Skrivet en deus diwar-benn beajoù ha diwar-benn ijinadennoù n'halle ket bezañ anezho d'ar mare ma oa o vevañ hag a deuas da wir diwezhatoc'h evit lod. Ur vrud etrebroadel e tapas pa oa bev, ha brudet eo c'hoazh hiziv hon deiz. Ar skrivagner breizhat ar muiañ troet er bed eo, ar skrivagner gallek ar muiañ troet ivez, hag an eil skrivagner ar muiañ troet er bed goudeAgatha Christie.
Ganet e oa bet Jules Verne eNaoned, e karter Enez Feydeau, d'an 8 a viz C'hwevrer 1828. Mab e oa daBierre Verne, hag a laboure evit ar justis, haSophie Allote de la Fuye, eus ur familh bourc'hizien a Naoned. Jules Verne a oa an hini koshañ eus bugale Pierre Verne ha Sophie Allote de la Fuye. Ur breur, Paol (1829-1897) ha teir c'hoar en deus bet: Anna, ganet e 1836, Mathilde, ganet e 1839, ha Marie, ganet e 1842. E eontr, Chateaubourg, hag a oa livour, a zimezo gant c'hoarChateaubriand, 'pezh a zigoro da Jules Verne dorioù saloñsoù zo ePariz. Etre 1833 ha 1846 e oa skoliataet e-barzh skol an intron Sambin, intañvez ur c'habiten, er skol Sant-Stanislas ivez, e-barzh kloerdi Sant-Donatien hag el Lise Royal, e Naoned bepred.
Tec'hout a ra kuit Jules Verne e 1839 hervez ar vojenn, war ur vag o vont daIndez, "La Coralie" hec'h anv. Adtapet e oa Jules Verne gant e dad ePembo. Jules Verne en dije bet c'hoant da zegas un dro-c'houzoug e koural d'egenitervez, Caroline Tronson hec'h anv, rak karantez vras a vage outi. Prometet en dije d'e dad da c'houde e veajfe dre spered nemetken. E-barzhSouvenirs d'enfance et de jeunesse avat, skrivet gantañ, e lavar en defe achapet kuit nemetken. Aet ’oa e-unan-penn war ur vag-dre-lien ouzh ar c'hae, furchet anezhi... Rebecherezh zo bet da c'houde gant kabiten ar vag, hervez ar skrid.
Mont a ra war studi anhelavarouriezh (retorik) hag ar brederouriezh el lise Royal eNaoned. Ur wech tapet ar vachelouriezh e krog da studiañ ar gwir evit tremen diouzh e dad hag en deus c'hoant da reiñ e vicher d'e vab. Paol, e vreur, a vo ofiser war vor. Kregiñ a ra Jules Verne da skrivañ barzhonegoù hag undrajedienn.
E1847 ez a da Bariz e miz Ebrel a-benn tremen arnodennoù war ar gwir, pell diouzh eured e genitervez. Gant asant e dad, e kendalc'h e studioù ePariz e1848. Bevañ a raio er 24, straed an Ancienne Comédie. Dedennet eo muioc'h gant al lennegezh eget gant ar gwir. Daremprediñ a ra saloñsoù lennegel ha politikel a-drugarez d'e eontr. Kejañ a ra gantAlexandre Dumas ha gantañ e c'hell sevel ur pezh-c'hoariLes pailles rompues e 1850, en "Théatre-historique". Daouzek abadenn a vo, gounit a raio 15 lur ganto. Kenderc'hel a raio memestra da vezañ dedennet gant ar c'hoariva daoust d'ar c'hwitadenn. Kejañ a ra gant un Naonedad all, ar sonerAristide Hignard e anv. Skrivañ a raio d'ar soner ul levrig:La Mille et deuxième Nuit. Kenlabourat a reont. N'en deus ket c'hoant Jules Verne da zistreiñ da Naoned. Studiañ a ra ar skiantoù hag ar c'havadennoù nevez el levraoueg-veur. Kejañ a raio gantJaques Arago, hag a-drugarez dezhañ e c'hello Jules Verne kejañ gant skiantourien hag ergerzhourien all.
E1851 e teu Jules Verne da vezañ sekretour anThéatre-lyrique, paeet e vez fall pa vez paeet. Daremprediñ a ra saloñs ar pianoour Talexy. Embann a ra erMusée des famille, gant sikour rener ar gelaouenn,Pitre-Chevalier,Les premiers navires de la marine mexicaine, hag a zo ur gontadenn,Un Drame dans les airs hagAmerique du Sud, étude historique.E 1852 e embannMartin Paz,Maître Zacharius,Un Hivernage dans les glaces ha levrig un opera fentus graet gant Hignard:Les Compagons de la Marjolaine. Nac'hañ a ra da vat labour e dad: "La littérature avant tout!" emezañ. E1853 e krog da genlabourat gant Wallut evit sevel komediennoù.
E1856 e kej Jules Verne gantHonorine de Viane, un intañvez dezhi div verc'h. 26 vloaz eo Honorine de Viane, o chom en Amiens emañ-hi. E 1857 e timezont. O annez a reont ePariz e-barzh tier marc'had-mat. E 1861 ez a Jules Verne da veajiñ daNorvegia ha daSkandinavia, gant Hignard hag a-drugarez dezhañ. D'an 3 a viz Eost e oa bet ganet Michel, bugel nemetañ Jules Verne.
