Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Karaegezh

Eus Wikipedia

Karaegezh peYuzevegezh karaek (hebraeg modern :יהדות קראיתYahadut Qara'it, diwar an tiberianegQārāʾîm a dalvez "lennerien") zo ul luskad relijielyuzev. Ennañ ne anavezer nemet anTorah evel mammenn anhalac'ha hag andoueoniezh. Hervezañ e oa bet roet kement gourc'hemenn a zo gantDoue daVoizez eMenez Sinai dre skrid nemetken, hep unTorah dre gomz a vije bet da lakaat ouzhpenn. Diforc'het eo diouzh arYuzevegezh rabinek neuze dre ma tegemer an doare-mañ an Torah dre gomz, kodet enTalmud.

P'o deus da zisklêriañ an Torah e striv ar Garaed evit chom an tostañ ma c'hellont da ster splann an destenn. N'eo ket dre ret an dalvoudegezh ger-ha-ger, met klask a reont tostaat d'ar pezh a vije bet komprenet gant an Israelited pa voe diskuliet dezho anTorah. Tra ma chom stag ar Yuzevegezh rabinek ouzh divizoù arSanhedrin evel m'int enrollet enMishnah evit disklêriañ an Torah e sell ar Garaed ouzh kement disklêriadenn er memes doare, n'eus forzh peseurt orin a zo dezhi, ha broudañ a reont kement yuzev a zo da lenn ha da studiañ an Torah evit ober o soñj dezho war ar pezh zo goulennet ober. Da lavaret eo e c'hellont degemer arguzennoù an Talmud, hep lakaat anezho dreist pep tra.

HervezMordekai ben Nissan e c'heller kavout gwrizioù ar Garaegezh en ur strollad anvetBenei Ṣedeq a veve da vare anEil Templ. Tabut zo bet etre an istorourien evit gouzout hag-eñ e oa ul liamm ouzh strollad arSadukeed, o doa soñjoù heñvel a-walc'h, pe hag-eñ eo ar Garaegezh ur strollad nevez gant soñjoù heñvel. EusBagdad etre arVIIvet hag anIXvet kantved e vije al luskad hervez ar Yuzevegezh rabinek, met enklaskourien arab o doa kavet roudoù anezho enEgipt en hanterenn gentañ arVIIvet kantved dre skridoù barnerezh graet gant ar gouarnour islamek kentañ a urzhias d'ar Yuzevien rabinek chom hep lakaat o fri en aferioù ar Garaed, dreist-holl evit pezh a sell ouzh ar gouelioù.


יהדותYuzevegezh
613MitzvotHalac'haKabbalaMidrashMinhagTalmudTanac'h (Torah /Nevi'im /Ketouvim) •Targoum
Strolladoù sokial-sevenadurel
AchkenazedDjouhouriedMizrac'hedSamaritanedSefaraded
Istor ar Yuzevien
Brezelioù yuzev-romanDiasporaHarlu BabilonIstor ar Yuzevien er GrennamzerIstor ar Yuzevien en HenamzerTempl Jeruzalem
Istor ar Yuzevien dre vro
AlamagnBreizhBroioù muzulmanFrañsIsraelPoloniaRusiaSpagnStadoù-Unanet
Kredennoù yuzevek
Adgroueouriezh yuzevEsenedFariseedKaraegezhKristeniezh kentidikOrtodoksiezh yuzevSadukeedSamaritanegezhYuzevegezh an Eil TemplYuzevegezh adreizhetYuzevegezh frankizourYuzevegezh kentidikYuzevegezh virourZeloted
Lidoù
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
Yezhoù yuzev
Bouc'horegDjidiegGrouzinegHebraegLadinoegYidegYuzev-tateg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
AliyahBrezel israelat-arabBundC'hasidegezhDishualidigezh ar YuzevienHaskalahHasmoneedIstor ar sionouriezhIstor Stad IsraelKibboutzSanhedrinSionouriezhTrevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar Yuzevien
EnepyuzevegezhShoah
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Karaegezh&oldid=2096291 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp