Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kensonenn dre entarzhañ

Eus Wikipedia
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Eryezhoniezh e vez implijet an termenkensonenn dre entarzhañ (saoz.:implosive consonant) war dachenn arfonetik hag arfonologiezh evit komz eus urgensonenn nann-skeventel ma vez produet a-drugarez d'ur red-aer war-du foñs ar genoù dre izelaat antroc'h-avel kentoc'h evit implijout ar red-aer boas o vont eus ar skevent hag o vont kuit dre ar genoù pe ar fri.

Kensonennoù dre serriñ eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù dre entarzhañ, ha ral-kenañ eo kensonennoù entarzhañdre daravat pedre fic'hal.

Peurliesañ e vezontmouezhiet, daoust ha ma vez kavet kensonennoù dre entarzhañdivouezh ivez ekrongoeg hag ekitcheg (quiche) ha dre n'eus arouezenn ispisial ebet evit o zreuzskrivañ e ranker ober gantsin an divouezhiañ, d.s.[ɓ̥].

Merket e vez ar fed ma vez distaget ur gensonenn dre strakal hervez reolennoù treuzskrivañ allizherenneg fonetikel etrebroadel dre stagañ ur c'hrogig ouzh an arouezenn a diskwel pe hini eo allec'h distagañ pennañ, da skouer [ɓ].

Kavet e vezfonemennoù dre entarzhañ e 10%-15% eusyezhoù ar bed. Stank-tre e vezont kavetAfrika iskehederel ha stank a-walc'h ivez e gevredAzia hag implijet e vezont ivez en un nebeud yezhoù komzet tro-dro d'anAmazonas. A-hendall e vezont kavet e yezhoù resis zo eusNorzhamerika evel da skouer armaidoueg hag aryezhoù mayaeg, hag esindeg komzet enIndia. Ne vezont ket kavet eyezhoù Europa nag er yezhoù komzet enAostralia.

Setu roll ar c'hensonennoù dre dostaat gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ allizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [ɓ]: kensonenn diweuz dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɗ̪]: kensonenn dent dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɗ]: kensonenn kevig dre entarzhañ mouezhiet
  • [ʄ]: kensonenn staon dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɠ]: kensonenn drestaon dre entarzhañ mouezhiet
  • [ʛ]: kensonenn hoged dre entarzhañ mouezhiet


  KensonennoùGwelit ivez:Lizherenneg fonetik etrebroadel,Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonennmouezhiet. E gris emañ arsonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kensonenn_dre_entarzhañ&oldid=1460174 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp