Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Kêr

Eus Wikipedia
Ur gêr da noz en Israel gant ur straed ledan haskraberioù-oabl.
Ur pennadKer zo ivez.
kêr
classification of human settlements
Iskevrennad eusurban settlement,kêr pe kêriadenn Kemmañ
Next higher rankkêr vras Kemmañ
Renk dres dindanbourc'h Kemmañ
Studiet ganturban studies,urban history Kemmañ
Douaroniezh an danvezurban geography Kemmañ
Istorhistory of cities Kemmañ
Model itemPerm,Tokyo,Londrez,Mumbai,Buenos Aires Kemmañ
Entry in abbreviations tableг.,ш.,қ.,с. Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E100) Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC25160 Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after cities,Category:Categories by city Kemmañ
 

Urgêr[1] a zo ul lec'hannezet stank, ennañ etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm untolpad-savadurioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet arger-se pe ivezkeoded pa ne reer ket gantmetropolenn pe ganttolpad-kêrioù, ma 'z eus meur a gêr enno.

Implij

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ebrezhoneg, pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù eBreizh, e komzer eus urgêriadenn evit envel an tolpadoù savadurioù bihanoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre arvourc'h (brezhoneg kozh :gwik), ur seurt kêriadenn gant aniliz-parrez enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h eBro-C'hall, met urster all a zo egalleg evit ar c'hêrioù o doa gounezetgwirioù dre forzh goulenn ouzh oaotrouien erGrennamzer. Sellet ouzhBourg-en-Bresse. Ne zepant ket an diforc'hioù etre arpoblañsoù pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.

Roll armerzhel ha sokial

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur straed eReading (Berkshire), eBro-Saoz.

Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioùarmerzhel pa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.
Pa chañch an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus anHenamzer pellañ (keodedoùMezopotamia), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian haRoma gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer (Pondi, da skouer) ha ivez anamzerioùmodern hakempred (an Oriant, kêrioù nevezEnez-Frañs). EAmerika koulz hag enAfrika, antrevadennerezh en deus lakaet miliadoù a gêrioù nevez da vezañ savet dindan tric'hantved.

Gerioù gant kêr enno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Evel ar c'hembraegcaer hag ar c'herneveuregker e teu ar ger brezhonekkêr eus ar predeneg*kagro- (Geiriadur Prifysgol Cymru, vol. 1, p. 384), hag eus ur wrizienn geltiek*qag-ro peqag-ra (hervezJoseph Loth, adkemeret gantLéon Fleuriot en e c'heriadur eus ar spisc'herioù henvrezhonek, 1964, p.93).
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kêr&oldid=2068012 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp