Ur stad kevredet aAostria eoKarintia (alamanegKärnten, slovenegKoroška) a zoKlagenfurt (slovenegCelovec) egêr-benn.
Divyezh ofisiel a zo e Karintia: analamaneg hag ar c'hKoroško (sloveneg Karintia), ur rannyezhslovenek. Hervez niveradeg ofisiel2001 e ra 13 109 a dud (~2.3% eus ar boblañs) gant ar sloveneg bemdez; e gwirionez ez eus muioc'h evit 50 000sloveneger karintian (da lavarout eo muioc'h evit 9% eus ar boblañs), met lakaet e vez lod anezho da gaout mezh abalamour d'o yezh.
Abaoe anXIXvet kantved ez eo bet Karintia unan eus kreñvlec'hioù an tu dehou pellañ eKreiz Europa. D'ar vare-se e tegemeras lod eus alamanegerien ar vro mennozhioù broadelour, enepslav,enepyuzev hagenepkloer tra ma chome ar slovenegerien leal ouzh gouarnamantVienna ha stad liesvroadel anHabsbourged. E1919, pa voe disrannetAostria-Hungaria, e c'houlennas breujoù Karintia e vefe staget o bro ouzhAlamagn. Lu stadSHS (Yougoslavia) a ac'hubas ar rannvroioù sloveneger hag en em gannas ouzh gward-bro Karintia. Betek ar bloavezhioù1980 e oa bet enoret paotred ar gward-bro evel harozed ha "difennerien a-enep ar Slaved" gant gouarnamantoù Karintia.Dre ur referendom (d'an10 a viz Here1920) e chomas ar rannvroioù sloveneger stag ouzh Karintia dre ma oa bet prometet d'ar slovenegerien, 70 000 den bennak d'ar mare-se, skolioù evito o-unan.Etre1938 ha1945, dindan ren annazied, e oa forbannet miliadoù a slovenegerien gant anSS. Em em zifenn a raent en ur sevel strolladoùpartizanted hag a stourme a-enep d'ar polis ha d'an arme alaman ar gwellañ ma c'hellent. Da dreitourien e vez lakaet ar rezistanted-se gant politikerien garintian eus an tu dehou betek an deiz a hiziv. Dre voaz e ya un dregantad uhel eus ar votoù gant strolladoù eus an tu dehou pellañ e dilennadegoù Karintia - war-dro 42.5% e2004.
Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhelAostria gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er velestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E1972 e tivizasBruno Kreisky,kañseller Aostria, haHans Sima, pennrener Karintia, sevel panelloù alamanek-slovenek e 205kumun e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl banelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehou pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo hag o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buanañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourienyuzev" eus an daoubolitikour.
E1977 e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen ne voe ket bet savet nemet 77 panell betek ar bloavezh 2010 abalamour da vastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a bep liv politikel.
Abaoe2000 ez eus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud a stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E2001 ec'h urzhiasLez-varn Vonreizhel Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun ma vez komzet sloveneg enno gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het e voe an urzh-mañ gantJörg Haider, pennrener Karintia eus an tu dehou pellañ. E2006 e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost2006 e kemennas e vije dismantret an holl banelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas. E2011 nemetken e voe echuet “tabut ar panelloù” da vat, ha savet 164 panell divyezhek dres Su Karintia.