Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kanada

Eus Wikipedia
Canada
Kanada
Banniel Kanadaskoed-ardamez Kanada
Bannielskoed-ardamez
Ger-stur :"A Mari Usque Ad Mare"  (Latin)
Kan broadel:O Canada
Lec'hiadur Kanada
Lec'hiadur Kanada
Kêr-bennOttawa
45°24′N 75°40′W
Kêr vrasañToronto
Yezh(où) ofisielsaozneg,galleg
Gouarnamantrouantelezh vonreizhel hademokratelezh parlamantel
 -Kentañ ministrMark Carney
Gorread
 - Hollad9.984.670 km² (2vet)
 - Dour (%)8,92
Poblañs
 - istimadur 201937 589 262 ()
 - Stankter4/km² (228)
FDD  (2010) 0,888 (uhel) (8vet)
MoneizDollar Kanada (CAD)
Gwerzhid-eur(UTC-3.5 da -7)
Kod kenrouedad.ca
Kod pellgomz+1

Kanada (Canada e saozneg ha galleg) a zo ur vro eusAmerika an Norzh, en hanternoz d'ar Stadoù-Unanet (hag ivez a-reter dezho gant stadAlaska). Bevennet eo gant arMeurvor Habask er c'hôrnog,Meurvor Arktika ergwalarn-sterenn hag erbiz hag arMeurvor Atlantel erbiz-reter.Ottawa, e proviñsOntario, eo ar gêr-benn, hogenToronto eo ar gêr vrasañ. An eil bro vrasañ eus ar bed eo, goudeRusia.Saozneg hagalleg eo ar yezhoù ofisiel.

Urmonarkiezh vonreizhel hakevreadel eo hag un demokratelezh parlamantel.Dollar Kanada eo he moneiz. Ezel eo eusEmglev frankeskemm Norzh Amerika (EFENA), anAozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, anAozadur evit ar C'henober hag an Diorren Ekonomikel, eusAozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag eusKenglad ar Broadoù.

Poblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daoust d'ar vro bezañ bras-tre n'eo ket ken poblet se. 37 589 262 a dud zo o chom eno e2019. E1867 ne oa ket nemet 3,4 milion.

Er c'hêrioù bras e vev an darn vrasañ eus an dud evel eMontréal,Vancouver,Toronto haCalgary.

An istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meuriadoù Indianed a zo bet o chom eno abaoe pell. Kavet eo bet roudoù ragistorel kozh a 26500 bloaz e norzhYukon ha kozh a 9500 bloaz e suOntario. ErXVIvet kantved e oa kasetJakez Karter, ur breizhad e servij Roue Frañs da zizoleiñ douaroù ur bed dianav. E1534 e erruas eGaspezia. Goude distreiñ da Vreizh e teuas en-dro ar bloaz war-lec'h da zizoleiñ muioc'h c'hoazh ar vro.

Tamm-ha-tamm e teuas ur bern tud eus Bro-C'hall da chom ha da ober kenwerzh.

Diwezhatoc'h e teuas ar Saozon ivez ha brezel oa etreze. Tapout a rejont muioc'h-muiañ a c'halloud. Setu perak e vez komzet saozneg ha galleg du-hont.

Geografiezh ha hin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kalz koadeier zo ha lennoù zo. Ar vro he deus ar muiañ a lennoù er bed eo, ha reoù bras zo evel alLenn Uhelañ,Lenn Ontario,Lenn Huron haLenn Meur an Arzh.Lammoù-dour an Niagara zo un arvest a zesach kantadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Menezioù zo ivez, anvetar Roc'helloù. Hanternoz ar vro n'emañ ket pell diouzh arPol Norzh. Setu perak e c'hell ar goañvoù bezañ kriz-tre (betek -45°) ha kouezhañ stank a ra an erc'h (ur geidenn a 3,37 metr eKebek). E-pad an hañv eo ar c'hontrol, gellout a ra an gwrezverk pignat betek 35° pe c'hoazh 40°.

Sportoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anhoke war ar skorn hawar ar geot eo sportoù broadel Kanada.Basket-ball,baseball,curling,soccer a vez graet kalz ivez. ArMTB a zo diwanet eno.

Loened ar C'hanada

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur bern arzhed a vez kavet eno : anarzhed Kermode, argrizzli, anarzhed gwenn hag anarzhed du. Bleizi, koyoted,orignaled,kariboued,kougared,avanked hagedon a gaver kalz ivez.

Proviñsoù ha tiriadoù Kanada

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn bolitikel Kanada

Dek proviñs ha tri ziriad a zo. Ar stadoù kevreet-mañ a ya d'ober stad kevreadel Kanada.