Arbeajoù dreistordinal embannet gant Hetzel: pajenn gentañLes Aventures du Capitaine Hatteras au Pôle Nord
War a seblant eoAlexandre Dumas e 1862 an hini kentañ a lennas an dornskridVoyage en ballon. Awenet e oa bet Jules Verne gant e interest evit an transportoù, hag e anaoudegezh gantNadar. Ober a ra anaoudegezh gantPierre-Jules Hetzel (1814-1886), hag a zo embanner, a-drugarez d'ar skrivagner Brichet, mignon Alexandre Dumas. Reiñ a ra Hetzel alioù da Jules Verne hag e c'houlenn gantañ dont en-dro gant e zornskrid 15 devezh war-lec'h.Cinq semaine en ballon zo kemeret gant P-J Hetzel a-benn ar fin. Kenlabourat a raio ivez Jules Verne gant Hetzel evit ar gelaouennMagasin illustré d'éducation et de récréation. Dav eo dezhañ, hervez ar c'hontrad bet savet gant Hetzel, pourvezañ an embanner gant tri levr bep bloaz, paeet 1925 lur pep hini. Gellout a ra neuze Jules Verne bevañ diwar e skridoù. Er memes mare e labour war ur pennad diwar-bennEdgar Poe.
E1863 e embannCinq semaine en ballon. Berzh a raio ar romant diouzhtu. Jules Verne a zo unan eus an daou eveshaer eus ar "Société d'encouragement pour la locomotion aérienne au moyen d'appareils plus lourd que l'air" staliet e ti Nadar.1864: Kontrad nevez gant Hetzel evit e eil romant, daou levr ennañ, bet skrivet ha labouret warnañ e1863.Les Anglais au pôle nord haLe desert de glace o anvioù. E miz Mae, evit o embannadur, ne chomo nemet un titl bras:Voyages et aventures du capitaine Hatteras. Ar skrid-se a zo bet implijet evit lañsañ arMagasin illustré d'éducation et de récréation, lakaet e vo ar skrid da romant da c'houde. Skrivañ a raio un oberenn diwar-bennEdgar Poe (Edgard Poe et ses œuvres) hag embann a raioVoyage au centre de la terre e 1864 atav.E1865,De la Terre à la Lune a vez gwelet er "Journal des débats".
D'ar 16 a viz Meurzh 1867, gant e vreur Paol, ez a d'arStadoù-Unanet war vourzh ar "Great Eastern". Gweladenniñ a raNew-York, an Niagara. Skrivañ a reas diwar-seUne ville flottante. Labourat a ra warVoyage sous les eaux (diwezhatoc'h20000 lieues sous les mers). Reiñ a ra an dornskrid e miz Eost1867. Labourat a ra ivez warAutour de la Lune. Prenañ a ra e vag kentañ, ar "Saint-Michel" he anv, e 1868. Ur vag-pesketa kempennet eo, enni ur gambr-studi. Kenderc'hel a raio da skrivañ e-pad brezel 1870, gward-aod eo bet e-pad ar brezel-se. En em staliañ a ra enAmiens e1872 hag embann a raLe tour du monde en quatre-vingt jours. Prenañ a ra ar "Saint-Michel II" e1874. D'an 2 a viz Ebrel1877 e aoz ur gorolladeg, gant Nadar o kemer perzh. Hennezh eo zo bet kemeret da skouer evit krouiñ Michel Ardan, haroz ar romantoùDe la Terre à la Lune haAutour de la Lune. Etre Miz Even hag miz Eost1878 e vage Jules Verne eusLisbon betekAljer gant ar "Saint-Michel II". Mont a raio daVro-Skos,Norvegia hagIwerzhon e1880. Ober a raio ivez tro armor kreizdouar e1884.
Jules Verne a labouro e-pad 40 vloaz war eveajoù dreistordinal, 54 levr a c'heller kavout e-barzh.
D'ar 15 a viz C'hwevrer1886 e werzh ar "Saint-Michel III", re goustus al labourioù kempenn. D'an 10 a viz Meurzh e tenn e niz Gaston warnañ. Krediñ a rae e oa heuliet gant enebourien. Kaset e vez Gaston d'an ospital betek fin e vuhez. Jules Verne, gloazet e droad, a gendalc'ho e valeadennoù betek miz Here. Difennet e vo outañ kerzhout adal miz Kerzu. D'ar 17 a viz Meurzh 1886 e varv Hetzel. Ne c'hell ket Jules Verne mont d'e obidoù e Monte-Carlo. E1888 eo dilennet e kuzul ti-kêr Amiens war ul listenn radikal-sokialour. Kannad 'vo e-pad 15 vloaz. E1897 ez a fall e yec'hed: kambroù, gwalc'hadennoù stomok, tinelloù. Mervel a ra e vreur Paol. E1900 e tap lammfroud.
E deroù ar bloavezh1903, e teu Jules Verne da vezañ prezidantesperantegourienAmiens. Difenn a rae ar yezh-se hag a oa evitañ "La clé d'une langue commune perdue dans la tour de Babel ne peut être refaite que par l'utilisation de l'espéranto". Ne echuo ket e oberenn, ar brouilhed a vo aozet en-dro gant e vab Michel, met an oberenn (L'Etonnante Aventure de la mission Barsac) a nac'ho anesperanteg... Padal, er skridoù adkavet diwezhatoc'h en defe an oberenn an titlVoyage d'étude lec'h ma kave an esperanteg ur plas bras. Unan eus an harozed, ar spiour, a lavar zoken : "L'esperanto est le plus sûr, le plus rapide véhicule de la civilisation."
Klañv gant andiabet, Jules Verne a ya da Anaon d'ar 24 a viz Meurzh1905 en Amiens, en e di, 44, boulouard Longueville (hiziv boulouard Jules Verne). Beziet eo bet Jules Verne e bered La Madeleine enAmiens. Meur a levr a vo embannet goude e varv gant e vabMichel Verne hag a gempenno darn eus skridoù e dad.