Kalon urc'hi sellet eus ar c'hostez kleiz : 1/ Kofig kleiz. 2/ Pare kreiz gant ar c'hurunerennoù. 3/ Kofig dehou. 4/ Druzoni. 5/ Talmerenn ar skevent. 6/ Stagell an dalmerenn. 7/ Aortenn. 8/ Kef brec'hkefalek. 9/ Talmerenn is-trebezel gleiz. 10/ Kentez dehou. 11/ Kentez kleiz. 12/ Druzoni. 13/ Gwazhiennoù ar skevent.Troc'h a-dal e kofig kleiz kalon un den.
Kalon ar mellkeineged a zo un organ kleuz, goloet gant ul lienenn anvet anamgalonenn, hag a ya en-dro war-bouez arc'haher kalon, ur gigenn emren en he stegnadennoù.
Dispartiet eo an tu dehou hag an tu kleiz eus ar galon gant un doare speurenn gigennek tev, kuit ma veskfe ar gwadoksigenet gant an hini karget azioksidenn garbon (CO2). A-drugarez dadrapigoùigoù e vez kaset ar gwad d’un tu nemetken. Ar galon, hag a zo keflusker red ar gwad, a zo div lodenn dezhi e gwirionez, div lodenn staget ha dispartiet war an dro. Gant arc'hofigoù e vez kaset ar gwad war-du an organoù pe arskevent ha gant se eo tevoc'h an amgalonenn enno, en hini kleiz dreist-holl.
Dioksigenet eo ar gwad a erru dre ar gwazhiennoù kav (11 ha 3) e kentez dehou ar galon(1); dre an trapig tribroudek (12) ez a tre er c'hofig dehou (10), er c'has gant nerzh dre drapig ar skevent (13) ha talmerenn ar skevent (5) betek ar skevent, ma vez tennet an dioksidenn garbon ha lakaet oksigen. Karget a oksigen eo ar gwad a erru dre wazhienn izelañ ar skevent(6) er gentez kleiz (2) ; dre an trapig mintrek (7) ez a tre er c'hofig kleiz (9), er c'has gant muioc'h a nerzh c'hoazh dre drapig an aortenn (8) hag an aortenn (4) betek an organoù. Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hall bezañ muzuliet aes : antalm eo.
Ar galon ivez a rank bezañ maget rak implijout a ra ar c'haher un tamm mat eus an oksigen douget er gwad. Dre arc'hurunerennoù kleiz ha dehou e vez maget.
1 -Kentez dehou 2 -Kentez kleiz 3 -Gwazhienn gav uhelañ 4 -Aortenn 5 -Talmerenn ar skevent 6 - Gwazhienn gleiz izelañ ar skevent 7 -Trapig mintrek 8 - Trapig an aortenn 9 -Kofig kleiz 10 - Kofig dehou 11 - Gwazhienn gav izelañ 12 - Trapig tribroudek 13 - Trapig ar skevent Biroù = ster red ar gwad
Talmadennoù ar galon dreS.D.G. ; ne weler nemet ar c'hofigoù.
Etre 55 ha 80 argrezad drevunutenn eo talm un den-gour en diskuizh, evit ur fonnder etre 4,7 ha 5,7litrad gwad dre vunutenn (n'eo nemet keidennoù !). Ouzhpenn 2 viliard a dalmadennoù a vez e buhez un den. Pep talmadenn zo e-gwirionez un heuliad oberiadennoù anvetkelc'hiad ar galon, a c'hoarvez e tri mare :sistol ar c'hentezioù, pa strizhont da gas ar gwad d'ar c'hofigoù, heuliet gant hini ar c'hofigoù evit kas ar gwad oksigenet dre an talmerennoù, hadiastol pa zistrizh ar galon da zegemer red ar gwad paour.
E-kerzhsistol ar c'hentrezioù, e dibenn an diastol, en em argrez ar c'hentrezioù a-benn peurleuniañ ar c'hofigoù. Raktal goude en em serr an trapigoù mitrek ha tribroudek, ar pezh a vir ouzh ar gwad a bignat en-dro.
Sistol ar c'hofigoù eo strizhadur ar c'hofigoù hag a skarzh ar gwad en talmerennoù. Serriñ a ra an trapig an aortenn ha hini ar skevent. Kregiñ a ra ar gwad da zistreiñ er c'hentezioù.
Dinerzh penn-da-benn eo ar galon e-pad andiastol. Distrizhañ a ra, ha leuniet eo ar c'hentrezioù en-dro dre ar gwazhiennoù gav uhelañ hag izelañ, ha dre wazhiennoù ar skevent.
Un drederenn eus ar c'helc'hiad eo padelezh ar sistoloù, ha 2/3 hini an diastol.
Skarzh ingal ar gwad e-maez eus ar galon a c'hell bezañ muzuliet aes : antalm eo.