Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Juche

Eus Wikipedia
Juche
Anvkoreanek
Hangeul:주체
Hanja:主體
Treuz. McCune-Reischauer:Chu-ch'e
Treuzkrivadur arnevez:Ju-che

Ideologiezh ofisielRepublik Poblel ha Demokratel Korea (RDPK) eo arJuche Sasang. Ekoreaneg, an termenjuche a dalvez kement hagemvasterezh, da lâret eo an doare ma c'hell ur stad evel RDPK (peKorea an Norzh) talvezout drezi hag eviti hec'h-unan. Hervezideologiezh arjuche neuze e rank ur vro gallout tizhout andispac'h a-drugarez da labourerion ar vro hec'h-unan kentoc'h evit dre ’n em harpañ ouzh ur vro all. Kaset e vez da benn an ideologiezh emvastañ da benn e pep keñver:armerzh,gounezerezh, surentez milourel, h.a.

Tour ar Juche

Diazezet eo an ideologiezh juche war tezennoùKim Il-sung. Ingal e vez kredet ez eo an ideologiezhjuche kevatal d'arstalinouriezh, met e gwirionez ez eo disheñvel-bras an eil diouzh eben e meur a geñver.

Skignet eo bet an ideologiezhjuche gant gouarnamant RDPK dre ar skolioù abaoe ma oa bet implijet an termenn-se evit ar wech kentañ en un diviz graet gantKim Il-sung e 1955. Er penn kentañ e oa an ideologiezh diazezet war daou boent pennañ:

  • perc'henn war dispac'h ar proletariad eo an dud; ha
  • mab-den a hini eo a zo mestr war an dispac'h

Evit ar pezh a denn d'anarmerzh e kelenn an ideologiezh juche ez eo ret gallout emvastañ e-keñver ezhommoù armerzhel ha servijoù an dud en ur virout da gas war-raok dellezegezh hag emrenerezh ar vro he he fezh. Strivoù bras zo bet graet gant gouarnamant ha tud ar vro evit tizhout ha kenderc'hel gant ar pal-se abaoe ar bloavezhioù 1960. Bountet eo bet war anijinerezh pounner dreist-holl met klasket eo bet diorroiñ ivez surentez vilourel arr vro hag allabourerezh-douar war un dro.

Dre m'he doa lakaet e pleustr ur politikerezh armerzhel diazezet war an ideologiezh juche anvetChollima (da c'houdeTaean) er bloavezhioù 1960 e teuas a-benn ar vro da vezañ emren dre aiorroiñ an armerzh en un doare buan-tre.

E 1977 e voe kemeret plas arvarksouriezh-leninouriezh gant an ideologiezh juche ervonreizh, lakaet neuze eta da ideologiezh ofisiel RDPK.

Tud 'zo o deus lâret ez eo an ideologiezh juche un doare filozofiezh relijiel, met nac'het e vez kement-se gant gouarnamantRepublik Demokratel Poblek Korea.

Daoust ma voe savet an ideologiezh juche a-ratozh-kaer evit servij ezhommoù Korea e vez studiet gant meur a hini en Europa ha dre ar bed a-bezh evit gwelet penaos tennañ gounit diouti evit he lakaat e pleustr en ur vro all.

Gwelet ivez:

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Juche&oldid=2018563 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp