Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kartennouriezh

Eus Wikipedia
Gant ar c'hlaskSevel kartennoù e tegouezher amañ.

Deskrivadur moullet anoikouménē (1482, Johannes Schnitzer, engraver) savet dre implijout daveennoù douaroniel Ptolemaios hag an eil bannerezh kinniget gantañ, jedet diwar an daveennoù eGeōgraphikḕ. Goude bezañ bet dilezet kantvedoù-pad e voe adc'hanet an douaroniezh pa voe bet troet e latin arGeōgraphikḕ e penn-kentañ ar XVIvet kantved
Kartenn an Douar lakaet war ur skor plat dre vannerezh Mercator

Kartennouriezh a reer eus ar studi hag ar pleustr da sevel kartennoù.

Dre genstrollañ ar skiant, argenedelezh hag an teknik e talc'h ar gartennouriezh da gas an traoù gwelus da stlennoù egorel gant un aozadur grafek pe stlennel. Pan eo ar gartennouriezh hollad an hentennoù da sevel ar c’hartennoù, ar sevel kartennoù e-unan eo an disoc’h, ha "kartenniñ" a c’hall bezañ kevatal d'an dro-lavar. Gallus eo lakaat ar gartennouriezh d'urskiant a c’hell bezañ kelennet e pep lec’h, met er skolioù sevel kartennoù e veze pleustret warni gwechall ha bremañ e vez kelennet dre hentadoù arbennik er skolioù-meur.

Goude kavet ar mammennoù, da lavaret eo tresadennoù,luc’hskeudennoù pe stlennoù (savleoù, skridoù, restroù...) e stager gant ar sevel kartennoù dre bemp pazenn.

  1. Sevel listenn an traoù da vezañ kartennet ha dibab an traezennoù da vezañ diskouezet. An traezennoù a c’hell bezañ traou fetis evel anhentoù hag antorosennadur, pe difetis (lec'hanvioù,harzoù politikel).
  2. Diskouez un hollad douaroù digompez war ur skor plat ; setu perak e tleer ober gantbannerezhioù kartennel.
  3. Lemel elfennoù an traezennoù mar n'emaint ket el listenn a zo da gartenniñ.
  4. Krennañ lod perzhioù a denn d’an traezennoù da vezañ kartennet, betek mont d’an hollekadur.
  5. Kempenn an elfennoù treset ken e c’hell ar gartenn kas ur gemennadenn efedus d’an dud, ar pezh a zo pal pennañ pep kartennour·ez : ret eo d'ur gartenn bout resis hag aes da lenn war un dro.

An tresañ hag armoullañ e oa diazezoù koshañ ar gartennouriezh ; bremañ avat ez eo skiant ar stlenn douaregorel[1]. Diwar-se e vez savetreizhiadoù stlenn douaroniel (RSD) a endalc’h ar stlennoù douaregorel evit o c’hemm er restroù prest da vezañ moullet, luc'hvannet pe ginniget enlinenn.

Meur a skiant hag a ziskiblezh a ya da fardañ ar stlennoù douaregorel :douaroniezh,steredoniezh,mentoniezh,matematik,urzhiataerezh,aerlunerezh hag all ; ha kartennoù zo rekis e meur a skiant ivez :douarouriezh,bevoniezh, skiantoù sokial (keraozouriezh,kevredadouriezh hag all) da skouer. Evit bastañ d’o ezhommoù ez eo ret implijout elfennadur ar stlennoù.

Nevez zo ez eo bet ouzhpennet ar gartennouriezh 2.0 hag ar gartennouriezh-kelaouiñ. Ijinet ez eus bet ur ger nevez evit kenskejadur ar gartennouriezh hag an urzhiataerezh : argeomatik, gantgeomatikourien o pleustriñ warnañ.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Arz roc'hel e Val Camonica
Kartenn Bedolina
Breizh-Veur haBizantion, XIVvet kantved, hervezGeōgraphikḕ Ptolemaios. Sifroù gresianek a verk 52–63°N – 6–33°E
Eilskrid (1472) eus kartennIsidoro Sevilla

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eus anhenc'hresianeg e teu ar gerkartenn, dre an emdroadur(el)khartês "skor ur skrid" →(la)charta "paperenn", "skrid" →(fr)charte &carte(br) kartenn ("carten" e 1633).

Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N’eo ket aes kavout kenasant diwar-benn koshañ kartenn ar bed, pan eo disklaer ar pezh a zo bet livet pe gizellet milvedoù zo.

  • EÇatal Höyük e seblant bezañ livet skeudenn ar geodedanatoliat en Henamzer war un voger savet e-kerzh ar 7vet milved kentJezuz-Krist.
  • Asambles gant roc’helloù kizellet erRagistor e weler eMenez Bego (Bro-C'hall) hag eVal Camonica (Italia) ez eus tresadennoù lunioù mentoniel eno, ha deveizet e vezont alies evel skeudennadurioù ar parkoù gounid, pevar mil bloaz zo, e deroù argounezerezh enAlpoù.
  • Ur voger livet a weler e Ti an Amiral eKnosos (Mare ar Minoidi) a zispak ur gêriadenn war vord ar mor (IXvet kantved KJK).
  • War-dro ar mare-se e voe skeudennet keodedNippur, tost daVabilon eMezopotamia. Dre zaveiñ d’ar bed babiloniat ez eus bet kavet skeudennadurioù ar bed anavezet gant o zreserien. Kreizennet war geoded Babilon war ribl anEufrates eo ar gartenn, a ziskouez ur seurt kantenn gant tresadennoù meur a gêr ; urstêr a weler ivez tro-dro dezho : urmeurvor emichañs. Ur gartenn all a ziskwel Babilon e Norzh ar bed.

Kavet ez eus bet deouezadurioù-lec’h kizellet e-kerzhOadvezh an houarn. Ar gartenn anavezetañ zo anvetkartenn Bedolina, bet kavet e Val Camonica, en Alpoù adarre.

EnHenc'hres haHenroma ez eus heklevioù war labourioù ar skiantour Anaksimandros (Ἀναξίμανδρος, ~610 – ~546 KJK), met brudetoc’h eo oberoùKlaudios Ptolemaios a skrivas an arnodskridGeōgraphikḕ Hyphḗgēsis ("Stulevr da dresañ an Douar", IIvet kantved KJK), kartenn an οἰκουμένηoikouménē "[ar bed]]annezet" enni. Ar gartenn-mañ a chomas un daveenn a-bouez e-pad kantvedoù. A-drugarez d’anArabed a zalc’has da dreiñ labourioù an douaroniourien c’hresianek e voent miret.

Krennamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
AnTabula Rogeriana, treset gant Muhammad al-Idrisi evit Ruggero II e 1154

ESina gozh ez eus bet miret roudoù labourioù douaroniel er Vvet kantved KJK, met n’anavezer kartenn ebet a-raok ar IVvet kantved KJK, dindan paeroniezh andierniezh Qin eMarevezh ar Stadoù Brezelour. Kantvedoù war-lerc’h ec'h embannas ar skiantourSu Song (1020-1101) un dornlevrhorolajerezh,Xiangfayao Xinyi (新仪.象法要,1092) e ditl, hag a endalc’he kartenn arstered savet dre ur bannerezh kranennek, ar gartenn voullet koshañ (1094). Koulskoude e seblant bezañ bet kartennoù merdeiñ[2],sterenn an Norzh enno, e deroù an Amzervezh kumun.

EnIXvet kantved e veze savet gant ar c’hloergristen kartennoù ar bed[3] kreizennet warJeruzalem, a ziskouezAfrika an Norzh,Azia hagEuropa, hag aozet diwar arBibl. Kartennoù speredel evit prezegenniñ e oant, kartennoù evit beajiñ ne oant ket. N’eus kartenn ebet savet diwar un deouezadur a-raok anXIvet kantved, darn anezho harpet war anTabula Peutingeriana a eilade sturlevrioù anImpalaeriezh roman diwezhat.

Er bloaz1154 ec'h embannas an douaroniour arabMuhammad Al-Idrisi unatlas anvetTabula Rogeriana (diwar anvRuggero II, roueSikilia) a enlakae anaoudegezhioù e-keñverAfrika, broioù arMeurvor Indian hag arReter-Pellañ dastumet gant ar varc’hadourien arab ha kenstrollet gant oberoù ar gartennerien c’hresian-ha-roman. Evel-se-se e savas ar gartenn resisañ evit e amzer hag an tri c'hantved war-lerc'h.

E diwezh anXIIIvet kantved e voe ijinet kartennoù arbennik evit ar verdeerien, ar portulanoù, anvet diwar ar geritalianekportulano, "dornlevr merdeiñ". Ne ziskouezent nemet arporzhioù, ar merkoù, linenn an aodoù, an enezennoù ha pep traezenn a c’hellfe bezañ emsavus evit ar merdeadurezh. Evit sevel kartennoù merdeiñ e voe staliet skolioù kartennouriezh e lod porzhioù : eSpagn da gentañ, ma voe savet ar portulan koshañ e1344 eMallorca, hag ePortugal (Lisbon) ha pelloc’h eDieppe haKonk-Leon. E skol Mallorca e voe savet anAtles català ("Atlas katalan",1375) a zo bet kaset dalevraoueg ar roueKarl V an Impalaeriezh Santel. Urportulan kartenn ar bed warnañ eo.

War-dro 1 100 kartenn fardet er Grennamzer zo deuet betek ennomp, an darn vrasañ anezho enlakaet edornskridoù enlivet, hag ur c’hantad en o unan.

Azginivelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa voe troetGeōgraphikḕ Ptolemaios elatin e diwezh ar Grennamzer, goude bezañ bet troet gant an Arabed, kartennoù ar bed anavezet d'e vare a vroudas goulennoù diwar-benn ar pezh a c’hellfe bezañ kavet dre armeurvorioù.

En Amzer an Ergerzerezh pe Amzer an Dizoloadennoù (XVvet kantved-XVIIvet kantved), ar gartennourieneuropat o deus implijet parzhioù kavet er c’hartennoù diaraok ha savet kartennoù aozet diwar arselladurioù an ergezhourien ha dre an teknikoù nevez. Gwellaet a-galz e voe ar spisted dre an ostilhoù nevez-iijinet evel annadoz-vor, anteleskop hag arc’hwedant. Ar gartenn goshañ a zispak anDouar en e bezh a voe aozet e1492 gant anAlamanMartin Behaim (1459-1507).

Johannes Werner (1468-1522) a ginnigas ar bannerezh Werner, hag e1507 e fardasMartin Waldseemüller (1472-1520) koulz ar bellenn Douar gentañ hag ar gartenn-voger gentañ,Universalis Cosmographia (embannet e1507), ar gerAmerica warni.

Universalis Cosmographia, 1507

E1513, ur c'hartennourotoman,Piri Reis (~1480-1554), a dresas douaroù eusAmerika ivez. Ar PortugaladDiego Ribero (†1533) a dresas linenn arc’heheder war urblanisferenn. An ItalianBattista Agnese (c.1500-1564) zo bet oberour 71 atlas dornskrivet, kartennoù-merdeiñ ennañ.

Ne oa ket boas (nag aes, a-wezhioù) skrivañ war gostez ar c’hartennoù da be zen e oa bet amprestet darn eus ar mammennoù. Da skouer, p’en doa arSaozHerman Moll (1654-1732) embannet e1715The Beaver Map ("Kartenn an Avank"), koshañ kartenn Amerika a-hervez, e voe kavet da c’houde ne oa nemet eiladur ar gartenn savet e1698 gant ar GallNicolas de Fer (1647-1720), met hemañ en doa kavet kalz elfennoù e labourioù arBelgiadLouis Hennepin (1626-1704) hag ar GallFrançois du Creux (1596-1666).

Estreget ar c’hartennoù-merdeiñ paeet gant ar varc’hadourien e veze aozet ha kellidet kartennoù gant ar galloudoù politikel evit difenn tiriadoù pe o zagañ. Kalz kartennoù a veze lakaet da draezennoù kuzh, hag ar gartennourien a c’helle kaout goproù uhel dre en em werzhañ d’urStad amezek.

Holl Stadoù Europa a glaskas staliañ skolioù kartennouriezh ha kas kartennourien guzh da bep lec’h.Roma,Firenze haVenezia zo bet al lec’hioù ma veze bodet un niver bras a gartennourien.

E Sina, ergerzhadennoù ar merdeerZheng He (1371-1433) er Meurvor Indian betek aodoù Afrika a vouetas ar c’hartennoù savet erXVIvet kantved gant kaelioù ha deouezadurioù an traezennoù, met ne voe ket kendalc’het gant an traoù nevez-se.

XVIIvet-XVIIIvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Bannerezh kernennek kevatal Lambert
Bannerezh azimutel kevatal Lambert

Ma 'z eo bet bannerezh arFlandrezadGerard De Kremer (Gerardus Mercator,1512-1594) un araokadenn dispar evit ar verdeerien, ezhomm a oa eus bannerezhioù all evit kartenniñ an douaroù. An AlamanMatthäus Seutter (167-1757) a voe an hini kentañ e1740 oc’h ober gant ur bannerezh gant diarsell a-serzh hag, e1743,Joseph-Nicolas Delisles (1688-1768) a ginnigas ar bannerezh kernennek keit-ha-keit.

Ar matematikoursuisJohann Heinrich Lambert (1728-1777) a bledas gant kudenn ar bannerezh (penaos plaenaat un dra bellennek evit e dresañ war ur follenn baper ?). Kavout a reas 7 doare da ober bannerezhioù, met daou anezho a chom implijet-kenañ : ar bannerezh kernennek kevatal hag ar bannerezh azimutel kevatal.

Ken pouezhus eo al liamm krouet etre ar gartennouriezh hag arc'hlennadurezh (skiant ar muzuliañ un dachenn kent he zresañ) pe skiant kozh ar gwalennata, a veze implijet evit muzuliañ gorread an Douar hag e ziskouez warbaper. Ar benveg kentañ a oa arc’hard kelc’h arwellaet. Ur bazenn belloc'h e voe muzuliañ uhelderioù al lec’hioù da vezañ kartennet. Kaout muzulioù resis an hedoù evit sevel an deouezad kenstag a zeuas gant teknikoù antric’hornegadur.

