Pa oa bihan e klaskas e vreudeur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Da gentañ e voent kounnaret o welout e oa bet roet an titl a roueAlamagn (Alemenia elatin) dezhañ pa ne oa nemet 4 bloaz. Goude-se pa voe roet hini roueAkwitania dezhañ e838 pa oa 15 vloaz. Goude marv o zad e voe gwashoc'h an tabut etre ar vreudeur. Met pa glaskeLotar Iañ, ar breur henañ, skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Karl un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye (841). Diwarfeur-emglev Verdun sinet e843 e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :
Ouzh erouantelezh e stagasProvañs ha (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met reiñ a rankas ul lodenn eusLotaringia da Loeiz dre feur-emglev Mersen.
Etre856 ha861 e c'houzañvas erouantelezh meur a aloubadenn diwar anNormanned ken e kavas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg ewazhourien eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp aneskibien.
E865 pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.
E875 e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar PabYann III war-lerc'hLoeiz II a Italia, mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e876, e aloubas Karl lodenn gornôgBro-Loter, met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized (emgann Andernac'h e-kichenKoblenz,876).
E877 ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet arc'hontelezhioù drehêrezh ha dre-se e krogas amzer arc'hladdalc'helezh. Goude-se ez eas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaskeKarloman, mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas d'ar6 a viz Here877 pa oa o treuziñ anAlpoù ekêriadennBrios (Avrieux hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant unampoezon roet dezhañ gant e vezeg.
↑Bulletin de la société académique de Brest, Deuxième série, Tome XX, 1894-1895. Brest, 1895. « Maro ar Roue Morvan » gant Ch. Gwennou, p. 464. « Kenteliou ann Istor », p. 470.
↑« Emgann Jengland e 851 » gant Noël-Yves Tonnerre, lakaet e brezhoneg gant Kuzul ar Brezhoneg.
↑4,0 ha4,1Anselme de Sainte Marie (Père Anselme),Histoire généalogique et chronologique de la Maison Royale de France, 9 volumes, Paris, 1725 et années suivantes, tome 1, page 34,lire en ligne