Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kambodja

Eus Wikipedia

Preăh Réachéanachâkr Kâmpŭchea

Rouantelezh Kambodja
Banniel KambodjaArdamezioù roueel Kambodja
BannielArdamezioù roueel
Ger-stur :
"Broad, Relijion, Roue"
Kan broadel:Nokoreach
Lec'hiadur Kambodja
Lec'hiadur Kambodja
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Phnom Penh
11°33′N 104°55′E
Yezh(où) ofisielKhmer
GouarnamantMonarkiezh bonreizeldemokratel
 -RoueNorodom Sihamoni
 -Kentañ ministrHun Manet
Dizalc'hdeddiwarBro C'hall 
 - Diskleriet1949 
 - Anavezet1953 
Gorread
 - Hollad181.035 km² (89vet)
 - Dour (%)2,5
Poblañs
 - istimadur Gouere 200614.971.000 ()
 - niveradeg 199811.437.656
 - Stankter78/km² (112vet)
PDK (PGP)2006 (istimadur)
 - Hollad$36,82 miliard (89vet)
 -Keidenn$2.600 (133)
FDD  (2004)0,583 (krenn) (129vet)
MoneizRiel (KHR)
Gwerzhid-eur(UTC+7)
 - Hañv (Eur hañv)(UTC+7)
Kod kenrouedad.kh
Kod pellgomz+855
Dremmoù templ Bayon e Angkor

Kambodja (Kampuchea) a zo ur vro eus gevredAzia, poblet gant war-dro 15 milion a dud,Phnom Penh o vezañ he c'hêrbenn. Kambodja eo anv ar Stad zo deuet war-lerc'h an Impalaeriezh Khmer Hindouek ha Bouddhek a renas war ledenezIndez-Sina a-bezh pe dost etre an XIvet hag ar XIVvet kantved. Kambodja he deus harzoù stag ouzh Bro-Dailand er C'hornog ha Gwalarn,Laos er Biz, haVietnam er Reter hag er Gevred.

Keodedourien ar vro a vez anvet Khmered abalamour d'ar genel Khmer. Ar pep brasañ anezho a zo Bouddhisted theravada, met kavet e vez ivez un nebeud muzulmaned eus ar gumuniezh Cham, un nebeud Kristenien ha meuriadoù ar menezioù.

Ez-geografel e vez kavet er vro, rinier arMekong (pe Tonle Thom da lâret eo Stêr Vras) hag an Tonle Sap (Stêr Dour Fresk).

Lec'hiet eo hemañ izel ken emañ dindan pe e live ar stêrioù. E-pad ar c'houlz-glav e cheñch tu red ar Mekong da vont davet an Tonle Sap, setu e vrasa hemañ a galz.

Al labour-douar a zo c'hoazh an taread ekonomikel pennañ. Industriezhioù pennañ Kambodja a zo an oberiañs hag an douristelezh (1,7 milion a weladennerien e 2006). Eoul-maen a zo bet dizoloet e dourioù an dachennad e 2005.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Palez roueel

Kambodja a zo ur vro-diwall c'hall gozh, unaniet daIndez-Sina c'hall ha dizalc'het eo bet d'an 9 a viz Du1953, e dibenn brezelioù Indez-Sina. Dont a reas da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel (abaoe 1947) renet gant ar roue Norodom Sihanouk, ha diskouez a reas ar vro neptuegezh ebrezel Vietnam, met skorañ a raRepublik Demokratel Vietnam da c'houde, pa grogas adalek1966 da laoskel soudarded ha pourvezioù da dremen war-zu Talbenn broadel evit dizalc'hidigezh ar Vietnam. Neuze e krogas dizemglevioù Khmer-Vietnamiat, gwallzarvoudoù en harzoù, hag a lakaas Vietnamiz d'o zremen e 1979.

Adal1967-68, pa oa an ekonomiezh o vont war washaat ha goude trubuilhoù a berzh arKhmered-Ruz - dispac'herien gomunour gant soñjoù Maoour - e voe rediet Norodom Sihanouk da reiñ d'ar 14 a viz Eost 1969 renerezh ar gouarnamant d'ar jeneral Lon Nol, a oa e penn an arme, hag anavezet evit bezañ enep-komunour, en eskemm d'ur sikour a-berzh ar Stadoù-Unanet. D'an 18 a viz Meurzh1970 e savas Lon Nol un taol-Stad a-enep da Sihanouk p'emañ hemañ en estrenvro (Moskov haPekin). Dre ma oa deuet da vezañ liammet gant ar Stadoù-Unanet e voe staget Kambodja neuze ouzh ar strategiezh diskar ar gomunouriezh en Azia ar Gevred.

Bombezennet hag aloubet e voe ar vro gant ar Stadoù-Unanet. Kement-se a zistrujas lodenn vrasañ ar rannvroioù war ar maez, ha dre-se e vrasaas strollad ar gKhmer-Ruz hag ez ejont er strouezh gant an holl beizanted kollet pep tra ganto.

Gant sikour Bro-Sina e krogas ar gKhmered-Ruz en ur brezel gwir a-enep armeoù ar gouarnamant. Ouzhpenn d'ar brezel diabarzh-se ez eo kaset ar vro da vrezeliñ da Vietnam. War-nes gounez emañ ar Ghmered-Ruz adalek1970, met savetaet eo evit ur mare ar renad republikan gant an Amerikaned (Ebrel-Even1970). Daoust da se ne deuont ket a-benn da harpañ ar gomunourien daoust d'o bombezadegoù kirri-nij, hag e paouezont gant o sikour e1973. Khmered-Ruz Pol Pot, sikouret gant Sina a gemer Phnom Penh d'ar 17 a viz Ebrel1975, hag e lakaont e plas ur renad mestronius maoour.

"Angkar" (ar renkadur) ar Ghmered Ruz a lak neuze e plas ur politikerezh taermaksimalour, strizhoc'h c'hoazh eget an hini soviedel pe maoour, gant ar pal da c'hlanaat ar vro diouzh sevenadur ar c'hêrioù. Pep kêr, war skouerPhnom Penh en noz etre ar 17 hag an 18 a viz Ebrel1975, a zo goullonderet eus o annezidi, kaset da "addeskiñ" war ar maez. Ar c'hlask ingal war-lec'h an dud desket kozh, "anavezet" gant o anaoudegezh eus ur yezh estren pe dre m'o deus lunedoù (da skouer), ouzhpenn d'ar minoù staliet ouzh an daou du, ouzh an disvouedañ hag ouzh ar c'hleñvedoù a gas da lazhadegoù a-vern ha d'ur gwalleur denel a orin politikel. Kontañ resis an niver a dud marvet a zo ul labour diaes ha hiriv c'hoazh ne vezer ket sur-tre eus an niveroù. An niver a 1.7 milion eo an hini a vez embannet an aliesañ. Un nebeud intelektualed o dije c'hoant e vije anavezet anemlazhadeg Khmer-se gant ar Broadoù-Unanet evel ur ouennlazh, met ne glot ket gant termenadur ur ouennlazh, peogwir n'eo ket an aberzherien ezel eus ur strollad broadel, etnek, gouennelour pe relijiel (Pennad 6 al Lez-kastizañ etrebroadel).

Palez roueel

E1979 e voe aloubet Kambodja gant Vietnam, o tistrujañ ar rizegi war ar memes tro hag o kas ar renad Khmer Ruz d'an traoñ. Pennoù bras Vietnam a lak e o lec'h ur gouarnamant tost ouzh o c'hoantoù hag adaozañ a reont ar vro hervez ar framm Laosian ha Vietnamian. Ur brezelig a grog neuze er vro etre luskadoù disheñvel o vont eus ar Ghmered Ruz betek renadoù roueel sikouret gant Thailand.

Goude ma 'z eas kuit soudarded ar Vietnam e 1989, ha kaset soudarded an ABU e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ec'h adkavas ar renad un tamm emrenerezh, en ur vezañ alies diskuilhet e-keñver nann-oberiantiz gwirioù Mab-Den. Ar 1 ministr, lakaet er galloud gant Vietnamiz, a ren ar vro c'hoazh hiriv an deiz, dalc'het e penn a-drugarez da 4 dilennadeg douetus en un aergelc'h leun a feulster. An enebour pennañ, Sam Rainsy, a oa aet da glask repu e Bro C'Hall e 2005. Ar roue Norodom Sihanouk, a oa distroet e penn ar Stad, en deus diskroget un eil gwech e2004 ha lakaet e vab yaouankañ, Norodom Sihamoni, dañser klasel bet hag kannad Kambodja e-kichen an UNESCO e Pariz.

Kambodja a zo dalc'het hiriv an deiz gant dibaboù poanius da gemer. En ekonomiezh hag a zo c'hoazh stag-tre ouzh ar sikour etrevroadel (e2001 e teu un drederenn eus budjed ar Stad eus donezonerien etrevroadel) a c'houzañv ur pore lovrentez vras (ar vro a zo lec'hiet 162vet war 179 e-keñver feur ar lovrentez gant Transparency International e2007. An diorren ekonomikel a zo gorrekaet gant ar bern trafikerezh a vez gant ar broioù nesañ (mein prizius, koad, gasterezh, gwerzhañ dramm a bep seurt) ouzhpenn ma 'z eo gwan ha diefedus ar sistemm barnerezh. Kudennoù all bet da heul renad ar g-Khmered Ruz a ziaesa diorren ar vro evel hini an douaroù (aozadur an dachenn a zo pell da vezañ echuet) pe an deskadurezh, hag a zo bet diskaret penn-da-benn gant ar Ghmered Ruz (kelennerien lazhet, hag all...).

Tostaet eo ar vro ouzhSina ha dreist-holl ouzh arStadoù-Unanet abaoe m'emañ Hun Sen er galloud. Dre-se ez eus bet digoret div vazenn war vor e-kichen Sihanoukville un nebeud bloavezhioù 'zo hep ma vije komz dioute, ha krouet ez eus bet ur c'hannadti bras evit ar Stadoù-Unanet e-kreizig-kreiz Phnom Penh. Ouzhpenn da se ez eus bet lakaet e plas ur politikerezh saoznekadur meur abaoe Hun Sen. Deuet eo da skouer ar "Gendarmeries nationales" da vezañ "Police Stations", plakenn identelezh an archerien a vez skrivet e Saozneg, pa vez gwerzhet ar re gozh (e galleg) war ar marc'had-du, pe c'hoazh an timbroù deuet da vezañ "Kingdom of Cambodia" e plas "Royaume du Cambodge"...

Yezhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
"Kampuchea"

Ar galleg ne vez ket implijet na komprenet ken gant ar bobl, dreist-holl gant ar yaouankiz. N'haller ket ober hep ar saozneg pa veajer er vro, memes en ostalerioù dalc'het gant Gallaoued, pe a hengoun gall. Eno eo ret paeañ gant dollaroù evel gant ur bern traoù all evel an taos evit mont e-maez eus ar vro, da skouer.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hiriv eo an douristelezh hag ar gwiad a bourvez ar muiañ ar vro.

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ezel eo Kambodja eus anASEAN (Association of Southeast Asian Nations)

Politikourien istorel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Sisowath Monireth : jeneral ha ministr er bloavezhioù 1950. EontrNorodom Sihanouk.
  • Penn Nouth : unan eus kentañ ministred renad Sihanouk (Sangkum Reastr Niyum pe Kumuniezh sosialour poblel, renad tadelour hag aotrounieg lakaet e plas gant Norodom Sihanouk).
  • Cheng Heng : Rener toull-bac'h bet, deuet da vezañ prezidant Bodadeg Vroadel Sihanouk e 1969, ha kentañ Prezidant ar Republik Khmer da c'houde.
  • Fernandez Sosthène : Sekretour Stad er Surentez Vroadel
  • Ieng Sary : Breur n°3 ha ministr Aferioù estren ar renad komunour Khmer Ruz.
  • In Tam : Prezidant diwezhañ Bodadeg Broadel an SRN, ha den e karg renad Sihanouk. Eñ eo en doa kaset ar Vodadeg Broadel da votiñ evit diskar e Benn, ar prinz Sihanouk e 1970.
  • Khieu Samphan : Prezidant Kampuchea Demokratel renad komunour ar Ghmered Ruz.
  • Lon Nol : Marechal ha prezidant ar Republik Khmer (1970-1975), renad pro-Amerikan.
  • Lon Non : Penn-poliser ar Republik Khmer ha breur Lon Nol (Republikour).
  • Long Boret : Kentañ ministr ar Republik Khmer.
  • Nuon Chea : Prezidant Bodadeg Broadel ar c'h/Kampuchea Demokratel, breur n°2 renad ar g/Khmered Ruz.
  • Pol Pot : (Saloth Sar diouzh e anv gwir) Kentañ den e karg, pe breur n°1 renad ar g-Khmered Ruz.
  • Son Ngoc Thanh : Khmer eus Indez-Sina Izelañ anvet Krom, kentañ ministr eo bet goude ma voe kemeret ar galloud gant Japaniz en Indez-Sina e 1945.
  • Son Sann : Khmer Krom. Kuzuler ekonomikel ha kentañ ministr Sihanouk, bet eo kentañ gouarnour Bank Broadel Kambodja ivez. Deuet eo da vezañ prezidant ar strollad demokratel boudaeger e 1993, goude bezañ bet renet ar stourm a-enep an dalc'hidigezh Vietnamian, ha Talbenn dizalc'hidigezh broadel Kambodja.
  • Son Sen : Khmer Krom. E penn an arme Khmer Ruz. Drouklazhet eo bet asambles gant holl izili e familh, gant tud o labourat evit Pol Pot.
  • Ta Mok : (lesanvet "ar c'higer") Ofiser meur ar renad Khmer Ruz, unan eus an dud kiriekañ eus al lazhadeg khmer etre 1975 ha 1979. Susitour Pol Pot goude ma vije bet lakaet eñ a gostez e 1997. Marvet eo Ta Mok e 2006.

Politikourien a-vremañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Chea Sim : Prezidant Strollad ar Bobl Khmer (Cambodian People Party CPP), bet ministr diabarzh Republik poblel Kampuchea, lakaet e plas gant arme Vietnam.
  • Hor Namhong : Ministr an aferioù estren (CPP).
  • Hun Sen : Proletaer bet, mab labourer-douar, milisian Khmer Ruz, desket nebeut, tremenet da c'houde eus tu ar Vietnamed. Kentañ ministr eo abaoe 1984 (CPP).
  • Kem Sokha : Bet e karg eus kefridi hag aozadur difen gwirioù Mab Den. E 2007 en deus krouet ur strollad nevez : Strollad gwirioù Mab Den.
  • Norodom Ranariddh : Unan eus mibien Norodom Sihanouk, prezidant bet Strollad roueelour FUNCIPEC, bet ivez prezidant Bodadeg broadel Kambodja.
  • Pen Sovan : Kentañ ministr ar renad komunour lakaet e plas gant Republik Sosialour ar Viêt Nam e voe etre 1979 ha 1981, goude o zrec'h war renad maoist Pol Pot. E 2007 eo aet davet Strollad gwirioù Mab Den Kem Sokha.
  • Sam Rainsy : Mab Sam Sary, uheler ar Sangkum Reastr Niyum deuet da vezañ "treitour" goude ur bec'h etrezañ ha Sihanouk. Prezidant Strollad Sam Rainsy (SRP), nerzh pennañ an eneberezh eo.
  • Sar Kheng : Ministr diabarzh (CPP).
  • Sok An : Ministr kuzul ar ministred (CPP).
  • Tea Banh : jeneral, Ministr an difen. Komunour a orin Thai (CPP).

Strolladoù politikel pennañ (advonet er Vodadeg Vroadel)

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • PPC pe Prachearon (Strollad poblel khmer), (Chea Sim ha Hun Sen). Tapet 90 sez ganto e dilennadegoù deputeed 2008.
  • PSR (Strollad Sam Rainsy), (Sam Rainsy). Tapet 26 ganto.
  • Strollad Gwirioù Mab Den, krouet e 2007 gant Kem Sokha. 3 sez o deus bet.
  • Funcipec (Front Uni National pour un Cambodge Indépendant, neutre, Pacifique Et Coopératif), (renet gant ar priñs Norodom Ranariddh en amzer dremenet, skarzhet eo bet e 2006). 2 sez o deus bet.
  • Strollad Norodom Ranariddh, ganet dre un troc'h er Funcipec ha renet gant e brezidant kozh. 2 sez o deus tapet e 2008.

Dilennadegoù deputeed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Niver a sezoù
Strollad1993[1]1998[2]2003[3]2008

FUNCINPEC

58

43

26

2

Strollad poblel kambodjanad (PPC e galleg)

51

64

73

90

Strollad demokratel frankizour bouddhist (PDLB)

10

Molinaka

1

Strollad Sam Rainsy (PSR)

15

24

26

Strollad gwirioù Mab Den (PDH)

3

Strollad Norodom Ranariddh (PNR)

2

Hollad

120

122

123

123

Azrannoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • 23 froviñs zo e Kambodja.
Rannvroioù
  • Banteay Mean Chey
  • Battambang
  • Kampong Cham
  • Kampong Chhnang
  • Kampong Spoe
  • Kampong Thom
  • Kampot
  • Kandal
  • Kaoh Kong
  • Kracheh
  • Kompong Som (Sihanoukville)
  • Mondol Kiri
  • Otdar Mean Cheay
  • Pailin
  • Phnom Penh
  • Pothisat
  • Preah Vihear
  • Prey Veng
  • Rotanah Kiri
  • Siem Reap
  • Stoeng Treng
  • Svay Rieng
  • Takev

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kambodja a zo ur vro eus Azia ar Gevred. Thailand, Vietnam ha Laos a vez tro dro dezhañ. E gorread a ra 181035 km² hag eo digor e vord-mord a 443 km war golf Thailand. Teir chadenn menezioù a zo ganti, an Olifant, ar Kardamom hag an Dong.

Hidrografiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Stêr Sangker

Lec'hiet eo ar gêr-benn war delta stêr pennañ ar vro, ar Mekong. Ar stêr-mañ a grog e Tibet evit erruout er Vietnam ha redeg e mor Sina. Ur wech ar bloaz, da vare ar glaveier e cheñch tu e red, ar pezh a lak lenn vrasañ ar vro, an Tonle Sap da veuziñ pleannennoù bras (ober a ra 300 km² e pad ar maread sec'h ha betek 10 000 km² da vare an dourioù uhel). Dre-se e c'hell peizanted kreiz ar vro lakaat riz da ziwaniñ.

Hin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mont a ra an temperadurioù eus 10° da 38°. Un hin drovanel gant "koulzioù-amzer pebeilet" a vez er vro. Hini ar glaveier a vez etre miz Mae ha miz Du, hag e vez sec'h spontus an amzer etre miz Kerzu ha miz Ebrel.

Ekonomiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Riel, arc'hant khmer

Diazezet eo ekonomiezh Kambodja war gounid ar riz, ar pesketa ha produiñ al leueioù. Ar PIB/annezad a oa eus 380 dollar e 2005.

Demografiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur vamm hag he bugel

Bez' ez eus 14.2 Milion a annezidi (war dro 20% eus ar boblañs a vefe marvet e pad ar renad Khmer Ruz etre 1795 ha 1979).
Douester ar boblañs : 78 ann/km².
Ar feur genel a zo tremenet eus 4 bugel dre vaouez e 2005 da 1.7 e 2009.
An hoali a zo da 57 bloaz.
19% eus ar boblañs a zo o vevañ e kêr.
E 2005 e oa is-boueded 25% eus ar boblañs.
Bez' e oa 0.3 medisin evit 1000 annezad e 2003, hag e oa 6% eus ar PIB implijet evit ar yerc'hed.
Feur marvelezh ar babiged (2003): 9.7%
Feur marvelezh ar vugale dindan 5 bloaz : 14.1%
Feur lennerezh evit an dud koshoc'h eget 15 bloaz e 2007 : 76.32.
Er vro e vez kavet dreist-holl Khmered, met pobloù minorel a zo ivez evel ar Khmered-Islam a orin eus bro Champa, ar Khmered Loeu gwelet evel pobloù etnek o vevañ er menezioù, Vietnamaned ha Sinaed.

Relijionoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Maner Bouddhist

Religion ar stad a zo ar v-Boudaegezh Mahayana abaoe 1989. 12.6 Milion a dud a heuilh ar "religion"-se, da lâret eo 89% eus ar boblañs. Bez ez eus eus deus ar gristennien (katoliked evit ar peb brasañ) abaoe an trevadenniñ C'Hall en XIXvet kantved. Ar Khmered Loeu (poblad eus ar menezioù) a zo kentoc'h animisted. Ur vinorelezh Cham a zo ivez oc'h ober 4% eus ar boblañs. A orin eus ar Champa, ur vro bet rastet gant ar Vietnamaned, degemeret mat-tre int bet Kambodja, o kenderc'hel gant o gizhioù muzulman.

Nebeut a draoù ouzhpenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Harzoù : 2572 km (1228 km gant ar Vietnam, 803 km gant an Thailand ha 541 gant al Laos).
  • Menez uhelañ : 1813 m (Phnom Aoral).

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Union Interparlementaire - Cambodge -Élections de 1993
  2. Union Interparlementaire - Cambodge -Élections de 1998
  3. Union Interparlementaire - Cambodge -Élections de 2003


g  ka  ke
StadoùAzia
StadoùAzia

AfghanistanArabia SaoudatArmenia2Azerbaidjan1BahreinBangladeshBhoutanBruneiEgipt3Emirelezhioù Arab UnanetFilipinezIndiaIndonezia5IranIraqIsraelJapanJordaniaJorjia1KambodjaKazac'hstan1Kiprenez2KirgizstanKorea an NorzhKorea ar SuKoweitLaosLibanMalaysiaMaldivezMongoliaMyanmarNepalOmanOuzbekistanPakistanQatarRusia1Republik Pobl SinaRepublik Sina (Taiwan)SingapourSiriaSri LankaTadjikistanThailandTimor ar Reter4Turkia1TurkmenistanViêt NamYemen

Stadoù ha n'int ket anavezet :Nagorno-Karabac'h2

Tiriadoù gant ur statud dibar :Hong KongMakaoPalestina

1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel.
3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.


g  ka  ke
Aozadur Broadoù Gevred Azia (ASEAN)
BruneiBruneiBanniel KambodjaKambodjaBanniel IndoneziaIndoneziaBanniel LaosLaosBanniel MalaysiaMalaysiaMyanmarMyanmarFilipinezFilipinezBanniel SingapourSingapourBanniel ThailandThailandBanniel Viêt NamViêt Nam


g  ka  ke
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika:Eswatini° •Lesotho •Maroko

Azia:Arabia Saoudat°  •Bahrein* •Bhoutan° •Brunei° •Emirelezhioù Arab Unanet^ •Japan •Jordania* •Kambodja^ •Koweit* •Malaysia^  •Nepal •Oman° •Qatar° •Thailand 

Kenglad ar Broadoù (Commonwealth):Antigua ha Barbuda •Aostralia •Bahamas •Barbados •Belize •Grenada •Jamaika •Kanada •Papoua Ginea-Nevez •Rouantelezh UnanetSaint Kitts ha Nevis •Santez-Lusia •Sant Visant hag ar Grenadinez •Inizi Salomon •Tonga •Tuvalu •Zeland-Nevez 

Monarkiezhoùeuropean all:Belgia •Danmark •an Izelvroioù •Liechtenstein* •Luksembourg •Monako* •Norge •Spagn •Sveden •Vatikan (Sez Santel)°^

°monarkiezh absolut, *monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
g  ka  ke
Izili hag arsellerien arFrankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick •Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
ArsellerienAostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kambodja&oldid=2167082 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp