Republik Kazakstan, ent-berrKazakstan peKazac'hstan (kazakeg :Қазақстан,Qazaqstan, [qɑzɑqˈstɑn] ;rusianeg :Казахстан, [kɐzəxˈstɐn]), a zo ur vro vras-ec'hon eusAzia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo enEuropa avat, er c'hornaoueg d'ar stêrOural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'arstepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e2005. Bevennoù he deus gantKevread Rusia,Republik Pobl Sina,Kyrgyzstan,Ouzbekistan haTurkmenistan. Hediñ a ra ivezMor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eusKenglad ar Stadoù Dizalc'h.
Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan.Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant anAozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.
- E miz C'hwevrer2014 en devoa Nursultan Nazarbayev kinniget ma vije kemmet anv ar Stad :Kazakh Eli "Tir ar Gazaked" e vije an anv nevez[1].
14oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala*) : Almaty,Almaty*,Aqmola (Astana),Aqtobe,Astana*,Atyrau,Batys Qazaqstan (Oral),Bayqongyr*,Mangghystau (Aqtau),Ongtustik Qazaqstan (Shymkent),Pavlodar,Qaraghandy,Qostanay,Qyzylorda,Shyghys Qazaqstan (Oskemen),Soltustik Qazaqstan (Petropavl),Zhambyl (Taraz).
2,7 milion km² a zo d'ur vro, ken bras ha kornôg Europa.
- ↑Time Magazine, 24/02/2014, p. 7.