Tud brudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skrivagnerien :Timothy Findley,Louis Hémon

Kanerien :Céline Dion,Bryan Adams,Alanis Morissette,Leonard Cohen

Aktourien :Keanu Reeves,Christopher Plummer,Donald Sutherland,Evangeline Lilly

Politikourien :Justin Trudeau,Stephen Harper


g  ka  ke
Broioù haStadoùKreizamerika, anAntilhez haNorzhamerika
Stadoù

Antigua ha BarbudaBahamasBarbadosBelizeCosta RicaDominicaRepublik DominikanGrenadaGuatemalaHaitiHondurasJamaikaKanadaKubaMec'hikoNicaraguaPanamáSaint Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezEl SalvadorStadoù-Unanet AmerikaTrinidad ha Tobago


Tiriadoù dalc'het
Banniel DanmarkDanmark :Greunland
Frañs Frañs :ClippertonGwadeloupMartinikSaint-BarthélemySaint-MartinSant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù Izelvroioù :ArubaBonaireCuraçaoSabaSint EustatiusSint Maarten
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet :AnguillaBermudaInizi Gwerc'h Breizh-VeurInizi CaymanMontserratTurks ha Caicos

Banniel ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet :NavassaPuerto RicoInizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet


g  ka  ke
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika:Eswatini° •Lesotho •Maroko

Azia:Arabia Saoudat°  •Bahrein* •Bhoutan° •Brunei° •Emirelezhioù Arab Unanet^ •Japan •Jordania* •Kambodja^ •Koweit* •Malaysia^  •Nepal •Oman° •Qatar° •Thailand 

Kenglad ar Broadoù (Commonwealth):Antigua ha Barbuda •Aostralia •Bahamas •Barbados •Belize •Grenada •Jamaika •Kanada •Papoua Ginea-Nevez •Rouantelezh UnanetSaint Kitts ha Nevis •Santez-Lusia •Sant Visant hag ar Grenadinez •Inizi Salomon •Tonga •Tuvalu •Zeland-Nevez 

Monarkiezhoùeuropean all:Belgia •Danmark •an Izelvroioù •Liechtenstein* •Luksembourg •Monako* •Norge •Spagn •Sveden •Vatikan (Sez Santel)°^

°monarkiezh absolut, *monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
g  ka  ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA)
Izili
Flag of NATO
Flag of NATO
Istor
Arouezioù
g  ka  ke
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth)
Stadoù dizalc'h
Antigua ha BarbudaAostraliaBahamasBangladeshBarbadosBelizeBotswanaBruneiDominikaEswatiniFidjiGambiaGhanaGrenadaGuyanaIndiaJamaikaKamerounKanadaKiprenezKenyaKiribatiLesothoMalawiMalaysiaMaldivezMaltaMorisMozambikNamibiaNauruNigeriaOugandaPakistanPapoua Ginea-NevezRouantelezh UnanetSant Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezSamoaSechelezSierra LeoneSingapourInizi SolomonSri LankaSuafrikaTanzaniaTongaTrinidad ha TobagoTuvaluVanuatuZambiaZeland-Nevez
Tiriadoù emren
Rouantelezh UnanetAkrotiri ha Dhekelia (Kiprenez)AnguillaTiriad Antarktika Breizh-VeurBermudaInizi CaymanGeorgia ar Su hag Inizi Sandwich ar SuInizi Gwerc'h Breizh-VeurGwernenezJerzenezJibraltarInizi MaloùManavTiriad Meurvor Indez Breizh-VeurEnez MontserratInizi PitcairnSaint Helena, Ascension ha Tristan da CunhaInizi Turks ha Caicos
AostraliaTiriad Aostralian AntarktikaInizi Ashmore ha CartierEnez ChristmasInizi Cocos (Keeling)Inizi ar Mor KouralekEnez Heard hag Inizi McDonaldEnez Norfolk
Zeland-NevezInizi CookRoss Dependency (Antarktika)NiueTokelau
IndiaInizi Andaman ha NicobarLakshadweep
g  ka  ke
Izili hag arsellerien arFrankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick •Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
ArsellerienAostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.
g  ka  ke
Aozadur ar Stadoù Amerikan
Arc'hantinaBahamasBarbadosBelizeBoliviaBrazilChileCosta RicaDominicaEcuadorGrenadaGuatemalaGuyanaHaitiHondurasKanadaKolombiaKubaPanamáParaguayPerouRepublik DominikanSaint Kitts ha NevisSaint LuciaEl SalvadorSant-Visant hag ar GrenadinezStadoù-Unanet AmerikaSurinamTrinidad ha TobagoUruguayVenezuela
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kanada&oldid=2170287 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp