da vezañ bet implijet abred da flodañ. EnXIXvet kantved, ul lodenn vras eus poblañs Kerne-Veur – war-dro 10 000 den a istimer, bugale ha maouezed en o zouez – a gemere perzh er vicher-se. Digreskiñ a reas feur ar floderezh goude se ha war-dro ar bloavezhioù 1830, daou faktor a bouezas da vuanaat an emdroadur-se : gwellaenn servijoù ar warded-aod a vrasae ar riskloù da vezañ serret ha digresk ar frejoù maltouterezh war ar madoù emporzhiet a izelaas ar gounidoù a-grenn[27].
Kresket eo an dedenn evit identelezh Kerne-Veur enXXvet kantved da-heul labourHenry Jenner hag al liammoù savet gant ar pemp broad kelt arall.
Savet e oa ur strollad politikel anvetMebyon Kernow e 1951 da glask servijout interestoù Kerne-Veur ha da c'houlenn muioc'h a emrenerezh evit ar gontelezh. Kalzig izili a oa dilennet er c'huzulioù kontelezh, er c'huzulioù distrig hag er c'huzulioù kêr ha parrez met ne reas ket berzh ar strollad el live broadel. Implij stankoc'h banniel Sant Piran zo bet lakaet war gont ar strollad(Daveoù a vank).
Un emdroadur zo bet e-keñver an doare m'eo anavet identelezh Kerneveuriz pe oc'henel. E 2001 e c'hallas annezidi Kerne-Veur enrollañ o identelezh etnek evel Kerneveuriz en niveradeg vroadel evit ar wezh kentañ erRouantelezh-Unanet, hag e niveradeg ar skolioù e 2004 e oa tu da verkañ e oa Kerneveurad en isrann ar Vreizhveuriz wenn. D'ar 24 a viz Ebrel 2014 e oa embannet e vefe roet da Gerneveuriz ar statud a vinorelezh hervez arc'henemglev-stern evit gwareziñ ar bihanniveroù broadel[28].
Ur brezel 335 vloaz en deus enebet anIzelvroioù (arProviñsoù-Unanet d'ar c'houlz-se) hagInizi Sillan etre 1651 ha 1986. E-padEil Brezel Diabarzh Bro-Saoz a enebas ar roueelourien hag ar barlamantourien etre 1642 ha 1652,Cromwell en doa argaset ar roueelourien. Ur rannvro hepken a gendalc'he da herzel outañ : Kerne-Veur. Kevredet e oa neuze arProviñsoù-Unanet hag ar barlamantourien. Evel ma oa al lodenn vrasañ eus Breizh-Veur etre daouarn ar barlamantourien d'ar c'houlz-se e oa bet disklêriet ar brezel da Inizi Sillan a enebe atav oute. Paouez a reas ar brezel un nebeud mizioù goude. Sinet e oa ar feur-emglev a beoc'h e 1986 hepken en un doare ofisiel, ar pezh a sinifi e c'hallfe bezañ bet taget unan eus broioù gant eben e-pad an amzer-se. Dre ma ne oa ket bet sinet ar peoc'h ez eo sañset bezañ padet ar brezel e-pad 335 vloaz hep ma vije bet tennet an disterañ tenn. Unan eus ar brezelioù hirañ ha sioulañ eo eta[29].
Etre ar 1añ Ebrel 1974 hag ar 1añ Ebrel 2009 e voe rannet "kontelezh" Kernev-Veur e c'hwec'hDistrig. Abaoe a 1añ Ebrel 2009 eo bet kemeret lec'h ar Gontelezh hag ar c'hwec'h distrig gant unAmaezhierezh Unvan (unitary authority), meret gant urKuzul Kernev-Veur.
Gwerzennoù kentañ anOrigo Mundi, kentañ lodenn anOrdinalia, pennoberenn lennegezh kerneveurek ar grennamzer, skrivet gant ur manac'h dianav e diwezh arXIVvet kantvedUr panell degemer ePenzance, e kerneveureg hag e saozneg
Degaset eo bet d'ar vuhez en-dro enXXvet kantved rak aet e oa da get evel yezh vev e diwezh anXVIIIvet kantved. Edo ar yezh war an diskar abaoe arXIVvet kantved ha da vare marv ar re ziwezhañ a gomze kerneveureg distenn, ne veze komzet nemet e kornôg ar gontelezh.Dolly Pentreath, aet da anaon e 1777, a oa an hini ziwezhañ gouest da gomz kerneveureg distenn a greder. Menel a rae oberennoù eus lennegezh kerneveurek ar grennamzer hag eus prantad andTudored, ha tammoù testennoù, yezhadurioù en o zouesk, eus arXVIIvet kantved, anXVIIIvet kantved hag anXIXvet kantved.
Abaoe kreiz anXIXvet kantved ez eus bet klasket gant skolveuridi ha tud ac'haret ha gwellwelus dasorc'hiñ ar c'herneveureg. Lañs a oa degaset d'al luskad-se e 1904 pa oa embannet oberennHenry Jenner,Handbook of the Cornish Language, diazezet war arc'hrenngerneveureg. Heuliet e oa gant strivoù da adsevel ar yezh dre ar yezhoniezh-keñveriañ hag an dielfennadur diabarzh. Amprestet e oa kalz digant ar c'hembraeg hag ar brezhoneg da sevel ar c'herneveureg a vremañ. Etre 1929 ha 1939 e oa embannet tri levr d'an nebeutañ dezho da bal sikour deskiñ kerneveureg. Kalz tabutoù a savas diwar-benn reizhskrivadur ar c'herneveureg e-doug anXXvet kantved, a-raok ma oa tizhet un emglev diwar-benn un doare skrivañ standard e 2008. Diaes eo gouzout pet kerneveureger zo met krediñ a reer ez eus war-dro 500 den hag a gomz kerneveureg riel hiziv. Kelennet eo ar c'herneveureg bremañ e skolioù zo e Kerne-Veur.
E 2002, e oa graet anv eus ar c'herneveureg evel unan eus yezhoù arRouantelezh-Unanet eKarta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver[30]. Abalamour da se, e 2005, e resevas e zifennerien arc'hant digant ar gouarnamant[31].AnUNESCO, hag a renke anezhañ e-mesk ar yezhoù aet da get betek-henn, en deus renket anezhañ n'eus ket pell e-mesk ar yezhoù "e dañjer bras"[32].
Amprestet ez eus bet meur a c'her kerneveurek e geriaoueg ar mengleuzioù e saozneg, evelcostean,gossan[33],gunnies,kibbal[34],keeve pekieve[35] havug[36].
Levezon ar c'herneveureg en deus lakaet da ziwan ur rannyezh gant distagadurioù hag ur yezhadur disheñvel diouzh an hini implijet e lec'h all e Bro-Saoz. Unan bennak hag a gomz evel-se a c'hall bezañ digomprenus pa ne vezer ket ket boas ouzh ar rannyezh. Aet eo rannyezh saoz Kerne-Veur war ziskar ha peurliesañ ne chom nemeur a dra anezhañ an tu all d'ur pouezh-mouezh rannvro hag ar c'hemmoù er yezhadur zo aet da get gant an amzer. Disheñvelderioù er c'heriaoueg zo atav etre kornôg ha reter Kerne-Veur.
Banniel broadel Kerne-Veur eo BannielSant Piran, anvet ivezCrows Wyn ("kroaz wenn" e Kerneveureg)[37][38][39]. Sellet e vez outañ evel banniel ar gontelezh gantKuzul Kerne-Veur. Banniel Sant Piran zo anezhañ ur groaz wenn war ur c'horread du. Hervez ar vojenn e oa choazet al livioù-se gant Saint Piran goude bezañ sellet ouzh ar staen gwenn e-mesk ar glaou du hag al ludu pa zizoloas ar staen[40][41]. Banniel Kerne-Veur zo ar c'hontrol rik eus banniel kozh breizh, anezhañ ur groaz du war un dachenn wenn[42][43]. Ar c'hentañ meneg eus banniel Sant Piran zo e 1835 pa embannasDavies Gilbert (1767-1839), istorioù dastumet gant daou skrivagner all, Hals ha Tonkin, gant notennoù eus e berzh[44].
Kerne-Veur er grennamzer zo endro an drilogiezh savet gantMonica Furlong,Wise Child,Juniper haColman, evel lodennoù eus Charles Kingsley'sHereward the Wake.
David Cornwell, en deus skrivet romantoù spierien dindan anvJohn le Carré, a oa o vevañ hag o labourat e Kerne-Veur[52]. Ganet e oa bet ar romantourWilliam Golding, bet gounezet gantñ ar priz Nobel lennegezh, eSant Columb Minor e 1911, ha distreiñ a reas da veavañ eTruro eus 1985 betek e varv e 1993[53].D. H. Lawrence a vevas e Kerne-Veur e-pad ur prantad berr. Maget e oaRosamunde Pilcher eno ivez, ha meur a istor skrivet ganti a c'hoarvez e Kerne-Veur.
Pladenn 'FOR THE FALLEN' gant beg-douarDin Pentir a-dreñv
Ar barzhSir John Betjeman a blije Kerne-Veur dezhañ forzh pegement hag e talc'h ur plas bras en e oberoù. Beziet eo e bered iliz Sant Enodoc, eTrebedrek.[54]. Ar barzhCharles Causley, a oa ganet eLannstefan hag ar brudetañ eus barzhed Kerne-Veur eo moarvat.Jack Clemo haA. L. Rowse a oa ivez Kerneveuriz brudet evit o barzhonegoù.
Skrivet e oa un niver bras a pezhioù-c'hoari e gwerzennoù diwar-benn arbasion e Kerne-Veur evel anOrdinalia e-pad ar grennamzer. Kalz anezhe zo anavet hag o deus pourchaset titouroù prizius diwar-benn ar c'herneveureg. Gallout a reer menegiñ ivezBeunans Meriasek haBewnans Ke.
Pascon agan Arluth (Pasion hon Aotrou) eo an oberenn glok koshañ e kerneveureg. Skrivet e oa erXIVvet kantved.
Sarmonioù Treagar eo ar c'hentañ skouer eus skridoù plaen e kerneveureg zo chomet betek ennomp. Un heuliad 12 sarmon katolik eo skrivet e saozneg ha troet gantJohn Tregear war-dro 1560,[55][56] ha staget oute un trizekvet hiniSakramant an Aoter skrivet gant un den all[57]. Daouzek eus an 13 sarmon eHomelies to be read within his diocese of London of all Parsons, vycars and curates skrivet gantEdmund Bonner e 1555 ; dek eus ar re skrivet gantJohn Harpsfield, daou eusHenry Pendleton[58][59]}} and one by Bonner himself)[60] a oa lakaet e kerneveureg gantJohn Tregear, hag a zo bremañ an oberenn vrasañ e skrid-plaen e kerneveureg[57].Tregear ne oa ket un troer eus ar c'hentañ[61] hag a rae alies gant gerioù amprestet digant ar saozneg pe gant kalkoù diwarnañ[57]. HervezAlan Kent e oa marteze abalamour ma ne oa ket Tregear evit kaout soñj eus ar gerioù kevatal e kerneveureg abalamour d'an digresk bras en anaoudegezh hag er varregezh da gompren kerneveureg d'ar c'houlz-se, ha marteze e felle dezhañ reizhañ e skridoù diwezhatoc'h[62] Dizoloet e oa ar sarmonioù e miz Ebrel 1949 gant John Mackechnie e paperioù an tiegezh Puleston| e dastumad arBritish Museum[55].
Nicholas Boson (1624−1708) a skrivas teir zestenn e kerneveureg :Nebbaz gerriau dro tho Carnoack (Un nebeud gerioù diwar-benn ar c'herneveureg) etre 1675 ha 1708 ;Jowan Chy-an-Horth, py, An try foynt a skyans (Yoan Chyannor, pe, an tri foent a skiant), embannet gantEdward Lhuyd e 1707, daoust ma oa skrivet abretoc'h ; haThe Dutchess of Cornwall's Progress, ul lodenn anezhi skrivet e saozneg, na anaver nemet tammoù anezhi bremañ. Bez eo an div gentañ an testennoù e skrid plaen e kerneveureg nemeto zo chomet eus arXVIIvet kantved. Embannet e oa oberennoù Boson, gant re e vabJohn Boson hag e gendervThomas Boson (1635–1719) e levrOliver Padel :The Cornish writings of the Boson family (1975).[63]
Kelc'hiet eo Kernev-Veur war tri zu gant ar mor ha dourioù peskedus, ha dre se eo aes pourchas boued mor fresk eno. Brasañ porzh pesketa Breizh-Veur eoNewlyn hervez talvoudegezh ar pesked degaset ennañ[64]. Ur meuz pesked brudet eus ar vro eo arStargazy pie, ur wastell gant pesked ma tifluk pennoù ar pesked a-dreuz kroust ar wastell, evel pa vijent o sellet ouzh ar stered. Fardet e vez ar wastell-se da vare festivalTom Bawcock's Eve, met gallout a ra bezañ debret forzh pegoulz.
Brudet eo Kerne-Veur dreist-holl koulskoude evit ebpasties, ur meuz saourus fardet gant toaz. Graet e vez aliesoggies eus arpasties er vro. Hiziv e vez fardet arpasties gant ur gwarnisadur kig bevin, ognon, patatez haruta gant holen ha pebr gwenn, met gwezhall e vezent fardet gant traoù all ivez.Turmut, 'tates and mate (dle. "ruta, patatez ha kig") a zeskriv ur gwarnisadur implijet stank gwezhall. Da skouer,pasties zo a veze gwarniset gant pour dreist-holl, hag arpasty gant louzoù fin a oa ennañ beler, perisilh, ha chalotez[65]. Gwezhall e veze graet ivez alies gant gwarnisadurioù sukret evel kaotigell, avaloù ha mouar, pruneoz pe kerez[66].
E-pad ur prantad eo bet Kerneveuriz ar gwellañ arbennigourien war ar mengleuziañ hag e voe savet ur skol mengleuziañ e Kerne-Veur e 1888. A-vuzul ma'z ae bourvezioù staen war vihanaat e tivroas kalz Kerneveuriz da vroioù all evel Amerika, Aostralia, Zeland-Nevez ha suafrika el lec'h ma oa klask war tud arroutet evelto. Hervez lavar ar bobl forzh pelec'h ez afec'h er bed, pa welit un toull en douar, e kavoc'h ur C'herneveurad en deun anezhañ(Daveoù a vank). Meur a c'her kerneveurek a denn d'ar mengleuzioù a zo implijet e geriaoueg ar mengleuzioù e saozneg, evelcostean,gunnies, havug.
Hiziv avat n'eus mengleuz staen ebet ken e Kerne-Veur. E 2019,Strongbow Exploration, ur gompagnunezh mengleuziañ kanadian, a embannas e oa e sell da sevel ur mengleuz staen eBal Crofty Soth[69].
Abaoe diskar ar mengleuzioù staen, al labour-douar, hag ar peskerezh eo deut ar vro da zepantout eus an touristerezh. Kerne-Veur zo unan eus al lodennoù paourañ eus Kornôg Europa.
↑Champion, Timothy (2001). "The appropriation of the Phoenicians in British imperial ideology".Nations and Nationalism7 (4): 451–65.DOI:10.1111/1469-8219.00027
↑ (2019) "Isotope systematics and chemical composition of tin ingots from Mochlos (Crete) and other Late Bronze Age sites in the eastern Mediterranean Sea: An ultimate key to tin provenance?".PLOS ONE14 (6): e0218326.DOI:10.1371/journal.pone.0218326
↑Keynes, Simon; Lapidge, Michael (tr.) (1983),Alfred the Great: Asser's Life of King Alfred and other contemporary sources, London, Penguin Books, p. 175; cf.ibid, p. 89
↑ Stenton, F. M. (1947)Anglo-Saxon England. Oxford: Clarendon Press p. 337"
↑E. M. R. Ditmas,Tristan and Iseult in Cornwall: The Twelfth-century Romance by Beroul Re-told from the Norman French, by E. M. R. Ditmas Together with Notes on Old Cornwall and a Survey of Place Names in the Poem (Forrester Roberts, 1970)
↑Williams, Ann & Martin, G. H. (2002) (tr.)Domesday Book: a complete translation, London: Penguin, pp. 341–357
↑Daoust ma laka Chaudhri daou sarmon war gont un 'Oliver Pendilton' ez eo gwirheñveloc'h ez eoHenry Pendleton, a oa kure dindan Bonner a skrivas anezhe.
↑The Cornish writings of the Boson family: Nicholas, Thomas and John Boson, of Newlyn, circa 1660 to 1730, Edited with translations and notes by O. J. Padel (Redruth: Institute of Cornish Studies, 1975)(ISBN 0-903686-09-0)