Jorjia a zo undemokratelezh gant unistor hir hag ursevenadur kozh. EnEuropa e laka he sevenadur hag hec'h istor, met he lec'hiadur douaroniel a gemm hervez ar mammennoù. Gwechoù 'zo e konter emañ Jorjia ur vro dreuzkevandirel.
Lies-tre eo douaroniezh Jorjia gant rannvroioù meneziek hagistrovanel a sach kalz touristed eno. Brudet evit argwin eo ivez, a zo ur blaz heñvel a-walc'h ouzh reFrañs peItalia. Abalamour d'arc'havadennoù arkeologel o deus prouet e veze fardet gwin war-dro5000 kent J-K enno, diwar-se e oa bet lezanvet Jorjia "kavell ar gwin".
En he barr e voe rouantelezh Jorjia kerzh anXIIvet hag anXIIIvet kantved. Pezh a anveer "marevezh alaouret Jorjia" ne badas ket gwall bell avat. Gant ar Vongoled e voe aloubet ar rouantelezh e1236. Da c'houde ez eas Jorjia war zileberiñ. ErXVvet kantved voe disrannet ar vro d'ober meur a rouantelezh hag abriñselezh vihan, kalz re wan da zerc'hel penn ouzhPersia haTurkia. D'unan pe d'eben ez eas war fallaat erXVIvet kantved.
Emren e chomastierned arrannvroioù ha meur a emsavadeg a darzhas, en arbenn da se e koazhas poblañs Jorjia betek 250.000 annezad.
E miz Mae 1801 e voe skarzet kuit an tiern diwezhañ David Batonichvili gant arjeneral rusianCarl Heinrich Knorring ha sevel urgouarnamant, ar jeneral Ivan Petrovitch Lasarev, en e benn.
Ne voe ket degemeret diouzhtu an dekred gant uhelidi ar vro ha ret e voe da Knorring bodañ anezho en iliz-veur Tbilisi ha lakaat anezho da blegañ, ha ret voe dezho touiñ o fealded d'an Tsar, e miz Ebrel1802. Bac'het e voe ar re a nac'has ober.
E-pad an hañv1805 e voe faezhet ar Bersed gant ar soudarded russ, a venne aloubiñ Tbilisi.
Ne badas ket frankiz ar vro. Hag e 1921 e voe faezhet an arme jorjia gant an arme rusian ha rediet ar gouarnamant da dec'hout kuit eus ar vro. D'ar25 a viz C'hwevrer1921 ec'h antreas an nerzhioù soviedel eTbilisi hag e staljont ur gouarnamant margodennek, gantFilipp Makharadze lakaet e penn ar vro. Kendeuzet voe gant Armenia hag Azerbaidjan a-benn sevelRepublik Soviedel Treuzkaokazia. E 1938 e voe disrannet Treuzkaokazia hag ez eas Jorjia d'urrepublik soviedel wirion hag emren.
Etre1941 ha1945 e stourmas 700.000 Jorjian e-touez arme ruz, ouzh anAlamagn nazi. Un toullad all a Jorjianed a genlabouras avat gant an alamaned. War-dro 350.000 Jorjian lazhet e-pad aneil brezel bed. E-pad ar prantad-se e voe mac'homet un toullad mat a pobloù bihan evel arDchetchened, anInguched, arGarachayed hag arValkariz, daSiberia. Un darn eus o ziriadoù a voe roet da Jorjia betek1957.
Ar JorjianEdouard Chevardnadze, bet ministr e-karg eus aferioù diavaez an Unaniezh Soviedel, a voe unan eus savourien bennañ ar [[Peryestroika]. E-pad ar maread-se e savas Jorjia ur sistem politikel liesstrollad hag e strivas evit frankiz ar vro. E Jorjia e c'hoarvezas kentañ dilennadegoù frank, an Unvaniezh Soviedel d'ar 28 Here 1990. Eus miz Du 1990 betek miz Meurzh 1991 eoZviad Gamsakhurdia a oa e penn an Emsav evit an dieubidigezh vroadel, ha prezidantKuzul Meur Republik Jorjia, ar parlamant Jorjiat.
Unan eus ar c'hentañ republikoù bet o klask en em zieubiñ diouzh mac'hom an Unaniezh Soviedel e oa. Gwasket gant al lu ruz eus ur vanifestadeg peoc'hek d'an 9 a viz Ebrel 1989 a grouas un emsav enepsoviedel heñvel a-walc'h ouzh hini a oa er broioù baltek. Disrannet e voe e meur a skourr, unan kentoc'h habask hag unan all muioc'h dispac'hel. E miz Here 1990 ec'h aozas Jorjia an dilennadeg liesstrollad kentañ en istor an Unvaniezh Soviedel. Tra ma voikotas an dispac'hourien an dilennadegoù hag e savjont ur c'hendalc'h broadel, ha peurrest an enep-komunourien a voe tolpet tro-droMerab Kostava haZviad Gamsakhurdia. Gant 250 sez enep da 64 hepken evit ar gomunourien, e yeas ar maout ganto. C'hwitet e voe gant ar strolladoù all, a-boan ma voe tizhet bevenn ar 5%, rekis evit mont e-barzh ar parlamant.
D'an 9 a viz Ebrel 1991 ec'h embannas Jorjia he dieubidigezh.Zviad Gamsakhurdia a voe dilennet da brezidant d'ar 26 a viz mae 1991 met kaset kuit e voe diouzh ar galloud, gant un taol-stad gwadek a dremenas e-korf an 22 a viz kerzu 1991, betek ar 6 a viz Genver 1992. Gant ur gward hag ur bagad armet e voe aozet unn taol-stad : arMkhedrioni a vefe bet skoazellet gant al lu rusian. Merkout a reas kement-se deroù ur brezel-diabarzh, a badas betek 1995.
D'ar vro e tistroas Edouard Chevardnadze e 1992, hag ec'h aozas ur "c'huzul-stad" asambles gant pennoù bras an taol-stad : Kitovani ha Ioseliani. En doare ofisiel e voe dilennet e 1995 ha 2000. E-pad ar marevezh-se, avat, e krogas emsavioù disrannour eAbc'hazia hag enOsetia ar Su. Gant harp stourmerien deut eusRusia e teuas a-abenn an emsaverien da sevel nerzioù dizalc'hde facto, en div rannvro-se. Ouzhpenn 250.000 jorjian a voe dizarbenet eus Abc'hazia, ha 25.000 eusTskhinvali. Ret e voe da galz familhoù osetiat tec'hout eus rannvroBorjomi.
Edouard Chevardnadze a voe argaset eus ar galloud gantDipac'h ar Rozenn e 2003 goude an dilennadegoù tabutet. Sturiet e voe an dispac'h gant izili gozh strollad Chevardnadze :Mic'hail Saakachvili,Zurab Zhvania haNino Burjanadze. Da brezidant e dilennet e voeMic'hail Saakachvili da brezidant, e 2004. Bennozh d'an adreizhiadurioù e voe kreñvaet stad an armerzh ha kresket galloud arme ar vro ha gant-se e teujont a-benn lakaat seziz adarre warAjaria , neoah c'hwitet e voe ganto klask aloubiñ en-dro Abc'hazia, hag Osetia ar Su, a oa difennet mat gant Rusia.
Rannet eo Jorjia e 9 rannvro, ur geoded ((k'alak'i) ha 2 republik emrenn peavtonomiuri respublika (Abc'hazia hagAjaria). E 69 bann eo rannet ar rannvroioù (raioni).
Kenvreuderezhioù zo a-zivout statud Osetia ar Su gant ar gouarnamant disrannour a gontrol ar broviñs.Kodori Gorge zo an darkvadir nemeti eus Abc'hazia a zalc'h ar gouarnamant-kreiz.
Kartvelebi (ქართველები) eo an anv en em ro Jorjiz o-unan. Envel a reont o broSakartvelo (საქართველო), hag o yezhKartuli (ქართული). Eus anv ur penn jorjiat mojennelKartlos e teu ar gerioù-se. Ur mab eusTagarmos, mab-bihanJapheth.
An anv a vez roet d’ar vro e yezhoù ar C’hornog a zeu moarvat diwar an anv persek a veze roet da Jorjizgurğān, enXIvet haXIIvet kantved azasaet diouzh an amprestadennoù siriekgurz-ān/gurz-iyān hag arabekrĵan/ĵurzan. Teoriennoù faltaziek a voe savet gant ar beajour Jacques de Vitry, a zisplegas e teue anv ar vro diwar brud [(Sant Jord]] azeulet un tamm mat e Jorjia ha patrom ar vro. Ur beajour allJean Chardin a soñjas e teue ar ger Jorjia diwar ar c’hresianeg γεωργός ("bro strujus"). Evel ma tisplegas ar c’helenner Alexander Mikaberidze, an displegadennoù-se a glever abaoe kantvedoù evit ar ger Jorjia/Jorjiz a zo bet distaolet hiziviken gant ar gumuniezh skiantel, a wel kentoc’h ar ger persekgurğ/gurğān (bleiz) da orin ar ger. Jorjia o vezañ intentet evel bor ar bleizi gant Persiz. Ar gergurğ/gurğān, a voe amprestet gant a-bep seurt yezhoù all, ar yezhoù slavek ha yezhoù Europa ar c’hornôg en o zouez. Gallout a c’hellfe ivez bezañ bet diazezet diwar un anv kozh, en Iran a glote gant ar vro tost ouzhmor Kaspia a veze graetGorgan anezhi «Bro ar Bleizi». Gorjestan eo an anv e persieg, Gürcistan en turkeg, ha Грузия e rusianeg ("Grouziya").
Proviñs bennañ Jorjia, ha seziz ar gouarnamant e-pad lodenn hirañ hec'h istor eo Kartli, anvet ivez Iberia. Ar ger diwezhañ-mañ a vez skrivetIveria ivez. Dioutañ e teu an anvioù armeniek evit Jorjoa ha jorjiat : Virk (Վիրք) ha Vrastan (Վրաստան).
Meneziek-kenañ eo ar vro. E div lodenn e tisrann armenezioù Likhi. Kolc'his e vez anvet lodenn ar c'hornôk tra ma vez anvet ar reter Iberia. En abeg he zorosennadur liesseurt eo disrannet uhelgompezennSvaneti gant peurrest ar vro.
Arridennad menezioù Jorjia ar C'haokaz Bras a ziispati gant republikoù kaokazekRusia. Riblet eo hanterenn su ar vro gant ar C'haokaz Bihan. Ar c'haokaz Bras a zo kalz uheloc'h eget ar C'haokaz Bihan. Tizhout a ra e leinoù uhelañ 5000 m. MenezShkhara eo menez uhelañ Jorjia gant 5,201 m. An eil uhelañ a zo arJanga (Jangi-Tau), hag a dizh 5,051 m. Ar menezioù bras arall a zo arC'hazbegi (5,047 m), an Tetnuldi (4,974m), ar Shota Rustaveli (4,960m), anUshba (4,710m.), hag an Ailama (4,525m./14,842ft.). Nemetañ menez a orin tanveneziek eoKazbegi. Ar rannvro lec'hiet etre arC'hazbegi hag aShkhara, hag a zo rannet gant ur pellder a 200 km, a endalc'h kalzskornegi. Arridennad ar C'haokaz Bihan a zo kenaozet eus arridennad bihanoc'h, tanveneziek o orin ar peurliesañ, liammet an eil ouzh an eben. O vegoù uhelañ ne savont nemet da 3400 m. Pennañ torosennadurioùar rannvro eo uhelgompezenn tanveneziekJavakheti, lennoù stank ha stivelloù tomm e-leizh a gaver enno.
Ar c'hevioùVoronya eo donañ re a zo dre ar bed. Lec'hiet emañ er menezioùArabika, un darn eus arridennadGagra enAbc'hazia. Betek 2,140 m donder int.
Liesek eo gweledvaoù Jorjia. E kornôg ar vro e kaver koadegoù geunniek e-barzh an izeldirioù,geunioù, ha, er rannvroioù meneziek, koadegoù ha skornegi. Er reter e kaver ur rannvro vihan sec'h heñvel a-walc'h ouzh re kreiz-Azia. Ar c'hoadegi a c'holo 40% ar vro hag ar c'helc'hiadoùalpek peisalpek 10%.
Mtskheta, kêrbenn gozh ar vro
Darn vrasañ an annez naturel en izeldirioù a oa bet distrujet er 100 bloavezh diwezhañ gant astennadur al labour-douar hag ar c'hêrioù. Eus ar c'hoadegoù a c'holoeKolc'his a zo aet da get, estreget er mirlec'hioù hag er parkoù broadel. Ar c'hoadegoù a chomon a vez lec'hiet en uheldirioù hag er menezioù. Eusderv,fav-put,faou,evlec'h,onn hagwez-kistin eo kenaozet ar c'hoadegoù dindan 600 m dreist met boutin a-walc'h ez eo ar spesad atav-glaz evel arbeuz. Kavout a reer ivez un nebeud spesadoù endemiek. DarnioùAjaria,Samegrelo hagAbc'hazia a c'holo koadegoù glaviek klouar.
Etre 600 ha 1,500 m ez a ar c'hoadegoù klouar da vesket gant gwez-sapin a yelont d'ar souezhadur pennañ a-us 1500 m. Ar gwez ne greskont ket goude 1800 ha gant pradennoù e vez dalc'het gant pradennoù alpek. A-us 3000 m e teraou kelc'hiad an erc'heg beurbad.
Un tour e Svaneti
Disheñvel tre ouzh re ar c'hornôk ez eo gweledvaoù reter Jorjia hag-eñ eoa bet difraostet dran vrasañ izeldirioù ar reter, evel arMtkvari pe plaenenn anAlazani. Ouzhpenn-se, un tamm sec'hoc'h eo hiniad ar rannvro ha biskoazh e voe goloet gant koadegoù darn anezhi. Gweledvaoù a zo kenaozet eus traoniennoù niverus disrannet gant menezioù. Koadegi-sapin ar raloc'h eget er c'hornok, estreget eBorjomi. Eusderv,faou hafav-put ez eo kenaozet 85% ar c'hoadegoù. E traonienn an Alazani e kaver koadegoùivin ivez. A-us 1000 m e kresksapin habezv dreist holl. E reter Jorjia e kaver koadegoù betek 2000 m ha ne gresk ken ar strouezh a-us da 3500 m.
Liesek eohinad Jorjia. Lakaat a reer kemm etre daou gelc'hiad hin, a glot, tamm-pe-damm, gant kornôg ha reter ar vro. Ur perzh pouezus a c'hoari ar C'haokaz Bras en hinad ar vro rak gwareziñ a ra anezhi ouzh an aer yen a c'hellfe dont eusstepennoù an norzh tra ma tiwall ar c'haokaz bihan ouzh levezon an aer tomm ha sec'h deuet eus ar su.
E-barzh ar c'helc'hiad istrovanel gleb emañ darn vrasañ kornôg Jorjia. War-dro 1000-4000 mm ac'hlav a zegemer pep bloaz. Ingalet en un doare unvan e vez ar glaveier, hag eñ e vezont pounneroc'h e-pad an diskar-amzer. Kemm a ra kalz hiniad ar vro hervez an uhelder. Tra ma vez tomm a-walc'h an plaenennoù e-pad an holl vloavezh o-deus an uheldirioù hañvioù fresk ha gleb ha goañvioù yen hag erc'hek (muioc'h eget 2m zegemer e kornioù-br'zo).Ajaria eo rannvro c'hlebañ Jorjia. Koadeg glaviek Mtirala, e reterKobuleti a zegemer 4500mm a c'hlav pep bloavezh.
Un hinad tremeniat etre ar c'helc'hiadoù istrovanel gleb ha kevandirel he-deus Jorjia ar reter. Gant aer yen ha sec'h kreiz-Azia ha gant aer gleb ar mor Kaspian eo levezonet amzer ar vro. Gant aradennadoùLikhi haMeskheti e vez harpet aer gleb arMor Du ar peurliesañ. Kalz nebeutoc'h a c'hlav a zegemer darn-se ar vro (war-dro 400-1600mm) hag e-pad an nevez-amzer hag an diskar-amzer e kouezh dreist holl. Kalz sec'hoc'h e vez an hañv hag ar goañv. Evel er c'hornôg e c'hoari ur perzh pouezus an uhelder. Kalz yenoc'h e vez ar c'hornioù-bro a-us 1500 m hag er re a-us 2000 m e vez o reviñ zoken e-pad a hañv.
Goude un enkadenn a-zivout disoc'h dilennadegoù 2003 e voe kaset kuit eus ar galoudEdouard Chevardnadze d'ar 23 miz du 2003 gantdispac'h ar rozenn. Ar prezidant etretant a vo prezidant ar parlamant a oa bet freuzet e zivodadenn. D'ar 4 genver 2004 e voe dilennet da brezidantMic'hail Saakachvili, penn anEmsav Broadel Demokratel a c'hounezas darn vrasañ ar mouezhioù en dilennadeg lezennel a heulias. Ur strollad arall nemetañ (Enebouriezh an Tu-Dehou) a dizhas ar 7% ret da gaout kannidi er parlamant. Kred ar ra ar sellerien e oa an dilennadeg-se an hini frankañ e istor ar vro, hag eñ e oa tabud etre ar gournamant kreiz ha pennAjaria,Aslan Abashidze.
War gresk ez eas ar stennadur etreAjaria hag ar gouarnamant goude an dilennadeg. Tarzhañ a reas an enkadenn d'ar Iañ miz mae pa zistrjas Aslan Abashidze ar pont o liamm Ajaria ouzh ar peurrest eus ar vro e respont da bleustradegoù milourel jorjiat. Rediet e voe da dec'hout kuit eus ar vro gant manifestadegoù bras eBatumi d'ar 5 mae, avat.
Abaoe m'en deus kemeret ar galloud en deus Saakachvili lakaet war gresk darn ar budjed-stad gouestlet d'al lu. Homañ he deus tizhet 25.000 a dud, 5.000 anezho a oa bet stlejet gant kelennerien amerikan. Un nebeud eus ar soudarded-se a oa bet kaset daIrak, lec'h ma servijont eBaqubah hag e Kelc'hiad GlazBaghdad. E miz Mae 2005 ez eas anXIIIvet batailhon a droidegezh d'an unanenn gentañ o servij er-maez Jorjia.
Mont e-barzh Unvaniezh Europa hag en AFNA e c'hoanta Jorjia. Ne vo posupl nemet en un dazont pell a-walc'h, avat. Evel ma ne fell ket da Jeojia mont da harzioù etre kelc'hiadoù-levezon arStadoù-Unanet haRusia e klask ar vro tostaat ouzh ar Stadoù-Unanet en ur genderc'hel da genlabourat gant Rusia.
E miz Here 2006 he deus sinet Jorjia ur raktres oberiantiz gant UE e frammadurPolitikerezh ag Amezegezh Europeat. Gwirikaet e vo d'an 14 a viz Du.
Tost eo Jorjia ouzh ar Stadoù-Unanet ha levezon ar vro-se enni en-deus lakaet he darempredoù gantRusia da washoc'h. Un abeg a ziemglev pouezus eosan Baku-Tbilisi-Ceyhan savet gant ar Stadoù-Unanet da liammañTurkia ouzh maeziadoù eoul-maenAzerbaidjan hep mont a-dreuz tachennadRusia. E 2004 o doa embannet ar Stadoù-Unanet e paouezfent gant o frogramm ispisial a skoazell vilourel. Erlec'hiet e vo gant ur programm a skoazell reizhoc'h. Lâret en deusColin Powell ne c'hoantae ket ar Stadoù-Unanet sevel diazezlec'hioù er vro.
Kollet he-deus rusia he rol ag hanterour endiemglev etre Jorjia hag Abc'hazia hervez ar ministr jorjiat an darempredoù etrevroadelGela Bezhuashvili. Hervezañ ez emañ Jorjia o vont d'arnodiñ da genziviz gant an emsaverien abc'hazat en un doare dihanterour.
En enkadenn emañ an darempredoù etre Rusia ha Jorjia adalek m'he-doa gouarnamant Saakachvili addalc'hetKodori Gorge. Tamallet he-deus Rusia Jorjia da vezañ bet torret e ouestloù tra ma zamalle Jorjia Rusia da skoazell an disrannerien. Paseporzhioù rusat a voe roet da galz annezidiAbc'hazia hagOsetia ar Su.
Daou ziazezlec'h milourel he-deus Rusia c'hoazh war dachennad Jorjia hag er vro emañ pennlec'h luioù rusat ar c'haokaz. Hervez emglevioù 2005-2006 e tle ar soudarded rusat mnt kuit eus ar vro e 2008.
E miz Gwengolo 2006 e voe bac'het pevar ofiser rust eus ar sevijoù kevrin. O zamall a ra ar gouarnamant jorjiat da gaout ur perzh enenkadenn Kodori. Da galz gwashoc'h ez eo aet an darempredoù etre an div vro goude-se ha troc'het he deus Rusia tout he liammoù armerzhel ha zoken postel gant Jorjia. Kinniget he-deus Jorjia da enebiñ donedigezh Rusia e-barzhAozadur Bedel ar C'henwerzh
An touristerezh hag gounidigezh arsitroñs hag arrezin a zo andon a leveoù pennañ ar vro. Produiñ a rate ivez met n'eo ket uhel tre e galite c'hoazh. Un nebeud mengleuzioù (kouevr hamanganez dreist holl) ez eus er vro hag ur greanterzh bihan hag a brodu dilhadoù, gwinn ha produioù kimiek dreist holl. Dleout a ra enporzhiañ darn vrasañ hec'h energiezh.
Daouast da freuzioù ar brezel diabarzh e vez o kreskiñ armerzh Jorjia adalek 1995 ha war zigresk ez eo aet armonc'hwezh. Kudennoù ez eus gant ar stad evit dastum an tailhoù, avat, hag un dic'hounid bras en-deus e vudjed. Berrentezioù ag energiezh a zo ur gudenn arall, hag eñ he-deus he frevezekaet ar gouarnamant. Ar fed e teu darn vrasañ an energiezh eusRusia n'int ket mat an darempredoù n'aesa ket an traoù kennebeut.
4,661,473 ag annezidi he-deus Jorjia, 88% anezho a zojorjiz. An azeried a furm 6,5% ar boblañs, an armeniz 5,7% hag ar rused 1,5% (lod anezho a zo divroet adalek dieubidegezh ar vro). AnAbc'hazed enAbc'hazia hag anOseted enOsetia ar Su o-deus savet republikoù disranner na'z int ket anavezet gant ar broioù arall.
Digreskiñ kalz he-deus graet poblañs Jojia adalek diskarr anUnaniezh Soviedel. Disrannidigezh Abc'hazia hag Osetia ar Su, an diemglev en Adjaria hag ar c'hudennoù armerzh o-deus degaset kalz jeorjiz da zivroiñ, eRusia dreist holl. Da washoc'h eo lakaet ar gudenn gant ur feur-ganidigezh izel tre. Ur milion annezidi nebeutoc'h eget e 1991 he-deus Jorjia ha krediñ a ra reoù'zo ez eo izeloc'h c'hoazh. Un efed a-gostez eus digresk ar boblañ eo ez a war zigresk ivez kenfeur ar minorelezhioù rak niverusoc'h ez eo o izili da zivroiñ.
Darn vrasañ ar boblañs (83.9%) a berc'henn d'anIliz Ortodoks Jorjia. Unan eus ar broioù kentañ gounezet d'ar feiz kristen e voe Jorjia. Da relijion-stad ez eas e 327 met krediñ a reer e oa kummuniezhioù kristien enEgrisi kent prezegennSant-Nino. Ouzhpenn-se e prezegas an ebestel Per ha Andrev er vro. Unan eus an ilizioù koshañ eo neuze iliz Jorjia.
Ar minorelezhioù relijiel pennañ a zo arVuzulmaned (9,9%), an Armeniz (3,9%) hag ar gatoliked (0,8%).
1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.