Karta Sevenadurel Breizh a zo ur skrid bet sinet d'ar4 a viz Here 1977, gant arRepublik c'hall, gant anÉtablissement public régional de Bretagne (anv ar rannvro er skrid) ha kuzulioù-departamant Aodoù-an-Hanternoz (hiziv an deizAodoù-an-Arvor),Penn-ar-Bed,Il-ha-Gwilen,Morbihan haLiger-Atlantel. Evit ar wech kentañ ez eo anavezet ez ofisiel "personelezh sevenadurel"Breizh hag ar pal a zo derc'hel dezhi. Aotreet e oa bet ar pennaenn-se gant Prezidant ar RepublikValéry Giscard d'Estaing hag ofisielaet d'an8 a viz C'hwevrer e-pad ur brezegenn ePloermael, o respont d'ur c'hoant eus ar Vretoned. E1978 eo krouetKuzul sevenadurel Breizh hag e1981Skol-Uhel ar Vro gantKuzul Rannvroel Breizh haKuzul-departamant Liger-Atlantel, an aozadurioù nevez-se a gemer plas ar Garta.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |