1 Hervez ar Vonreizh eus 1998 ez eo ar swahileg hag ar saozneg an div yezh ofisiel a c’heller ober ganto er Vodadenn Vroadel. Yezhoù all a gomzer er vro :Gĩkũyũ, luhya,luo,masaieg,meru,embu,arabeg,somalieg,hindeg… 2> An istimadur-se a ra stad eus ar verventi dleet d’ar SIDA, zo uhel-mat er vro.
Dont a ra anv ar vro eus hini ur menez,Menez Kenya, ar menez uhelañ er vro (5 199 m uhelder).
A-gozh eo annezet Kenya, peogwir ez eus bet kavet eno lod eus roudoù koshañ mab-den war an douar (korfoù-eskern "Australopithecus afarensis", a veve meur a vilion a vloavezhioù zo).
Dont a reas Kenya da vezañ un drevadenn europat e dibenn anXIXvet kantved, gant helebini etreAlamagn hag arRouantelezh Unanet evit lakaat o c’hrabanoù war domanioùsultaned Zanzibar. A-benn ar fin e voe savet "British East Africa" e1895 ha trevadennerien deuet eus Breizh-Veur a grogas d’en em staliañ war an douaroù gwellañ. Etre1952 ha1959 e voe emgannoù kalet etre an emsaverienMau Mau ha nerzhioù Breizh-Veur. Dont a reas Kenya da vezañ ur stad dizalc’h, a-benn ar fin, d’an12 a viz Kerzu1963.