Judit Naoned (marvet e 1063), a oa merc'h daYezekael Naoned, ha c'hoar daVudig ,kont Naoned. Dimezet e voe daAlan Kanhiart,kont Kerne, e1026. KontezNaoned e voe eus1051 da1063 .
Pa varvasMazheaz Iañ Naoned, niz Judit ha mab nemetañ he breurBudig Naoned, e oa da Judit da gaout kontelezh Naoned, ha dont a reas he fried, kont Kerne, a-benn da lakaat e grabanoù war he c'hontelezh en anv o mabHoel, en desped daGonan II ,kont Roazhon, a oa o klask ober kemend-all. A-benn ar fin e rankas Konan plegañ da gont Kerne en 1054.
He mab Hoel eta a c'houarnas kontelezh Naoned en anv e vamm diwar an deiz-se, hag a lakaas e vreurGwereg da eskob Naoned e 1059. Evel arouez e emglev gant Konan II e timezas d'e c'hoar Hawiz . En 1063 e varvas Judit.
C'hwec'h bugel o doe da vihanañ, pevar mab ha div verc'h:[1]