Kentigern, anavezetoc'h eBro-Skos evelMungo, a oa ursantbrezhon erouantelezh vrezhonStrat Clut, enHanternoz kozh, erVIvet kantved. Anvet e oaCantigernus elatin ivez, haCyndeyrn Garthwys a vez graet anezhañ ekembraeg. Gantañ e voe krouet kêr hag eskoptiGlasc'ho.
Savet eo e anv Kentigern diwar ar gwriziennoù "kent" ha "tigern", da lavarout eo "kentañ tiern". Evit 'Garthwys' avat n'haller ket displegañ. Un anv brezhoneg (pe predeneg) eo Mungo ivez, eusmy-nghu (mo-chohe e gouezeleg), da lavarout eo 'karedig'. EBromfield, Cumbria ez eus un iliz kozh en e anv, evel un toullad all en hanternozCumbria a vremañ.
Ur buhezskrid a voe savet dezhañ gant ar manac'hJocelin of Furness war-dro 1185. Lavarout a ra ar manac'h ec'h adskrivas ar vuhez diwar ur vojenn eus Glasc'ho hag un dihell gozh egouezeleg.
Mamm Mungo,Thenaw hec'h anv, anavezet ivez evelSantez Thaney, a oa merc'h d'ar rouebrezhonLot, peLleuddun (Leudonus elatin), a renas e kornadHaddington, eBro-Skos hiziv, met e rouantelezhGododdin da neuze, enHanternoz KozhBrezhonedEnez Vreizh.
Lubanet e vije bet gantOwain mab Urien, mab roueRheged, ha brazezet gantañ, hervez an dornskrid erBritish Library. Droug a savas en he zad a daolas e verc'h diwar-lein mogerioù e gastell eTraprain Law. Ne voe ket lazhet avat, ha dilezet e voe en ur vagig (coracle) a gasas anezhi a-hed ar stêrForth betekCulross eFife. Eno e voe ganet Mungo vihan.
Desavet e voe Mungo gant SantSerf a oa oc'havielañ arBikted er rannvro-se. Serf an hini a roas dezhañ e anv moumoun, Mungo. Pa voe pemp bloaz warn-ugent e krogas Mungo da avielañ war lez ar stêrClyde, e-lec'h ma vo savet kêrGlasc'ho.
Degouezhet e oa ar relijion gristen er vro gant SantNinian. Diskibion en doe, hag aozet e voe e velegiñ gant uneskob iwerzhonat. Sevl a reas e iliz e kember ar stêrClyde hag arMolendinar Burn, e-lec'h m'emañ an iliz-veur grennamzerel hiziv. E-pad trizek vloaz e labouras er c'hornad, treut ar peuriñ gantañ, toenn ul lochig hepken a-us d'e benn, hogen diskibion e-leizh dezhañ, goude gwelout e skouer ha selaou e gomzoù.
En amzer-se e oa enebiezh ruz e Strat Clut ouzh ar gristenien, hag ur roue Morken a reas da Mungo kuitaat ar vro, ha mont da repuiñ da Gembre. Trement a reas dre Cumbria (pe Rheged?) ha mont da-gaoutDewi, da d-Tyddewi ma chomas ur pennad. Ac'haleno ez eas war-zu an hanternoz betekRouantelezh Gwynedd ma tiazezas iliz-veurSant Asaph eLlanelwy.
Prest e oa da vont da Roma d'ober un dro-birc'hirinañ, met kemm a oa e Strat Clut, ur roue nevez a oaRhydderch Hael, ha pediñ a rae Kentigern da zistreiñ. Mont a reas eta, goude envel Asaph da eskob Llanelwy en e lec'h.
E-pad un toullad bloavezhioù edo kador eskob Mungo eHoddom enDumfriesshire, hag ac'haleno ec'h avielas distrigGalloway. Distreiñ a reas da Glasgow ma vodas kalzig a dud, hag anavezet oant evelClas-gu (hag a dalv kement ha 'tiegezh karet'). Tostik aleno, eKilmacolm, e voe gweladennet gantSant Columba, a oa e Strathtay da neuze. An daou sant a en em vriatas, a reas kaoz hir, hag a eskemmas o bizhier-eskibien Pa voe deuet kozh e oa kabac'h Mungo hag e c'hroñj a ranke bezañ dalc'hetgant un tamm lien. Hervez a voe kontet e varvas a-greiz kibellat d'an13 a viz Genver.
Hervez 'Buhez Sant Mungo' e reaspevar burzhud eGlasc'ho. Sed a vez lavaret evit derc'hel soñj anezho:
Dave a ra ar gwerzennoù d'an darvoudoù-mañ:
War vez Mungo eo bet savet iliz-veur Glasc'ho. Betek ar C'hempenn Relijiel e terede pirc'hirined da bediñ ar sant, a oa e relegoù er c'hev-iliz.
Mungo, pe Kentigern, zo anv div skol enAuckland, eZeland Nevez.
![]() | Sellet erWikimammenn :Kentigern. |
|