Dyfnallt, peJohn Dyfnallt Owen e wir anv, a oa ur beleg hag ur barzhkembraek. Ganet e oa bet eLlan-giwg e1873 ha marvet e oa e klañvdiCasnewydd (Mynwy) d'an28 a viz Kerzu1956, en e 83 bloaz.
Mengleuzier oa bet en e yaouankiz, hogen, o vezañ graet e studi gant skoazell e vignoned, e teuas da vezañ beleg protestant. E-pad meur a vloaz e voe e penn ar gelaouenn sizhuniekY Tyst. Brudet e oa evel barzh ha broadelour. E bloavezhioù diwezhañ e vuhez e oa bet anvet da Arc'hdrouiz Kembre.
Dyfnallt a oa, hep mar ebet, brasañ mignon Breizh eKeltia tramor. A-raok an Eil Brezel-bed e teuas da Vreizh meur a wech da dremen pennadoù-amzer gant e geneil an AotrouYann-Vari Perrot. Ar Vretoned a yae da Gembre a veze degemeret gantañ atav gant madelezh.
Pa darzhas ar brezel, troc'het an darempred etre Breizh ha Kembre, Dyfnallt ne baouezas ket da soñjal en hor bro. Neuze, goude aloubadeg Kornôg Europa gant ar Saozon hag an Amerikaned e 1944, e klevas ar c'heloù spontus : e vignon an Aotrou Perrot muntret, broadelourien Vreizh lazhet ha karc'hariet. Klañv-bras e oa d'an ampoent. Daoust da se e kavas nerzh a-walc'h da aozañ ur groaziadeg dre Gembre evit harpañ ar Vretoned heskinet. Ar groaziadeg-se a reas kalz evit gwellaat planedenn an dud toullbac'het.
Dyfnallt a oa ezel eus arC'hendalc'h Keltiek. Unan eus ar rummad Kembreiz e oa a labouras kement evit anetrekeltelezh.