Ar gerkebab a ra dave da veuzioù liesseurt, fardet gantkig grilhet, hag a zeu eus kalz broioù eus arReter-Nesañ, bet e-barzh an impalaerezhioùotoman hapers (India an Norzh en o zouez)[1],[2],[3],[4].
E brezhoneg, galleg ha yezhoù all c'hoazh, aroueziñ a reer gant ar ger arsandwich gwarniset gant kig grilhet ouzh arber.Döner kebab zo ur ger all, turkek anezhañ, evit envel anezhañ. En Europa e voe brudet da gentañ eBerlin, enAlamagn, erbloavezhioù 1970.
Dont a ra ar ger kebab eus anarabeg کَبَابkabāb[5] hag anturkegkebap[6], deuet o-daou eus ar gerpersekkabāb. Talvezout a ra kement ha « grilhadenn gig ».Kabob a vez skrivet esaozneg SUA,kebob zo ur stumm all, ha gantkabab e reer ekachmireg.
Kevatalioù a zo d'ar gerkebab :chawarma (hag e adstummoù) erReter-Kreiz, hagyros pita e Gres, ar ger-mañ a ra dave d'ur sandwich graet gantkig-moc'h alies.
Kebab zo kig didroc'het servijet gant legumaj ha gwarnisadurioù all a bep seurt hervez ar rekipe heuliet. Poazhet e vez ar c'hig ouzh arber, a-zerc'h a-us d'an tan alies. Kebaboù zo a c'hall bezañ fritet en ur baelon, pe aozet evel ur geusteurenn evel antas kebab. Ar c'hig boas evit ar c'hebab eo arc'hig-dañvad, met rekipeoù lec'hel a c'hall ober gantkig bevin, kig-gavr,kig-yar,pesked, pekig-moc'h zoken (hervez ar berzioù relijiel).