Arc'hafe zo ur blantenn, urvrousgwezenn eus argenadCoffea hag a ro greun, ha gant ar greun-se e vez graet unevaj hag a zo dezhañ efedoù bredoberiant.
Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioùtrovanel ha krouet ez eus betplantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet.
Bleunioù plant-kafe(Coffea Arabica) -BrazilSeier kafe. An tri war-benn zo enjut. Hini Tanzania (en traoñ) zo ensisal.
Dont a reas ar ger enEuropa dre ar ger turkekkahve, deuet eus ar gerarabek قهو,qahweh. Dont a ra ar ger arabek pe eus anvRouantelezh Kaffa e KornogEtiopia, ma veze gounezet kafe, pe eus berradur an droiennqahwat al-būnn, a zo "gwin ar favenn " en arabeg.
Gwrez ha disheol war un dro a blij d'ar c'hafe. Gwelloc'h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez-kafe ha gwelloc'h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc'h egeto ha gantdelioù padus. Meur aspesad a vez kavet e-barzh ar genadCoffea, metCoffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ. Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e-lec'h ma n'haller ket gounit anarabica. An eil spesad gounezet a zoCoffea robusta. An holl gwez-kafe a ro frouezh bouedek,roz pelimestra, hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez.
Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh enAbisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved. Urmollah, Chadelih e anv, a gejas gant urmesaer bihan, Kaldi, en doa merzet e oa birvilh en e c'hivri pa zebrent delioù eus ur vrousgwezenn dibar. Ar mollah, p'en doa debret greun ar vrousgwezenn, a santas e spered lemmoc'h hag a gomprenas e vije mat tennañ gounid eus ar blantenn-se. Setu perak e vez gounezet kafe e-leizh en Etiopia hag eYemen en tu all d'arMor ruz.Er broioù muzulman eo seul brizietoc'h ha diorroetoc'h an evaj ma vez difennet analkool gant anIslam. EnEuropa, e-pad arGrennamzer, ne oa anavezet ar c'hafe nemet evel ullouzoù.EKergustentin, aloubet gant anDurked e1453, e voe digoret an ostaliri-gafe gentañ. E1669 eo e voe asantet gant ar roue gallLoeiz XIV evañdour tomm diwar ar greun profet dezhañ gant arSultanSoliman Aga. Gant arSikiliad Procopio Cutelli e voe staliet kentañkafediPariz, a zo war un dro ar c'hentañ hag an hini koshañ digoret e Bro-C'hall, pa 'z eo digor an ti dindan an anvProcope c'hoazh.En em ledañ a reas ar c'hiz enXVIIIvet kantved, ha "likor ar spered" a voe graet eus ar c'hafe gant arprederourDenis Diderot er pennad diwar-benn ar c'hafe enEncyclopédie). Gant ar c'hafe ez eus bet harpet meur a lenneg da chom gouest da labourat deizioù ha nozvezhioù-pad. Hiziv eo deuet an evañ kafe da vezañ ullid sokial e meur a lec'h hag e meur aembregerezh.
Tennet e vez ar greun kafe eus ar vouedenn ha sec'het war-lerc'h. Kaset e vezont neuze da grazañ, da lavarout eo da dommañ, d'ur stal a vez graet urgrazerez anezhi, a c'hall bezañ pe ul labouradeg pe ur stal-genwerzh vihan. Dre-se e teuont da vezañmouk hafrond a sav diwarno. Goude-se e vezont malet.
Evit kaout evaj eo ret lakaat ar c'hafe malet da c'hlec'hiañ e-barzhdour tomm, met pevar doare pennañ all a vez kavet :
arc'hafe turk (pe gresian) : lakaet e vez andour da virviñ gant ar c'hafe malet munut. An doare koshañ d'ober eo;
arc'hafe silet : skuilhet e vez dour tomm war ar c'hafe a zo bet malet ha laket en ursil, a c'hell beza graet pe e paper pe e danvez (kotoñs peurvuiañ) pe emetal zoken;
arc'hafe expresso (pe an expresso) : lakaet e vez dour berv dindan gwask da dremen e-barzh ar c'hafe malet
arristretto, anezhañ kafe berroc'h eget an "expresso", da lavaret eo gant nebeutoc'h a zour kaset e-barzh ar c'hafe.
A-benn gallout evañ ar gwellañ kafe eo ret malañ anezhañ, tre a-raok ar glec'hiañ, met kavet e vez bremañ kafe malet da werzhañ, e sac'hadoù bihan graet ar goullo enne, aesoc'h da embreger.
Doareoù buanoc'h zo da aozañ un tasad kafe:
ober kafe prim-ha-prim : n'eus nemet lakaat poultr-kafe en un tasad dour tomm;
c'hoari gant un ardivink-kafe : mekanikoù zo, kement hag un armel a-wechoù, a ziskenn kafe e tasoù. Peurliesañ e vez lakaet an ardivink da vont en-dro dre silañ pezhioù-moneiz e-barzh.
An anaoudeien, anezho tud troet gant evañ ar gwellañ kafe a c'heller da gaout, ne vezont ket plijet gant ar seurt doareoù : dezho o n'eus ket a wir kafe ma n'eo ket graet diwar greun nevez valet hag en urpod-kafe.