Ur skiant all a zeuas da reiñ harp d’ar gartennourien : arsteredoniezh, a bled gant muzulioù anegor, ken war an Douar hag en oabl. Pa voe termenethedredenn Pariz e1663 ha diazezetArsellva Pariz e1667 e voe raktreset sevel kartenn Bro-C’hall diwar urzhLoeiz XIV ; ar gartennourien a zlee jediñ tres resis un darn eus an hedredenn bennañ, koulz e Norzh hag e Su Pariz. Kroget al labourioù tric’hornegañ e1700, ne voe ket echu sevel tres an hedredenn a-raok1718. Da c’houde e voe jedet tresoù seizh linenn a-serzh ha re an harzoù hag an aodoù. Jedet e voe 814 tric’horn evit goleiñ tiriad ar rouantelezh a-bezh ha lec’hiadurioù ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù, koulz ha re an elfennoù douaroniel (dourredennoù,menezioù hag all). War an dachenn e voe dastumet ar muzulioù gant daou ijinour-douaroniour. E1744 e voe kinniget ur gartenn a ziskoueze an tric’hornioù.

Kinniget e voe kartenn hollek Bro-C’hall[4] d’ar roueLoeiz XV e1747, met pa ne veze roet arc’hant publik ebet evit he c’henderc’hel e tivizas ar c'hartennour gallCésar-François Cassini (1714-1784) sevel ur embregerezh prevez gant aotre ar roue. Daou vil tric’horn a voe treset (ar 814 kent enno) evit produiñ kartennoù lec’hel 1 linenn evit 1tezad Pariz o skeul (1/86 400, pa ya 864 tezad Pariz en ul linenn ; 1 tezad Pariz = 1,959576m). Etre1747 ha1793 e voe embannet ha lakaet e gwerzh.

Rakjedet e oa bet embann 180 follenn kartenn, met 165 a oa bet moullet pa voe divizet ma vijentdeoget gant ar Republik ha kaset eus boniad an Arsellva d’anDépôt de la Guerre (dastumlec’h an dafar milourel), pa ne zlee mui enebourien ar vro anavezout tres spis an tiriad[5].

Pa voe krouet Akademiezh roueel ar Skiantoù Pariz (Académie royale des Sciences de Paris) e1666 e voe sachet evezh an izili war kraf al lun m’he deus an Douar(la figure de la Terre), rak ur bellenn beurvat e oa hervez diskibledRené Descartes hag unan pladet e takad ar pennoù-ahel hervez diskibledIsaac Newton). Evit diskoulmañ ar gudenn e voe divizet kas ur skipailh skiantourien renet gant ar steredoniour breizhatPierre Louis Moreau de Maupertuis (1698-1759) da NorzhFinland evit keñveriañ hed un derez gwarenn war an hedred gant an hini a oa bet jedet nepell diouzh Pariz. Pa oa an hini kentañ an hini hirañ e voe kadarnaet teorienn Newton.

Divizet e voe gant Akademiezh ar Skiantoù kas ur skipailh all evit muzuliañ 1° gwarenn war un hedredenn a droc’h ar c’heheder eSuamerika, enEcuador. Ar steredoniour gallCharles Marie de la Condamine (1701-1774), ar matematikour breizhatPierre Bouguer (1698-1758) hag allouzawour gallJoseph de Jussieu (1704-1779) a voe an tri skiantour pennañ.

XIXvet kantvedXXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pep Stad er bed a glaskas sevel kartennoù ar spisañ ma c’helled rak diorroadur anarmerzh hag andeskadurezh a zouge an holl da c'houzout penaos e oa aozet ar bed ha penaos e c'helled beajiñ, ober kenwerzh hag eskemm divizoù. Dre ar wask hag al levrioù skeudennet e veze degaset deskrivadurioù ar broioù pell, ha gwell a-se ma veze degaset kartennoù ouzhpenn.

E1818 e krogas anDépôt de la Guerre da sevel kartennoù sturvod 1/80 000 o skeul, met ar savleoù a veze graet evit ar skeul 1/20 000. Pep kartenn a veze goloet gant kartoñs tev evit bezañ implijet gant an ofiserien dindan an amzer. E1887 e voe dispartiet arService géographique des armées (SGA) diouzh arService historique des armées hag an SGA a yeas da vezañ anInstitut géographique national (IGN) e1940.

Ur gartenn sturvod c'hall, 1885, gant an uhelderioù

Etre1799 ha1804 e veajas an douaroniour alamanAlexander von Humbolt (1769-1859) e Spagn Nevez (Mec'hiko hiziv) evit dastum ditouroù skiantel. Sevel a reas kartenn vras ar vro-se diwar labourioù lec’hel kempennet o hedredennoù hag o ledredennoù.

EStadoù-Unanet Amerika, daou amsez kevredel a bledas gant ar c’hartennouriezh : anUS Coast Geodetic Survey hag anUS Geological Survey.

E1884 e voe bodet eWashington, D.C.Kuzuliadeg etrebroadel an Hedredennoù, a zivizas lakaathedredenn Greenwich d'an hedredenn orin evit an holl gartennoù-merdeiñ hag an holl gartennoù a-vremañ erziwezh[6].

Luc’hskeudenniñ an douaroù diwar urc’harbed-nij a c’hell dibradañ diouto a c'helljod, da gentañ gantaerlistri, da c’houde gantnijerezioù. Implijet e voe ar mekanikoù-se erBrezel-bed kentañ evit ober nijadennoù reizhet gant nijerezioù arbennik.

Gant an urzhiataerezh e voe eilpennet teknikoù ar gartennouriezh, koulz ar savleoù hag ar sevel kartennoù e-unan. Pep luc’hskeudenn tennet diwar nij a c’hell bezañ reizhet en doare da vezañ e-giz ma vije plaen (reizhluc’hskeudenn), ha goude1978 (loarelloùTransit haSpot) e voe gallus implijout allunerezh dre loarell, undiarunusted dindan 5 metrad ganti. "Aerlunerezh" a reer eus ar sevel skeudennoù niverel diwar an uhel.

XXIvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur gartenn dre boellgomzer

Pan eo bet gallus amestezañlestrazoùloarelloù e voe ijinet gantal lu stadunanat ma vije eskemmet arhentoù lec’hiañ hollbad ken e oa anavezet lec’hiadur forzh pe resever/kaser forzh pelec'h. Evel-se e vez goloet ar bed a-bezh gant 6 reizhiad douarlec’hiadur dre loarell (DLL)[7]. Goude ar Stadoù-Unanet (Global Positioning System / GPS,1996-2000),Rusia (GLONASS[8], 1996-2010), Sina (BeiDou Navigation Satellite System,2003),Unaniezh Europa (Galileo,2011),Japan (Quasi-Zenith Satellite System / QZSS,2021) hagIndia (Indian Regional Navigation Satellite System / IRNSS, 2023), meur a reizhiad a c’hell bezañ resevet war ur benveg boutin-tre evel urpoellgomzer.

P’eo bet lakaet asambles ar gartennouriezh dre loarell hag ar reizhiad douarlec’hiadur dre loarell e c’hellas embregerezhioù urzhiataerezh bras embann reizhiadoù kartennouriezh enlinenn evit ar bed a-bezh (evit alLoar ivez).Google, Yandex, Here, Tom Tom,Apple, BeiDou : ken implijet int deuet da vezañ ma ne ra mui lod tud gant ar c’hartennoù paper. Dispaket e vez warskrammoù ar c’harbedoù ur sell war gartennnig al lec’hioù m’o deus c’hoant da vezañ.

Google Maps a voe disklêriet e2003 hag a reas berzh pa ginnige tammoù kartenniñ evit ar beajiñ hag an dezougen a c'heller implijout war pep urzhiataer pe boellgomzer, koulz ha tammoù aerlunioù, met ur reizhiad henchañ hag un etrefas evit atersiñ ha kavout lec'hioù, straedanvioù, stalioù a bep seurt, hag all, eo ivez. Deuet eo kenderc'hadoù ar gartennouriezh da vezañ un dra voutin-tre.

E2004 e voe lañset an embregennOpenStreetMap, dezhi ar pal kartenniñ an holl vroioù, a-stroll hag a-youl-vat, diwar an arselloù war al lec'h pe diwar mammennoù stlennoù douaregorel frank. Embregerezhoù digor pe brevez all a ya d'ober ar pezh a vez anvet ar gartennouriezh 2.0.

Kartennouriezh ha galloud politikel-ha-milourel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brezelekaat eo talvoudegezh pennañ an douaroniezh, hervez an douaroniourYves Lacoste[9]. Efedus-tre eo bet ar c’hartennoù e-touez an ostilhoù savet diwar ar skiant-se. Savet int bet gant skiantourien a laboure evit ar galloudoù, hag en XIXvet kantved e voe roet d’al luioù unpiaou ar sevel kartennoù bras o skeul.

ErRouantelezh Unanet, servij an dafarioù milourel(Board of Ordnance) a gavas e vije aesoc’h difennBro-Skos goude emsavadeg arJakobidi(Jacobites) (16881746) dre sevel kartenn anUheldirioù. E1790, ur servij sevel kartennoù a voe diazezet, anOrdnance Survey e anv. Eilañ a reas teknikoù gall an tric’hornegadur evit embann follennoù kartenn vras ar rouantelezh. E Spagn ivez e voe ar c’hartennoù bras o skeul savet gant al lu, a-raok bezañ fiziet enInstituto Geografico Nacional.

Met dispartiet eo bet ar servijoù stlenn douaroniel, an darn vuiañ da vezañ un ensavadur trevourel ; chom a ra servijoù milourel (e Bro-C’hall, arService géographique de l’État-major hiziv), ur egorlestraz loarelloù dezho.

Pepmorlu a savas ur servij sevel kartennoù-merdeiñ, ken n’hell ket e vagoù bezañ en arvar nag en dourioù broadel nag en dourioù estren. E Bro-C’hall e voe diazezet anDépôt des cartes et plans de la Marine e1720 ha deuet eo da vezañ arService hydrographique et océanographique de la Marine (SHOM), pemp ensavadur ennañ, hiniBrest en o zouez.

Kemmoù teknikel an tresañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er c’hantvedoù kent arXIVvet kantved, teknikoù ar sevel kartennoù a denne da vinvioù ar skrivañ :pluennoù,broustoù, barroù-livañ, perzhioù arparchoù… Nebeut-tre a skouerennoù a veze fardet, hepken evit ar vegenn bolitikel pe gefredel.

Dre implijout binvioù evit muzuliañ an hedoù, arc'hornioù ha saviadoù arc’horfoù-egor e voe kaset ar sevel kartennoù trema ar matematikoù ha rannoù ar skiant-se evel arventoniezh hag an tric’hornegadur ; da skouer kartenn Bro-C'hall (Gallia), embannet e1525 gant ar matematikour gallOronce Fine (1494-1555).

Kartenn Oronce Fine (1525)

Pelloc’h e teuas araokadennoù ar mekanikoù : arwaskerell erXIVvet kantved ; arc'hard-kelc’h e kreiz arXVvet kantved ; annonius ijinet gant ar PortugaladPedro Nunes (1502-1578) evit jediñ lec’hiadurioù resis. EnXVIIIvet kantved e voe ijinet ar padventer evit jediñ an amzer merdeiñ ha dezastum lec’hiadur ar vag dre geñveriañ gant hini ar stered. War an douar e voe ijinet benvegoù hezoug a bep seurt evit muzuliañ an hedoù hag ar c'hornioù.

Kemmoù bras a zeuas e-keñver ar skor ma vez lakaet al labour warnañ pa zeuas amzer ar wask, a c’helle degemer koadengravadurioù, krafengravadurioù (engravadurioù warvetal) hag arouezennoù. Pa greske barregezhioù ar grafengraverien e teuas ar c’hartennoù da vezañ aesoc’h da lenn ha kemplesoc’h. Pelloc’h, en XIXvet kantved, ijinadenn armaendreserezh a zegasas un doare da fardañ kartennoù marc’had-mat da vezañ dasparzhet a-viliadoù gant ar moullerezhioù herrek. Araokadennoù graet e-barzh alluc’hgimiezh a zegasas moulladennoù spisoc’h ha stabiloc’h.

Un emdroadur war daou lamm eo degouezh an tresañ leviet gant an urzhiataerezh, en deus degaset an treselloù emgefreek evit sevel kartennoù bras. Ur bazenn ouzhpenn, ha pep moullerez hiniennel a c’hall moullañ kartennoù. Erziwezh ez eo deuet da vezañ boutin studiañ kartennoù war urskramm.

Teir familhteknologiezhioù zo deuet da vezañ pileroù ar gartennouriezh :computer-aided design (CAD ; "tres ameilet dre urzhiataerezh" - TAU), ar reizhiadoù stlenn douaroniel hag ar meizantoù skeudenniñ arbennik. Boniet e vez ar stlennoù douaregorel en urzhiataerioù ken e vez adtapet diwar c'houlenn. Pep stlenn a c'hell bezañ implijet evit sevel war ar prim kartennoù oberiant hag etreoberiat. Ken heloc'h ha ken efedus eo an dafar teknikel evit ar savleoù war an dachenn (urzhiatarerioù kaletaet, roudennerioù, ardivinkoùlaser) ma 'z eo aet ar sevel kartennoù da vezañ un ober prim.

Perzhioù hollek ar gartennouriezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hollek ha dodennek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daou rummad kartennoù zo : ar re hollek hag ar re zodennek. Ar re gentañ a endalc’h kalz elfennoù gant ditouroù a-zivout al lec’hiadur ha daveennoù all. Produet e vezont a-yoc’h evit an dud. En o zouez emañ ar c’hartennoù bras o skeulioù evel tresoù kêrioù ha kartennoù evit ar c’henkadennoù (troiadoù-bale). Mar diskouezont ditouroù a-zivout un nebeud dodennoù e c’hall ar c’hartennoù lakaat war wel ditouroù perzhek evel ar pezh a vez gounezet en un takad pe harzoù politikel ur bastell-vro pe ur vro a-bezh. Bez' ez eus kartennoù hollek ha dodennek war un dro : ar c’hartennoù-reteriñ da slouer, pa 'z eo hollek deouezadur ar strujerezh ha dodennek meur a elfenn enno.

Glennadurel ha loadoniel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre zeouezañ spisoc’h al lec’hioù gant o ferzhioù torosennadurel ez eo deuet da vezañglennadurel (topografek) meur a gartenn savet adalek an XIXvet kantved. Mar ne zegas nemet un nebeud eus perzhioù an takad e lavarer ez eoloadoniel (topologek) ar gartenn, ken e vez graet untres (tres ur gêr, da skouer) eus ar gartenn eeunaet-se. Savet e vez tresoù an dezougerezhioù (trenioù, kirri-boutin…) hep mirout ur skeul unvan ha gant linennoù eeunaet. Azasaet eo an tres diwar ar mennad degas ditouroù bevennet mat d’an dud o deus ezhomm kompren buan penaos e c'heller mont ag ul lec'h d'egile. Ar c'hartennoù-hentoù zo ur skouer vat eus ar c'hartennoù loadoniel.

Dodennek ha loadoniel eo kartennmetroLondon

Dibab an ditouroù diwar ar mennad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lakaat an dud da intent ar mennad pennañ eo pal ar c’hartennour ken eo bet savet ar c’hartennoù gant ur mennad pe un nebeud mennadoù atav. Ar mennad a rank bezañ intentet dindan verramzer ha hep koll evezh. Dre splannded an ditouroù ha sklaerded an tresañ e c’heller tizhout ar palioù ha seveniñ ul labour talvoudus.

Kartennoù kempenn ha brav a laka an dud da grediñ start ez eo diles an traoù dispaket. Da gentañ holl ez eo ret dibab un titl a-feson a grou ul liamm etre an arouezennoù hag ar meiz ken e ro lañs d’an dielfenniñ[10].

Gant ar gartennouriezh a-vremañ e c'heller kavout ur gartenn diwar-benn dodennoù diniver, evel diabarzh ar c’horfoù koulz hag arc’hiberegor.

Anvadur dre gendiviz emplegat

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An darn vuiañ eus ar c’hartennoù a zispak elfennoù lizherennet : lec’hanvioù, anvioù boutin, alc’hwezioù ha notennoù ne c’hell ket al lennerien tremen hepto. Fardet e vezont evit bezañ komprenet gant implijerien ur yezh pe meur a hini. Gwashoc’h e vez an diaesterioù pa vezlizherennegoù ha ne vezont ket anavezet gant an holl. A-wezhioù ne vez ket kempoell an anvadur pa vez mesket doareoù hengounel ur yezh gant stummoù lec’hel. Da skouer, kinniget e vez d’ar c’hallegerien kartennoùRusia gant treuzskrivadurioù diwar allizherenneg kirillek, met an doare hengounel a chom merket evit lod kêrioù bras (МоскваMoskva → "Moskva", "Moscou"). An treuzskrivadur diwar ar skriturarabek a degas diforc’hioù evit lec'hanvioù treuzyezhet (المخاAl-Mukha → "Moka", "Mocha", "Mokha", "Mokka", eYemen). Pa vez un adreizhadur endoare da dreuzskrivañ e weler an anvioù o kemmañ, evelBeijing (北京,Běijīng), kêr-benn Sina, a zo betPekin evit ar c’hallegerien (reizhiad anÉcole française d'Extrême-Orient / EFEO) haPeking evit ar saoznegerien (reizhiad Wade-Giles).

Kartennoù liesyezhek a vez savet pa vez meur a yezh ofisiel en ur vro : e Suis e weler kartennoù gant peder yezh (alamaneg,galleg,italianeg haromañcheg).

Skeul

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Peogwir ez eo pep kartenn un deouezad bihanaet a-galz eus un dachenn ez eus ur c’heñver a-fed ment ar gartenn ha ment an tiriad ma tenn dezhañ. Ur skeul a vez jedet evit an derc'hennad, a vez diskouezet dindan stumm ar rann diwar unan dre ar gevatalenn :

Skeul=ment manatment gwerc'hel{\displaystyle Skeul={\frac {\text{ment manat}}{\text{ment gwerc'hel}}}}

Da skouer, mard eo 6 cm (0,06 metr) an hed etreLoudieg haPondivi war ar gartenn (ment manat) evit diskouez 15 km (15 000 metr, ment gwerc'hel), ar skeul zo0.0615 000=0.000004{\displaystyle {\frac {\text{0.06}}{\text{15 000}}}=0.000004} (da lavaret eo 1/250 000, 1 cm evit 2,5 km).

Dibab skeul ar gartenn eo ar pep pouezusañ rak ret eo azasaat gorread an takad a glasker kartenniñ, spisted an traezennoù dispaket ha ment ar gartenn. Pa vez bras ar skeul (ur rann eo) e vez bihan ar ranner ha pa vez bihan e c'hell tizhout 80 000 ha muioc'h.

Ar c'hartennoù-kenkañ a vez embannet ingal gant anInstitut géographique national a zo 1/25 000 o skeul. Kavet e vez kartennoù Breizh war paper a zo 1/250 000 o skeul.

Ar c'hartennoù enlinenn o deus perzhioù dibar e-keñver ar re war baper : kartennoù link int, pa c'heller kemmañ ar bastell-vro a vez diskouezet, hag un ugentad skeulioù d'an nebeutañ a c'heller lakaat da zibunañ evit bihanaat ar pezh a weler war ar skramm (evit gwelet un dachenn vrasoc'h) pe e vihanaat (evit gwelet un dachenn vihanoc'h, muioc'h a vunudoù enni).

Arouezskrivadur kartennel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kempennet e tle bezañ ar gartenn evit ma c'hellfe un den diboullañ kement ditour a zo dedennus evitañ, dre ur stellad arouezioù a gas war-eeun d’ar c'healioù. Ezhomm zo eus un alc'hwez a zispak keit-ha-keit an arouezioù hag o displegadennoù. Titl ar gartenn eo an alc'hwez pennañ, distag pe get, ma vez meneget pe zachenn a zo aroueziet ha deouezet.

War gostez ar gartenn peurliesañ e kaver roll an arouezioù gant o displegadennoù ; diret eo un nebeud anezho : ar reteradur (dre ur bir perod an avelioù), skeul an hedoù, bannerezh ar gartenn. Ditouroù all zo ivez : mammennoù, gwirioù miret, embanner ha notennoù teknikel.

A-bouez-bras eo dibab ha kempenn al livioù pa vez un niver divent anezho : 16 777 216 (224) dre urzhiataerezh. Ret eo heuliañ reolennoù war gempenn al livioù evit ma ne vo ket takadoùigoù harz-ouzh-harzh a-liv an eil gant egile. Harpet e vez al labour gant an urzhiataerioù, a c’hell jediñ ar pezh a vez gwelloc’h evit al lennerien.

Hollekadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sevel ur gartenn zo kemer divizoù resis a-zivout ar pezh a vo diskouezet, ha plegañ dirak ar fed ma ne c’heller ket silañ pep traezenn aroueziet betek ma vije re leun ar gartenn ha diaes da lenn, pe zistummet gant arouezioù kuzhet dindan reoù all. Seul vihanoc’h ar skeul, seul nebeutoc’h a draezennoù dispaket. "Hollekadur kartennel" a vez graet eus ar c’hempenn a zle bezañ graet pe gant an dorn pe gant jedadennoù an urzhiataer evit digreskiñ an arouezioù d’o azasaat da vent ur gartenn bihanoc’h e skeul pe evit ar c’hontrol.

Meur a hentenn a c’hell bezañ dibabet : eeunaat, dilemel, kendeuziñ, skañvaat, kreñvaat, kenstrollañ, ha krouiñ arouezioù arbennik.

Bannerezhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hentennoù evit diskouez tachennoù kromm war ur skor plat eo ar bannerezhioù ; seul vrasoc'h an dachenn a venner kartenniñ, seul grommoc'h eo. Ret eo neuze ober un treuzvarc’had etre pellennegezh ar Voul Douar ha plaended ar gartenn, ha kalz bannerezhioù zo bet ijinet adalek an Azginivelezh. Ne ra ket dave d’ur bannerezh mentoniel, d’un treuzfurmadur plaen e ra e gwirionez. Ar gartennourien a rank dibab ar bannerezh hervez ledander ar gartenn hag ar mennad pennañ. Hiziv e vez implijet kalz ar bannerezh Winkel-Tripel evit sevel kartennoù, met meur a vannerezh a vez implijet evit ar skeulioù uhelañ. E Bro-C’hall ez eo bet dibabet ar bannerezh Lambert93 evit ar c’hartennoù a zo aotreet gant ar Stad.

Fazioù hag ouzhpennadennoù er c’hartennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Estreget ar fazioù a zeu eus savleoù direizh pe ziglok e kaver fazioù dre youl, anvetEaster eggs "vioù Pask" e saozneg, e tresoù ar c'hêrioù peurliesañ : ur straed pe ur gêriadenn ha n’eus ket anezhi, da skouer, ken e c'hall servijout da brouiñ ez eo bet eilet ar gartenn a-enep al lezenn. Oberennoù kefredel eo ar c’hartennoù hervezEmglev Bern (1886). Ritennoù a vez silet er c’hartennoù evit klask mirout outo a vezañ eilet, evel ma vez graet erbilhedoù-bank.

Pa c’hell ar c’hartennoù bezañ un afer Stad pe vilourel ez eus bet fazioù lakaet a-ratozh ha tresoù dilec’hiet evit abegoù politikel.

Liammoù diabarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)GIS science,Geographic Information System a ren.
  2. Kartennoù-mor (kartenn-vor en unander) a lavarer ivez.Carten-vor haCartennou-vor, egeriadur Gregor Rostren, 1732.
  3. Emañ an dro-lavar-se e geriadur Gregor Rostren,carten ar bed, 1732.
  4. Carte qui comprend tous les lieux de la France qui ont été déterminés par les opérations géométriques.
  5. Patrice Bret,Le Dépôt général de la guerre et la formation scientifique des ingénieurs-géographes militaires en France (1789-1830), en'Annals of Science niv. 48(2) pp. 113-157, London, 1991. Kavet :10 Gouhere 2023.
  6. 102,5metr er reter da Arsellva Greenwich emañ an hedredenn 0 implijet evel daveenn evit sevel ar c’hartennoù-mor.
  7. Global Positioning System (GPS)
  8. Ruseg : ГЛОНАСС,глобальнаянавигационнаяспутниковаясистема,globalnaïa navigatsionnaïa spoutnikovaïa sistéma, "reizhiad hollel merdeiñ dre loarell".
  9. (fr) Yves Lacoste,La géographie, ça sert d’abord à faire la guerre, Maspéro, 1976 ha La Découverte, 2014(ISBN 978-2-7071-7836-7)
  10. (en) Monmonier, Mark.Mapping It Out. Chicago : University of Chicago Press, 1993, p. 93(ISBN 978-0-226-53417-6)
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kartennouriezh&oldid=2178545 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp